João 11

Gospels (BRETON) vs NAA

Sair da comparação
NAA Nova Almeida Atualizada 2017
1 Bez' e oa ur c'hlañvour, Lazar a Vetania, kêriadenn Mari ha Marta he c'hoar.
1 Um homem chamado Lázaro estava doente. Ele era de Betânia, da aldeia de Maria e de sua irmã Marta.
2 Mari a oa an hini a olevas an Aotrou gant c'hwezh-vat hag a dorchas e dreid gant he blev. Lazar he breur a oa klañv.
2 Esta Maria, cujo irmão Lázaro estava doente, era a mesma que ungiu o Senhor com perfume e lhe enxugou os pés com os seus cabelos.
3 Ar c'hoarezed eta a gasas da lavarout dezhañ: Aotrou, setu, an hini a garez a zo klañv.
3 Por isso, as irmãs de Lázaro mandaram dizer a Jesus: — Aquele que o Senhor ama está doente.
4 Pa glevas Jezuz kement-se e lavaras: Ar c'hleñved-se ne gas ket d'ar marv, met evit gloar Doue eo, evit ma resevo Mab Doue gloar a gement-se.
4 Ao receber a notícia, Jesus disse:
5 Ha Jezuz a gare Marta hag he c'hoar ha Lazar.
5 Ora, Jesus amava Marta e a irmã dela, e também Lázaro.
6 Koulskoude, pa glevas e oa klañv hemañ, e chomas daou zevezh c'hoazh el lec'h ma oa,
6 Quando soube que Lázaro estava doente, ainda se demorou dois dias no lugar onde estava.
7 ha neuze e lavaras d'an diskibien: Distroomp e Judea.
7 Depois, disse aos seus discípulos:
8 An diskibien a lavaras dezhañ: Mestr, ar Yuzevien a glaske n'eus ket pell da veinata, hag e tistroez di!
8 Os discípulos disseram: — Mestre, ainda há pouco os judeus queriam apedrejá-lo! E o senhor quer voltar para lá?
9 Jezuz a respontas dezho: Ha n'eus ket daouzek eur en deiz? Mar kerzh unan bennak e-pad an deiz, ne strebot ket, abalamour ma wel sklêrijenn ar bed-mañ.
9 Jesus respondeu:
10 Met mar kerzh unan bennak e-pad an noz, e strebot, abalamour n'eus ket a sklêrijenn ennañ.
10 Mas, se andar de noite, tropeça, porque nele não há luz.
11 Komz a reas evel-se ha goude e lavaras dezho: Lazar hor mignon a gousk, met mont a ran d'e zihuniñ.
11 Tendo dito isso, acrescentou:
12 E ziskibien a lavaras eta: Aotrou, mar kousk, e vo yac'haet.
12 Então os discípulos disseram: — Senhor, se dorme, estará salvo.
13 Jezuz en doa komzet eus e marv, met int a grede e komze eus diskuizh ar c'housked.
13 Jesus falava da morte de Lázaro, mas eles pensavam que tivesse falado do repouso do sono.
14 Neuze Jezuz a lavaras dezho sklaer: Lazar a zo marv.
14 Então Jesus lhes disse claramente:
15 Hag ez eus levenez ganin abalamour deoc'h dre ne oan ket eno, evit ma kredot. Met deomp d'e gavout.
15 Por causa de vocês me alegro de que não estivesse lá, para que vocês possam crer. Mas vamos até ele.
16 Neuze Tomaz galvet Didim a lavaras d'an diskibien all: Deomp, ni ivez, evit mervel gantañ.
16 Então Tomé, chamado Dídimo, disse aos outros discípulos: — Vamos também nós para morrer com o Mestre!
17 Jezuz, o vezañ erruet, a gavas Lazar er bez abaoe dija pevar devezh.
17 Quando Jesus chegou, encontrou Lázaro já sepultado havia quatro dias.
18 Betania a oa war-dro pemzek stadenn (~ 2.8 km) eus Jeruzalem,
18 Ora, Betânia ficava a mais ou menos três quilômetros de Jerusalém.
19 ha kalz a Yuzevien a oa deuet da gavout Marta ha Mari evit o frealziñ diwar-benn o breur.
19 Muitos dos judeus vieram visitar Marta e Maria, a fim de consolá-las por causa do irmão.
20 Pa ouezas Marta e teue Jezuz, ez eas a-raok dezhañ, met Mari a chomas azezet er gêr.
20 Marta, quando soube que Jesus estava chegando, foi encontrar-se com ele; Maria, porém, ficou sentada em casa.
21 Marta a lavaras da Jezuz: Aotrou, ma vijes bet amañ, va breur ne vije ket marvet.
21 Então Marta disse a Jesus: — Se o Senhor estivesse aqui, o meu irmão não teria morrido.
22 Met anavezout a ran penaos bremañ c'hoazh, kement holl a c'houlenni digant Doue, Doue en roio dit.
22 Mas também sei que, mesmo agora, tudo o que o senhor pedir a Deus, ele concederá.
23 Jezuz a lavaras dezhi: Da vreur a adsavo a varv.
23 Jesus disse a ela:
24 Marta a respontas dezhañ: Gouzout a ran ec'h adsavo da vev da adsavidigezh, en deiz diwezhañ.
24 Ao que Marta respondeu: — Eu sei que ele há de ressurgir na ressurreição, no último dia.
25 Jezuz a lavaras dezhi: Me eo an adsavidigezh hag ar vuhez, an hini a gred ennon, ha pa vefe marv, a vevo.
25 Então Jesus declarou:
26 Ha piv bennak a vev hag a gred ennon ne varvo biken. Hag e kredez kement-se?
26 E todo o que vive e crê em mim não morrerá eternamente. Você crê nisto?
27 Hi a lavaras dezhañ: Ya Aotrou, me a gred ez out ar C'hrist, Mab Doue a dlee dont er bed.
27 Marta respondeu: — Sim, Senhor! Eu creio que o senhor é o Cristo, o Filho de Deus que devia vir ao mundo.
28 P'he doe lavaret kement-se, ez eas hag e c'halvas Mari he c'hoar e-kuzh hag e lavaras: Ar Mestr a zo amañ hag a c'halv ac'hanout.
28 Depois de dizer isto, Marta foi chamar Maria, a sua irmã, e lhe disse em particular: — O Mestre chegou e está chamando você.
29 Houmañ, o vezañ klevet anezhi, a savas buan hag a yeas d'e gavout.
29 Quando Maria ouviu isso, levantou-se depressa e foi até ele,
30 Jezuz ne oa ket c'hoazh aet er bourc'h, met e oa el lec'h ma oa deuet Marta a-raok dezhañ.
30 pois Jesus ainda não tinha entrado na aldeia, mas permanecia onde Marta o havia encontrado.
31 Ar Yuzevien a oa gant Mari en ti ouzh he frealziñ, pa weljont e oa savet ken buan hag e oa aet er-maez, a heuilhjont anezhi, o lavarout: Mont a ra da ouelañ d'ar bez.
31 Os judeus que estavam com Maria em casa e a consolavam, vendo-a levantar-se depressa e sair, seguiram-na, pensando que ela ia ao túmulo para chorar.
32 Pa voe deuet Mari el lec'h ma oa Jezuz ha pa welas anezhañ, en em daolas d'e dreid hag e lavaras dezhañ: Aotrou, ma vijes bet amañ, va breur ne vije ket marvet.
32 Quando Maria chegou ao lugar onde Jesus estava, ao vê-lo, lançou-se aos seus pés, dizendo: — Se o Senhor estivesse aqui, o meu irmão não teria morrido.
33 Pa welas Jezuz anezhi o ouelañ, hi hag ar Yuzevien a oa deuet ganti, e huanadas en e spered hag e voe trubuilhet.
33 Quando Jesus viu que ela chorava, e que os judeus que a acompanhavam também choravam, agitou-se no espírito e se comoveu.
34 Hag e lavaras: Pelec'h hoc'h eus e lakaet? Int a lavaras dezhañ: Aotrou, deus ha gwel.
34 E perguntou: Eles responderam: — Senhor, venha ver!
35 Jezuz a ouelas.
35 Jesus chorou.
36 Neuze ar Yuzevien a lavaras: Gwelit penaos e kare anezhañ.
36 Então os judeus disseram: — Vejam o quanto ele o amava.
37 Hiniennoù anezho a lavaras: Eñ hag en deus digoret daoulagad an den dall, ha ne c'helle ket ober ivez na varvje ket hemañ?
37 Mas alguns disseram: — Será que ele, que abriu os olhos ao cego, não podia fazer com que Lázaro não morresse?
38 Neuze Jezuz, o huanadiñ a-nevez ennañ e-unan, a zeuas d'ar bez. Ur c'hev e oa hag ur maen a oa bet lakaet warnañ.
38 Jesus, agitando-se novamente em si mesmo, foi até o túmulo, que era uma gruta em cuja entrada tinham colocado uma pedra.
39 Jezuz a lavaras: Lamit ar maen. Marta, c'hoar an hini marv, a lavaras dezhañ: Aotrou, c'hwez a zo dija gantañ rak aze emañ abaoe pevar devezh zo.
39 Então Jesus ordenou: Marta, irmã do falecido, disse a Jesus: — Senhor, já cheira mal, porque está morto há quatro dias.
40 Jezuz a lavaras dezhi: Ha ne'm eus ket lavaret dit penaos mar kredez, e weli gloar Doue?
40 Jesus respondeu:
41 Lemel a rejont eta ar maen eus al lec'h ma oa gourvezet an hini marv. Jezuz, o sevel e zaoulagad war-zu an neñv, a lavaras: Tad, da drugarekaan peogwir ec'h eus va selaouet.
41 Então tiraram a pedra. E Jesus, levantando os olhos para o céu, disse:
42 Gouzout a ran e selaouez ac'hanon atav, met henn lavaret em eus abalamour d'ar bobl-mañ a zo en-dro din, evit ma kredint ec'h eus va degaset.
42 Eu sei que sempre me ouves, mas falei isso por causa da multidão presente, para que creiam que tu me enviaste.
43 Goude bezañ lavaret kement-se, e krias a vouezh uhel: Lazar, deus er-maez!
43 E, depois de dizer isso, clamou em alta voz:
44 Hag an hini marv a zeuas er-maez, e dreid hag e zaouarn ereet gant bandennoù, e zremm goloet gant ul lienenn. Jezuz a lavaras dezho: Diereit anezhañ ha lezit eñ da vont.
44 Aquele que tinha morrido saiu, tendo os pés e as mãos amarrados com ataduras e o rosto envolto num lenço. Então Jesus lhes ordenou:
45 Neuze, kalz eus ar Yuzevien a oa deuet da gavout Mari, pa weljont ar pezh en doa graet Jezuz, a gredas ennañ.
45 Muitos dos judeus que tinham vindo visitar Maria, vendo o que Jesus havia feito, creram nele.
46 Met hiniennoù anezho a yeas da gavout ar farizianed hag a lavaras dezho ar pezh en doa graet Jezuz.
46 Outros, porém, foram até os fariseus e lhes contaram o que Jesus havia feito.
47 Neuze ar veleien vras hag ar farizianed a zastumas ar sanedrin hag a lavaras: Petra a raimp? Rak an den-se a ra kalz a virakloù.
47 Então os principais sacerdotes e os fariseus convocaram o Sinédrio e disseram: — O que estamos fazendo, uma vez que este homem opera muitos sinais?
48 Mar en lezomp d'ober, an holl a gredo ennañ, hag ar Romaned a zeuio hag a zistrujo hol lec'h hag hor broad.
48 Se o deixarmos assim, todos crerão nele; depois, virão os romanos e tomarão não só o nosso lugar, mas a própria nação.
49 Met unan anezho, Kaifaz, hag a oa beleg-meur er bloavezh-se, a lavaras dezho: C'hwi n'ouzoc'h netra,
49 Mas um deles, Caifás, que era sumo sacerdote naquele ano, advertiu-os, dizendo: — Vocês não sabem nada,
50 ha ne soñjit ket penaos eo gwelloc'h da un den hepken mervel evit ar bobl eget na vefe kollet ar vroad holl?
50 nem entendem que é melhor para vocês que morra um só homem pelo povo e que não venha a perecer toda a nação.
51 Hogen ne lavaras ket kement-se anezhañ e-unan, met o vezañ beleg-meur er bloaz-se, e tiouganas penaos e tlee Jezuz mervel evit ar vroad,
51 Ora, Caifás não disse isto por conta própria, mas, sendo sumo sacerdote naquele ano, profetizou que Jesus estava para morrer pela nação.
52 ha ne oa ket evit ar vroad hepken, met ivez evit dastum en unan hepken mibien Doue a-stlabez.
52 E não somente pela nação, mas também para reunir em um só corpo os filhos de Deus, que andam dispersos.
53 Adalek an deiz-se en em guzuilhjont evit e lakaat d'ar marv.
53 Desde aquele dia, resolveram matar Jesus.
54 Neuze Jezuz n'en em ziskouezas mui dirak an holl e-touez ar Yuzevien, met mont a reas ac'hane en ur vro tost d'al lec'h distro, d'ur gêr galvet Efraim. Hag e chomas eno gant e ziskibien.
54 Assim sendo, Jesus já não andava publicamente entre os judeus, mas retirou-se para uma região vizinha ao deserto, para uma cidade chamada Efraim, onde permaneceu com os discípulos.
55 Pask ar Yuzevien a oa tost ha kalz a dud eus ar vro a bignas da Jeruzalem a-raok ar Pask evit en em c'hlanaat.
55 Estava próxima a Páscoa dos judeus, e muitos daquela região foram a Jerusalém antes da Páscoa para se purificar.
56 Klask a rejont Jezuz hag, oc'h en em zerc'hel en templ, e lavarjont an eil d'egile: Petra a soñjit? Ha ne zeuio ket d'ar gouel?
56 Lá, procuravam Jesus e, estando eles no templo, diziam uns aos outros: — O que vocês acham? Ele não virá à festa?
57 Ar veleien vras hag ar farizianed o doa roet urzh, ma ouije unan bennak pelec'h e oa, en lavarje, evit ma krogjed ennañ.
57 Ora, os principais sacerdotes e os fariseus haviam ordenado que, se alguém soubesse onde ele estava, o denunciasse, para que pudessem prendê-lo.

Ler em outra tradução

Comparar com outra

Estude este capítulo no WhatsApp

Peça à IA da Bíblia Fala para explicar João 11, comparar traduções ou montar um estudo — tudo direto pelo WhatsApp.