João 10
Gospels (BRETON) vs NAA
1 E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, an hini na ya ket e kraou an deñved dre an nor, met a bign dre ul lec'h all, a zo ul laer hag ur brigant.
1 — Em verdade, em verdade lhes digo: quem não entra no curral das ovelhas pela porta, mas sobe por outro lugar, esse é ladrão e salteador.
2 Met an hini a ya dre an nor a zo mesaer an deñved.
2 Aquele, porém, que entra pela porta, esse é o pastor das ovelhas.
3 Ar porzhier a zigor dezhañ an nor hag an deñved a glev e vouezh. Gervel a ra e zeñved e-unan dre o anv hag e kas anezho er-maez.
3 Para este o porteiro abre, as ovelhas ouvem a sua voz, ele chama as suas próprias ovelhas pelo nome e as conduz para fora.
4 Pa en deus degaset er-maez e zeñved e-unan, e kerzh a-raok dezho, hag an deñved a heuilh anezhañ abalamour ma'c'h anavezont e vouezh.
4 Depois de levar para fora todas as que lhe pertencem, vai na frente delas, e elas o seguem, porque reconhecem a voz dele.
5 Met ne heuilhint ket un diavaeziad, tec'hout a raint kentoc'h, dre ma n'anavezont ket mouezh an diavaezidi.
5 Mas de modo nenhum seguirão o estranho; pelo contrário, fugirão dele, porque não conhecem a voz dos estranhos.
6 Jezuz a lavaras dezho ar barabolenn-se, met ne gomprenjont ket ar pezh a lavare dezho.
6 Jesus fez esta comparação, mas eles não compreenderam o sentido daquilo que ele falava.
7 Neuze Jezuz a lavaras dezho c'hoazh: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, me eo dor an deñved.
7 Então Jesus disse mais uma vez:
8 Ar re holl a zo deuet a-raok din a zo laeron ha briganted, met an deñved n'o deus ket o selaouet.
8 Todos os que vieram antes de mim são ladrões e salteadores, mas as ovelhas não lhes deram ouvidos.
9 Me eo an nor. Mar deu e-barzh unan bennak drezon, e vo salvet. Dont ha mont a raio hag e kavo peurvan.
9 Eu sou a porta. Se alguém entrar por mim, será salvo; entrará, sairá e achará pastagem.
10 Al laer ne zeu nemet evit laerezh, lazhañ ha distrujañ. Me a zo deuet evit m'o devo ar vuhez, ha m'o devo anezhi gant fonnuster.
10 O ladrão vem somente para roubar, matar e destruir; eu vim para que tenham vida e a tenham em abundância.
11 Me eo ar mesaer mat. Ar mesaer mat a ro e vuhez evit e zeñved.
11 — Eu sou o bom pastor. O bom pastor dá a vida pelas ovelhas.
12 Met an devezhour n'eo ket ar mesaer hag an deñved n'int ket dezhañ. Pa wel ar bleiz o tont, e tilez an deñved hag e tec'h. Ar bleiz a grog en deñved hag a stlabez anezho.
12 O mercenário, que não é pastor, a quem não pertencem as ovelhas, vê o lobo chegando, abandona as ovelhas e foge; então o lobo as arrebata e dispersa.
13 An devezhour a dec'h, abalamour ma'z eo devezhour ha na gemer ket preder eus an deñved.
13 O mercenário foge, porque é mercenário e não se importa com as ovelhas.
14 Me eo ar mesaer mat, me a anavez va hini hag anavezet on gant va hini.
14 Eu sou o bom pastor. Conheço as minhas ovelhas, e elas me conhecem,
15 Evel ma'c'h anavez an Tad ac'hanon, ec'h anavezan ivez an Tad. Ha reiñ a ran va buhez evit an deñved.
15 assim como o Pai me conhece, e eu conheço o Pai; e dou a minha vida pelas ovelhas.
16 Deñved all am eus ha n'int ket eus ar c'hraou-mañ. Ret eo din degas anezho ivez hag e klevint va mouezh. Hag e vo un tropell hepken hag ur mesaer hepken.
16 Ainda tenho outras ovelhas, não deste aprisco. Preciso trazer também estas. Elas ouvirão a minha voz e, então, haverá um só rebanho e um só pastor.
17 Dre gement-mañ eo e kar va Zad ac'hanon, o vezañ ma lezan va buhez evit hec'h adkemer.
17 Por isso, o Pai me ama, porque eu dou a minha vida para recebê-la outra vez.
18 Den ne lam anezhi diganin, me a lez anezhi ac'hanon va-unan. Ar galloud am eus d'he lezel hag ar galloud d'hec'h adkemer, an urzh-se am eus bet digant va Zad.
18 Ninguém tira a minha vida; pelo contrário, eu espontaneamente a dou. Tenho autoridade para entregá-la e também para reavê-la. Este mandato recebi de meu Pai.
19 Neuze e voe dizunvaniezh adarre etre ar Yuzevien, abalamour d'ar gerioù-se.
19 Por causa dessas palavras, houve nova divisão entre os judeus.
20 Kalz anezho a lavaras: Un diaoul en deus, diskiantet eo. Perak e selaouit anezhañ?
20 Muitos deles diziam: — Ele tem demônio e enlouqueceu. Por que vocês ouvem o que ele diz?
21 Re all a lavaras: Ar gerioù-se n'int ket eus un den dalc'het gant un diaoul. Hag un diaoul a c'hell digeriñ daoulagad ar re dall?
21 Outros diziam: — Este modo de falar não é de endemoniado. Será que um demônio pode abrir os olhos aos cegos?
22 Bez' e oa e Jeruzalem gouel an Dedi. Ar goañv a oa.
22 Celebrava-se em Jerusalém a Festa da Dedicação. Era inverno.
23 Evel ma kerzhe Jezuz en templ dindan porched Salomon,
23 Jesus passeava no templo, no Pórtico de Salomão.
24 ar Yuzevien en em zastumas en-dro dezhañ hag a lavaras dezhañ: Betek pegeit e talc'hi hon ene en douetañs? Mar d-out ar C'hrist, lavar deomp splann.
24 Então os judeus o rodearam e disseram: — Até quando você nos deixará nesse suspense? Se você é o Cristo, diga francamente.
25 Jezuz a respontas dezho: Henn lavaret em eus deoc'h ha ne gredit ket. An oberoù a ran en anv va Zad a ro testeni ac'hanon.
25 Jesus respondeu:
26 Met ne gredit ket abalamour n'oc'h ket eus va deñved, evel ma em eus lavaret deoc'h.
26 Mas vocês não creem, porque não são das minhas ovelhas.
27 Va deñved a glev va mouezh, anavezout a ran anezho hag e teuont war va lerc'h.
27 As minhas ovelhas ouvem a minha voz; eu as conheço, e elas me seguem.
28 Me a ro dezho ar vuhez peurbadus. Biken ne vint kollet ha den n'o lamo eus va dorn.
28 Eu lhes dou a vida eterna; jamais perecerão, e ninguém as arrebatará da minha mão.
29 Va Zad en deus o roet din, ha brasoc'h eo eget an holl. Den ne c'hell o lemel eus dorn va Zad.
29 Aquilo que meu Pai me deu é maior do que tudo, e da mão do Pai ninguém pode arrebatar.
30 Me hag an Tad a zo unan.
30 Eu e o Pai somos um.
31 Neuze ar Yuzevien a gemeras a-nevez mein evit e veinata.
31 Os judeus mais uma vez pegaram pedras com a intenção de apedrejá-lo.
32 Jezuz a lavaras dezho: Diskouezet em eus kalz a oberoù mat a-berzh va Zad, evit pehini anezho e veinatait ac'hanon?
32 Mas Jesus lhes disse:
33 Ar Yuzevien a respontas dezhañ: N'eo ket evit un ober mat e veinataomp ac'hanout, met evit ur gwallgomz: rak n'out nemet un den, hag en em rez Doue.
33 Os judeus responderam: — Não é por obra boa que queremos apedrejá-lo, e sim por causa da blasfêmia. Pois, sendo você apenas um homem, está se fazendo de Deus.
34 Jezuz a respontas dezho: Ha n'eo ket skrivet en ho lezenn: Lavaret em eus: C'hwi a zo doueed?
34 Jesus disse:
35 Mar he deus galvet doueed ar re ma oa bet kaset dezho ger Doue, hag ar Skritur ne c'hell ket bezañ torret,
35 Se ele chamou deuses àqueles a quem foi dirigida a palavra de Deus — e a Escritura não pode falhar —,
36 perak e lavarit e wallgomzan, me an hini en deus an Tad santelaet ha kaset er bed, abalamour ma em eus lavaret: Me eo Mab Doue?
36 então como vocês dizem que aquele que o Pai santificou e enviou ao mundo está blasfemando, só porque declarei que sou Filho de Deus?
37 Ma ne ran ket oberoù va Zad, na gredit ket ac'hanon.
37 Se não faço as obras do meu Pai, não acreditem em mim.
38 Met mar o gran, ha pa ne gredfec'h ket ac'hanon, kredit da'm oberoù, evit ma'c'h anavezot ha ma kredot ez eo an Tad ennon hag ez on ennañ.
38 Mas, se faço, e vocês não creem em mim, creiam pelo menos nas obras, para que vocês possam saber e compreender que o Pai está em mim e que eu estou no Pai.
39 Neuze e klaskjont c'hoazh kregiñ ennañ, met en em dennas eus o daouarn.
39 Então tentaram outra vez prendê-lo, mas ele se livrou das mãos deles.
40 Mont a reas a-nevez en tu all d'ar Jordan, e-lec'h ma oa Yann o vadeziñ da gentañ, hag e chomas eno.
40 Novamente Jesus se retirou para além do Jordão, para o lugar onde João batizava no início; e ali permaneceu.
41 Kalz a dud a zeuas d'e gavout hag a lavaras: Yann, evit gwir, n'en deus graet mirakl ebet, met kement en deus Yann lavaret diwar-benn hemañ a zo gwir.
41 E muitos iam até ele e diziam: — João não fez nenhum sinal, mas tudo o que ele disse a respeito deste homem era verdade.
42 Ha kalz a gredas ennañ el lec'h-se.
42 E naquele lugar muitos creram nele.
Atalhos do teclado
- Capítulo anterior←
- Próximo capítulo→
- Versículo anteriork
- Próximo versículoj
- Limpar seleçãoEsc
- Esta ajuda?
Estude este capítulo no WhatsApp
Peça à IA da Bíblia Fala para explicar João 10, comparar traduções ou montar um estudo — tudo direto pelo WhatsApp.