Hebreus 9

Gospels (BRETON) vs VC

Sair da comparação
VC Versão Católica
1 An emglev kentañ en doa ivez eta gourc'hemennoù diwar-benn al lid doueel hag ar santual douarel.
1 A primeira aliança, na verdade, teve regulamentos rituais e seu santuário terrestre.
2 Un tabernakl kentañ a zo bet savet, ma oa ennañ ar c'hantolor, an daol hag ar baraoù a ginnig; galvet e oa al lec'h santel.
2 Consistia numa tenda: a parte anterior encerrava o candelabro e a mesa com os pães da proposição; chamava-se Santo.
3 En tu all d'an eil gouel e oa an tabernakl galvet sant ar sent,
3 Atrás do segundo véu achava-se a parte chamada Santo dos Santos.
4 eno e oa an aoter aour evit an ezañs hag arc'h an emglev holl c'holoet a aour, e-lec'h ma oa ul lestr aour hag ennañ ar mann, gwialenn Aaron he doa bleuniet ha taolennoù an emglev.
4 Aí estava o altar de ouro para os perfumes, e a Arca da Aliança coberta de ouro por todos os lados; dentro dela, a urna de ouro contendo o maná, a vara de Aarão que floresceu e as tábuas da aliança;
5 Dreist an arc'h e oa cherubined ar gloar, o c'holeiñ gant o skeud al lec'h-a-drugarez, ar pezh n'eo ket ret komz diwar e benn bremañ dre ar munud.
5 em cima da arca, os querubins da glória estendendo a sombra de suas asas sobre o propiciatório. Mas não é aqui o lugar de falarmos destas coisas pormenorizadamente.
6 Hag an traoù-se o vezañ evel-se lakaet, ar veleien a ya bepred e-barzh an tabernakl kentañ en ur ober al lid,
6 Assim sendo, enquanto na primeira parte do tabernáculo entram continuamente os sacerdotes para desempenhar as funções,
7 met ar beleg-meur e-unan a ya e-barzh an eilvet ur wech ar bloaz, nann hep dougen gwad kinniget evitañ e-unan hag evit pec'hedoù ar bobl.
7 no segundo entra apenas o sumo sacerdote, somente uma vez ao ano, e ainda levando consigo o sangue para oferecer pelos seus próprios pecados e pelos do povo.
8 Ar Spered-Santel a ziskouez dre eno penaos hent sant ar sent ne oa ket c'hoazh digor e-keit ha ma chome an tabernakl kentañ.
8 Com o que significava o Espírito Santo que o caminho do Santo dos Santos ainda não estava livre, enquanto subsistisse o primeiro tabernáculo.
9 Ur skeudenn e oa evit an amzer a-vremañ: kinniget e veze profoù hag aberzhoù na c'hellent ket lakaat peurvat e-keñver ar goustiañs an hini a rae al lid,
9 Isto é também uma figura que se refere ao tempo presente, sinal de que os dons e sacrifícios que se ofereciam eram incapazes de justificar a consciência daquele que praticava o culto.
10 hag a oa hepken gourc'hemennoù kigel, gant bouedoù, evajoù ha meur a walc'hidigezh, lakaet betek an amzer ma vije renevezet pep tra.
10 Culto que consistia unicamente em comidas, bebidas e abluções diversas, ritos materiais que só podiam ter valor enquanto não fossem instituídos outros mais perfeitos.
11 Met Krist a zo deuet evel beleg-meur eus ar madoù da zont, o vezañ tremenet dre un tabernakl brasoc'h ha parfetoc'h n'eo ket bet graet gant dorn an den, da lavarout eo n'eo ket eus ar grouidigezh-mañ,
11 Porém, já veio Cristo, Sumo Sacerdote dos bens vindouros. E através de um tabernáculo mais excelente e mais perfeito, não construído por mãos humanas {isto é, não deste mundo},
12 aet eo ur wech hepken e sant ar sent, nann gant gwad ar bouc'hed hag hini al leueoù met gant e hini e-unan, o vezañ gounezet un dasprenadur peurbadus.
12 sem levar consigo o sangue de carneiros ou novilhos, mas com seu próprio sangue, entrou de uma vez por todas no santuário, adquirindo-nos uma redenção eterna.
13 Rak mar deu gwad an tirvi hag ar bouc'hed ha ludu un annoar, skuilhet war ar re saotret, a santela anezho e-keñver glanded ar c'hig,
13 Pois se o sangue de carneiros e de touros e a cinza de uma vaca, com que se aspergem os impuros, santificam e purificam pelo menos os corpos,
14 pegement muioc'h gwad Krist, hag a zo dre ar Spered peurbadus en em ginniget e-unan dinamm da Zoue, a c'hlanaio ho koustiañs eus an oberoù marv, evit ma servijot an Doue bev.
14 quanto mais o sangue de Cristo, que pelo Espírito eterno se ofereceu como vítima sem mácula a Deus, purificará a nossa consciência das obras mortas para o serviço do Deus vivo?
15 Ha dre-se eo an hanterour eus un emglev nevez, evit, ur wech paeet dre ar marv an torridigezhioù graet dindan an emglev kentañ, ma resevo ar re c'halvet ar bromesa eus un hêrezh peurbadus.
15 Por isso ele é mediador do novo testamento. Pela sua morte expiou os pecados cometidos no decorrer do primeiro testamento, para que os eleitos recebam a herança eterna que lhes foi prometida.
16 Rak e-lec'h ma ez eus un testamant, eo ret e vefe prouet marv an testamanter.
16 Porque, onde há testamento, é necessário que intervenha a morte do testador.
17 Rak goude ar marv eo e teu an testamant da vezañ talvoudek, peogwir n'en deus nerzh ebet e-pad ma'z eo bev an testamanter.
17 Um testamento só entra em vigor depois da morte do testador. Permanece sem efeito enquanto ele vive.
18 Setu perak an emglev kentañ ivez ne voe ket lakaet hep skuilhañ gwad.
18 Por essa razão, nem mesmo o primeiro testamento foi inaugurado sem uma efusão de sangue.
19 Goude m'en doe Moizez disklêriet d'an holl bobl ar gourc'hemennoù eus al lezenn en o fezh, e kemeras gwad al leueoù hag ar bouc'hed, gant dour, gloan ruz ha sikadez, hag e sparfas war al levr e-unan ha war an holl bobl,
19 Moisés, ao concluir a proclamação de todos os mandamentos da lei, em presença de todo o povo reunido, tomou o sangue dos touros e dos cabritos imolados, bem como água, lã escarlate e hissopo, aspergiu com sangue não só o próprio livro, como também todo o povo,
20 en ur lavarout: Hemañ eo gwad an emglev en deus Doue urzhiet evidoc'h.
20 dizendo: Este é o sangue da aliança que Deus contraiu convosco {Ex 24,8}.
21 Ober a reas ivez sparfadur gwad war an tabernakl ha war holl listri al lid.
21 E da mesma maneira aspergiu o tabernáculo e todos os objetos do culto.
22 An darn vuiañ eus an traoù a zo glanaet gant ar gwad hervez al lezenn, hag hep skuilhañ gwad n'eus ket a bardon.
22 Aliás, conforme a lei, o sangue é utilizado, para quase todas as purificações, e sem efusão de sangue não há perdão.
23 Ret e oa eta da skeudenn an traoù a zo en neñvoù bezañ glanaet en doare-se, met ret e oa d'an traoù neñvel o-unan bezañ glanaet gant aberzhoù kalz gwelloc'h c'hoazh.
23 Se os meros símbolos das realidades celestes exigiam uma tal purificação, necessário se tornava que as realidades mesmo fossem purificadas por sacrifícios ainda superiores.
24 Rak Krist n'eo ket aet e-barzh ur santual graet gant dorn an den evel skeudenn an hini gwirion, met aet eo e-barzh an neñv e-unan, evit en em ziskouez bremañ evidomp dirak Doue,
24 Eis por que Cristo entrou, não em santuário feito por mãos de homens, que fosse apenas figura do santuário verdadeiro, mas no próprio céu, para agora se apresentar intercessor nosso ante a face de Deus.
25 nann evit en em ginnig e-unan meur a wech, evel ma'z a bep bloaz ar beleg-meur e sant ar sent gant ur gwad all n'eo ket e hini,
25 E não entrou para se oferecer muitas vezes a si mesmo, como o pontífice que entrava todos os anos no santuário para oferecer sangue alheio.
26 rak neuze en dije ranket gouzañv meur a wech abaoe krouidigezh ar bed, met bremañ, e diwezh ar c'hantvedoù, eo en em ziskouezet ur wech hepken evit dilemel ar pec'hed oc'h en em aberzhiñ e-unan.
26 Do contrário, lhe seria necessário padecer muitas vezes desde o princípio do mundo; quando é certo que apareceu uma só vez ao final dos tempos para destruição do pecado pelo sacrifício de si mesmo.
27 Hag evel ma'z eo ret d'an dud mervel ur wech, ha goude-se e teu ar varnedigezh,
27 Como está determinado que os homens morram uma só vez, e logo em seguida vem o juízo,
28 en hevelep doare ivez Krist, o vezañ bet kinniget ur wech evit dougen pec'hedoù kalz a dud, en em ziskouezo un eil gwech hep pec'hed d'ar re en gortoz evit ar silvidigezh.
28 assim Cristo se ofereceu uma só vez para tomar sobre si os pecados da multidão, e aparecerá uma segunda vez, não porém em razão do pecado, mas para trazer a salvação àqueles que o esperam.

Ler em outra tradução

Comparar com outra

Estude este capítulo no WhatsApp

Peça à IA da Bíblia Fala para explicar Hebreus 9, comparar traduções ou montar um estudo — tudo direto pelo WhatsApp.