Hebreus 1

Gospels (BRETON) vs NVI

Sair da comparação
NVI Nova Versão Internacional
1 Doue, goude bezañ gwechall komzet d'hon tadoù meur a wech hag e meur a zoare dre ar brofeded,
1 Há muito tempo Deus falou muitas vezes e de várias maneiras aos nossos antepassados por meio dos profetas,
2 en deus komzet ouzhimp en amzer diwezhañ-mañ dre e Vab, a zo bet lakaet gantañ da heritour war an holl draoù, drezañ ivez en deus krouet ar bed.
2 mas nestes últimos dias falou-nos por meio do Filho, a quem constituiu herdeiro de todas as coisas e por meio de quem fez o universo.
3 Hemañ a zo splannder skedus e c'hloar hag heñvelder e bersonelezh, derc'hel a ra an holl draoù dre e c'her galloudek. Eñ en deus graet e-unan ar c'hlanidigezh eus hor pec'hedoù hag a zo en em azezet a-zehou d'ar Veurdez doueel el lec'hioù uhel meurbet.
3 O Filho é o resplendor da glória de Deus e a expressão exata do seu ser, sustentando todas as coisas por sua palavra poderosa. Depois de ter realizado a purificação dos pecados, ele se assentou à direita da Majestade nas alturas,
4 Graet eo bet seul-vui uheloc'h eget an aeled ma en deus bet da hêrezh un anv gwelloc'h eget o hini,
4 tornando-se tão superior aos anjos quanto o nome que herdou é superior ao deles.
5 rak da behini eus an aeled en deus Doue biskoazh lavaret: Te eo va Mab, da c'hanet em eus hiziv? Pe c'hoazh: Me a vo un Tad dezhañ, hag eñ a vo ur Mab din?
5 Pois a qual dos anjos Deus alguma vez disse: "Tu és meu Filho; eu hoje te gerei"? E outra vez: "Eu serei seu Pai, e ele será meu Filho"?
6 Hag adarre, pa zegas er bed ar c'hentañ-ganet, e lavar: Ra azeulo holl aeled Doue anezhañ.
6 E ainda, quando Deus introduz o Primogênito no mundo, diz: "Todos os anjos de Deus o adorem".
7 Diwar-benn an aeled, e lavar: Ober a ra eus e aeled speredoù hag eus e servijerien flammoù tan.
7 Quanto aos anjos, ele diz: "Ele faz dos seus anjos ventos, e dos seus servos, clarões reluzentes".
8 Met diwar-benn ar Mab, e lavar: O Doue! Da dron a chomo e kantvedoù ar c'hantvedoù, gwalenn da ren a zo ur walenn a reizhder,
8 Mas a respeito do Filho, diz: "O teu trono, ó Deus, subsiste para todo o sempre; cetro de eqüidade é o cetro do teu Reino.
9 karet ec'h eus ar reizhder ha kasaet an direizhder, dre-se, o Doue, da Zoue en deus da olevet gant un eoul a levenez dreist da genseurted.
9 Amas a justiça e odeias a iniqüidade; por isso, Deus, o teu Deus, escolheu-te dentre os teus companheiros, ungindo-te com óleo de alegria".
10 Hag ivez: Te Aotrou, ac'h eus diazezet an douar abaoe ar penn-kentañ, an neñvoù a zo labour da zaouarn,
10 E também diz: "No princípio, Senhor, firmaste os fundamentos da terra, e os céus são obras das tuas mãos.
11 da netra e teuint met e chomi, koshaat a raint holl evel ur gwiskamant,
11 Eles perecerão, mas tu permanecerás; envelhecerão como vestimentas.
12 te a rollo anezho evel ur vantell hag e vint cheñchet, met te eo an hevelep hini ha da vloavezhioù n'echuint ket.
12 Tu os enrolarás como um manto, como roupas eles serão trocados. Mas tu permaneces o mesmo, e os teus dias jamais terão fim".
13 Ha da behini eus an aeled en deus biskoazh lavaret: Azez a-zehou din, betek ma em bo graet eus da enebourien ur skabell dindan da dreid?
13 A qual dos anjos Deus alguma vez disse: "Senta-te à minha direita, até que eu faça dos teus inimigos um estrado para os teus pés"?
14 Ha n'int ket holl speredoù o vinistrañ, kaset da seveniñ ur servij e-keñver a re a dle kaout ar silvidigezh da hêrezh?
14 Os anjos não são, todos eles, espíritos ministradores enviados para servir aqueles que hão de herdar a salvação?

Ler em outra tradução

Comparar com outra

Estude este capítulo no WhatsApp

Peça à IA da Bíblia Fala para explicar Hebreus 1, comparar traduções ou montar um estudo — tudo direto pelo WhatsApp.