Hebreus 12
Gospels (BRETON) vs ARIB
1 Evel-se eta ni ivez, o kaout en-dro deomp ur goabrenn ken bras a destoù, taolomp kuit diouzhimp pep bec'h hag ar pec'hed a bak ac'hanomp ken aezet, ha redomp gant dalc'h el lañs a zo digoret deomp,
1 Portanto, nós também, pois estamos rodeados de tão grande nuvem de testemunhas, deixemos todo embaraço, e o pecado que tão de perto nos rodeia, e corramos com perseverança a carreira que nos está proposta,
2 o sellout ouzh Jezuz, ar rener hag ar peuroberer eus hor feiz, eñ hag en deus gouzañvet ar groaz ha disprizet ar vezhusted abalamour d'al levenez a oa kinniget dezhañ, hag a zo azezet a-zehou da dron Doue.
2 fitando os olhos em Jesus, autor e consumador da nossa fé, o qual, pelo gozo que lhe está proposto, suportou a cruz, desprezando a ignomínia, e está assentado à direita do trono de Deus.
3 Eveshait eta ouzh an hini en deus gouzañvet a-berzh ar bec'herien un enebiezh ken bras outañ, evit na gouezhot ket en ur lezel hoc'h eneoù da zinerzhañ.
3 Considerai, pois aquele que suportou tal contradição dos pecadores contra si mesmo, para que não vos canseis, desfalecendo em vossas almas.
4 N'hoc'h eus ket c'hoazh stourmet betek ar gwad oc'h enebiñ ouzh ar pec'hed,
4 Ainda não resististes até o sangue, combatendo contra o pecado;
5 hag ankounac'haet hoc'h eus an ali roet deoc'h evel da vibien: Va mab, na zispriz ket kastiz an Aotrou ha na goll ket kalon pa rebech ac'hanout,
5 e já vos esquecestes da exortação que vos admoesta como a filhos: Filho meu, não desprezes a correção do Senhor, nem te desanimes quando por ele és repreendido;
6 rak an Aotrou a gastiz an hini a gar hag a sko gant e walenn pep mab a vez anavezet gantañ.
6 pois o Senhor corrige ao que ama, e açoita a todo o que recebe por filho.
7 Mar gouzañvit ar c'hastiz, Doue en em ziskouez deoc'h evel da vibien, rak piv eo ar mab ha ne vez ket kastizet gant e dad?
7 É para disciplina que sofreis; Deus vos trata como a filhos; pois qual é o filho a quem o pai não corrija?
8 Met mar d-oc'h hep bezañ kastizet eus ar c'hastiz o deus an holl lod ennañ, oc'h eta bugale vastard ha nann mibien.
8 Mas, se estais sem disciplina, da qual todos se têm tornado participantes, sois então bastardos, e não filhos.
9 A-hend-all hon tadoù hervez ar c'hig o deus hor c'hastizet hag hon eus o enoret, ha ne sentimp ket muioc'h ouzh Tad ar speredoù evit kaout ar vuhez?
9 Além disto, tivemos nossos pais segundo a carne, para nos corrigirem, e os olhávamos com respeito; não nos sujeitaremos muito mais ao Pai dos espíritos, e viveremos?
10 Rak hon tadoù hor c'hastize evit nebeud devezhioù, evel ma kavent mat, met Doue hor c'hastiz evit hor mad, evit ma hor bo lod er santelezh.
10 Pois aqueles por pouco tempo nos corrigiam como bem lhes parecia, mas este, para nosso proveito, para sermos participantes da sua santidade.
11 Gwir eo penaos pep kastiz n'en em ziskouez ket raktal evel un abeg a levenez met evel un abeg a dristidigezh, met goude e tegas ur frouezh peoc'hius a reizhder d'ar re a zo bet evel-se kelennet.
11 Na verdade, nenhuma correção parece no momento ser motivo de gozo, porém de tristeza; mas depois produz um fruto pacífico de justiça nos que por ele têm sido exercitados.
12 Kreñvait eta ho taouarn dinerzhet hag ho taoulin semplaet,
12 Portanto levantai as mãos cansadas, e os joelhos vacilantes,
13 ha grit un hent eeun d'ho treid, evit ma n'en em ziheñcho ket ar pezh a zo kamm met ma vo kentoc'h yac'haet.
13 e fazei veredas direitas para os vossos pés, para que o que é manco não se desvie, antes seja curado.
14 Klaskit ar peoc'h gant an holl hag ar santelezh na welo den hepti an Aotrou,
14 Segui a paz com todos, e a santificação, sem a qual ninguém verá o Senhor,
15 o lakaat evezh na ziouerfe den eus gras Doue. Ra ne vounto gwrizienn c'hwerv ebet en diavaez d'ho trubuilhañ, gant aon na vefe kalz lousaet gant kement-se,
15 tendo cuidado de que ninguém se prive da graça de Deus, e de que nenhuma raiz de amargura, brotando, vos perturbe, e por ela muitos se contaminem;
16 ha ra ne vo gastaouer ebet na zisakr ebet evel Ezaü, a werzhas e zroed a vab henañ evit ur meuz.
16 e ninguém seja devasso, ou profano como Esaú, que por uma simples refeição vendeu o seu direito de primogenitura.
17 Anavezout a rit penaos goude-se, pa fellas dezhañ kaout ar vennozh da hêrezh, e voe taolet kuit rak ne gavas ket ur cheñchamant a volontez, petra bennak ma en goulennas gant daeroù.
17 Porque bem sabeis que, querendo ele ainda depois herdar a bênção, foi rejeitado; porque não achou lugar de arrependimento, ainda que o buscou diligentemente com lágrimas.
18 N'hoc'h eus ket tostaet ouzh ur menez a c'helled stekiñ hag a oa devet dre an tan, nag ouzh ar goabrenn, nag ouzh an deñvalijenn, nag ouzh ar gorventenn,
18 Pois não tendes chegado ao monte palpável, aceso em fogo, e à escuridão, e às trevas, e à tempestade,
19 nag ouzh son an drompilh, nag ouzh trouz ar gerioù a oa en un doare ken ma pedas ar re en kleve na vije mui komzet outo,
19 e ao sonido da trombeta, e à voz das palavras, a qual os que a ouviram rogaram que não se lhes falasse mais;
20 rak ne c'hellent ket gouzañv ar gourc'hemenn-mañ: Mar stok ul loen zoken ouzh ar menez, e vo meinataet pe doullet gant un dared.
20 porque não podiam suportar o que se lhes mandava: Se até um animal tocar o monte, será apedrejado.
21 Hag ar pezh a weled a oa ken spontus ma lavaras Moizez: Spouronet on hag e krenan.
21 E tão terrível era a visão, que Moisés disse: Estou todo aterrorizado e trêmulo.
22 C'hwi avat hoc'h eus tostaet ouzh Menez Sion, ouzh kêr an Doue bev, ouzh ar Jeruzalem neñvel, ouzh dekviliadoù a aeled,
22 Mas tendes chegado ao Monte Sião, e à cidade do Deus vivo, à Jerusalém celestial, a miríades de anjos;
23 ouzh bodadeg hag ouzh iliz ar re gentañ-ganet a zo skrivet o anvioù en neñvoù, ouzh ar barner a zo Doue an holl, ouzh speredoù ar re reizh deuet d'ar barfeted,
23 à universal assembléia e igreja dos primogênitos inscritos nos céus, e a Deus, o juiz de todos, e aos espíritos dos justos aperfeiçoados;
24 ouzh Jezuz, hanterour un emglev nevez, hag ouzh gwad ar sparfadur a lavar traoù gwelloc'h eget hini Abel.
24 e a Jesus, o mediador de um novo pacto, e ao sangue da aspersão, que fala melhor do que o de Abel.
25 Lakait evezh na zisprizfec'h an hini a gomz ouzhoc'h, rak ma ne dec'has ket ar re a zisprizas an hini a alie anezho war an douar, pegen diaesoc'h c'hoazh e vo deomp tec'hout mar troomp kein d'an hini a gomz deomp eus an neñvoù,
25 Vede que não rejeiteis ao que fala; porque, se não escaparam aqueles quando rejeitaram o que sobre a terra os advertia, muito menos escaparemos nós, se nos desviarmos daquele que nos adverte lá dos céus;
26 a vrañsellas e vouezh neuze an douar, hag en deus graet bremañ ur bromesa o lavarout: Ur wech c'hoazh, e vrañsellin nann hepken an douar, met ivez an neñv.
26 a voz do qual abalou então a terra; mas agora tem ele prometido, dizendo: Ainda uma vez hei de abalar não só a terra, mas também o céu.
27 Ar gerioù-mañ: Ur wech c'hoazh, a verk diskar an traoù brañsellet, evel o vezañ bet graet, evit ma pado an traoù divrañsellus.
27 Ora, esta palavra-Ainda uma vez-significa a remoção das coisas abaláveis, como coisas criadas, para que permaneçam as coisas inabaláveis.
28 Dre-se, o resev ur rouantelezh divrañsellus, miromp ar c'hras evit ma servijimp Doue drezi en un doare a blijo dezhañ, gant keheladur ha gant doujañs,
28 Pelo que, recebendo nós um reino que não pode ser abalado, retenhamos a graça, pela qual sirvamos a Deus agradavelmente, com reverência e temor;
29 rak hon Doue a zo ivez un tan loskus.
29 pois o nosso Deus é um fogo consumidor.
Atalhos do teclado
- Capítulo anterior←
- Próximo capítulo→
- Versículo anteriork
- Próximo versículoj
- Limpar seleçãoEsc
- Esta ajuda?
Estude este capítulo no WhatsApp
Peça à IA da Bíblia Fala para explicar Hebreus 12, comparar traduções ou montar um estudo — tudo direto pelo WhatsApp.