Gálatas 6
Gospels (BRETON) vs ACF
1 Breudeur, mar degouezh d'un den bezañ kavet en ur faot bennak, c'hwi hag a zo speredel, eeunit anezhañ gant ur spered a zouster. Laka evezh da-unan gant aon na vefes ivez temptet.
1 Irmãos, se algum homem chegar a ser surpreendido nalguma ofensa, vós, que sois espirituais, encaminhai o tal com espírito de mansidão; olhando por ti mesmo, para que não sejas também tentado.
2 Dougit bec'hioù an eil egile hag e peurc'hrot evel-se lezenn Krist.
2 Levai as cargas uns dos outros, e assim cumprireis a lei de Cristo.
3 Mar soñj d'un den bezañ un dra bennak, pa n'eo netra, en em drompl e-unan.
3 Porque, se alguém cuida ser alguma coisa, não sendo nada, engana-se a si mesmo.
4 Ra eveshaio pep hini ouzh e oberoù e-unan, neuze en devo un abeg da gavout gloar ennañ e-unan ha nann en ar re all,
4 Mas prove cada um a sua própria obra, e terá glória só em si mesmo, e não noutro.
5 rak pep hini a zougo e vec'h e-unan.
5 Porque cada qual levará a sua própria carga.
6 An hini a zo kelennet e ger Doue ra roio eta lod eus e vadoù d'an hini a gelenn anezhañ.
6 E o que é instruído na palavra reparta de todos os seus bens com aquele que o instrui.
7 N'en em dromplit ket, ne reer ket goap eus Doue. Ar pezh en devo un den hadet, a vedo ivez.
7 Não erreis: Deus não se deixa escarnecer; porque tudo o que o homem semear, isso também ceifará.
8 An hini a had evit ar c'hig a vedo eus ar c'hig ar vreinadurezh. Met an hini a had evit ar Spered a vedo eus ar Spered ar vuhez peurbadus.
8 Porque o que semeia na sua carne, da carne ceifará a corrupção; mas o que semeia no Espírito, do Espírito ceifará a vida eterna.
9 N'en em skuizhomp ket oc'h ober ar mad, rak e vedimp en amzer dereat, ma n'en em zistardomp ket.
9 E não nos cansemos de fazer bem, porque a seu tempo ceifaremos, se não houvermos desfalecido.
10 Dre-se, e-pad ma hon eus al lec'h, greomp ar mad e-keñver an holl ha dreist-holl e-keñver ar re a zo eus tiegezh ar feiz.
10 Então, enquanto temos tempo, façamos bem a todos, mas principalmente aos domésticos da fé.
11 Gwelit pebezh lizherennoù bras am eus skrivet deoc'h gant va dorn va-unan.
11 Vede com que grandes letras vos escrevi por minha mão.
12 Ar re holl a fell dezho plijout hervez ar c'hig a vount ac'hanoc'h start da vezañ amdroc'het, ha kement-se hepken evit na vint ket heskinet abalamour da groaz Krist.
12 Todos os que querem mostrar boa aparência na carne, esses vos obrigam a circuncidar-vos, somente para não serem perseguidos por causa da cruz de Cristo.
13 Rak an amdroc'hidi o-unan ne viront ket al lezenn, met fellout a ra dezho e viot amdroc'het evit kavout gloar en ho kig.
13 Porque nem ainda esses mesmos que se circuncidam guardam a lei, mas querem que vos circuncideis, para se gloriarem na vossa carne.
14 Met pell diouzhin ar soñj da gavout gloar e netra all nemet e kroaz hon Aotrou Jezuz-Krist. Drezañ ar bed a zo bet kroazstaget evidon, evel ma'z on bet va-unan evit ar bed.
14 Mas longe esteja de mim gloriar-me, a não ser na cruz de nosso Senhor Jesus Cristo, pela qual o mundo está crucificado para mim e eu para o mundo.
15 Rak e Jezuz-Krist an amdroc'h hag an diamdroc'h n'int netra, met ret eo bezañ ur grouadenn nevez.
15 Porque em Cristo Jesus nem a circuncisão, nem a incircuncisão tem virtude alguma, mas sim o ser uma nova criatura.
16 Evit ar re holl a heulio ar reolenn-se, ra vo ar peoc'h hag an drugarez warno ha war Israel Doue!
16 E a todos quantos andarem conforme esta regra, paz e misericórdia sobre eles e sobre o Israel de Deus.
17 A-hend-all na zeuio den d'ober poan din, rak dougen a ran em c'horf merkoù an Aotrou Jezuz.
17 Desde agora ninguém me inquiete; porque trago no meu corpo as marcas do Senhor Jesus.
18 Breudeur, ra vo gras hon Aotrou Jezuz-Krist gant ho spered! Amen.
18 A graça de nosso Senhor Jesus Cristo seja, irmãos, com o vosso espírito! Amém.
Atalhos do teclado
- Capítulo anterior←
- Próximo capítulo→
- Versículo anteriork
- Próximo versículoj
- Limpar seleçãoEsc
- Esta ajuda?
Estude este capítulo no WhatsApp
Peça à IA da Bíblia Fala para explicar Gálatas 6, comparar traduções ou montar um estudo — tudo direto pelo WhatsApp.