Atos 7

Gospels (BRETON) vs ARA

Sair da comparação
ARA Almeida Revista e Atualizada 1993
1 Ar beleg-meur a lavaras: Hag evel-se eo emañ an traoù?
1 Então, lhe perguntou o sumo sacerdote: Porventura, é isto assim?
2 Eñ a lavaras: Tud breudeur ha tadoù, selaouit. An Doue a c'hloar en em ziskouezas da Abraham hon tad pa oa e Mezopotamia, a-raok ma chomas e Charan,
2 Estêvão respondeu: Varões irmãos e pais, ouvi. O Deus da glória apareceu a Abraão, nosso pai, quando estava na Mesopotâmia, antes de habitar em Harã,
3 hag e lavaras dezhañ: Kae er-maez eus da vro hag eus da gerentiezh, ha deus d'ar vro a ziskouezin dit.
3 e lhe disse: Sai da tua terra e da tua parentela e vem para a terra que eu te mostrarei.
4 Neuze ez eas er-maez eus bro ar C'haldeiz hag e teuas da chom e Charan. Ac'hane, goude ma voe marv e dad, eñ a zegasas anezhañ d'ar vro-mañ e-lec'h ma chomit bremañ.
4 Então, saiu da terra dos caldeus e foi habitar em Harã. E dali, com a morte de seu pai, Deus o trouxe para esta terra em que vós agora habitais.
5 Ne roas dezhañ hêrezh ebet enni, na zoken peadra da lakaat e droad warnañ, met prometiñ a reas he reiñ dezhañ ha d'e lignez war e lerc'h, petra bennak n'en doa bugel ebet.
5 Nela, não lhe deu herança, nem sequer o espaço de um pé; mas prometeu dar-lhe a posse dela e, depois dele, à sua descendência, não tendo ele filho.
6 Doue a lavaras dezhañ penaos e lignez a chomje en un douar estren e-pad pevar c'hant vloaz, a vije lakaet da sklaved hag a vije gwallgaset.
6 E falou Deus que a sua descendência seria peregrina em terra estrangeira, onde seriam escravizados e maltratados por quatrocentos anos;
7 Met me a varno ar vroad ma vint bet sklavourien dindani, a lavaras Doue, ha goude-se ez aint er-maez hag e servijint ac'hanon el lec'h-mañ.
7 eu, disse Deus, julgarei a nação da qual forem escravos; e, depois disto, sairão daí e me servirão neste lugar.
8 Emglev an amdroc'h a roas dezhañ. Evel-se e voe tad da Izaak hag ec'h amdroc'has anezhañ d'an eizhvet deiz, hag Izaak a voe tad da Jakob, ha Jakob tad d'an daouzek uheldad.
8 Então, lhe deu a aliança da circuncisão; assim, nasceu Isaque, e Abraão o circuncidou ao oitavo dia; de Isaque procedeu Jacó, e deste, os doze patriarcas.
9 An uheldadoù, dre warizi, a werzhas Jozef evit an Ejipt, met Doue a voe gantañ.
9 Os patriarcas, invejosos de José, venderam-no para o Egito; mas Deus estava com ele
10 Dieubiñ a reas anezhañ eus e holl c'hlac'haroù hag e roas dezhañ furnez ha gras dirak Faraon roue Ejipt. Hemañ a lakaas anezhañ da c'houarnour war Ejipt ha war e holl di.
10 e livrou-o de todas as suas aflições, concedendo-lhe também graça e sabedoria perante Faraó, rei do Egito, que o constituiu governador daquela nação e de toda a casa real.
11 Met ec'h erruas un naonegezh vras en Ejipt holl hag e Kanaan, hag un dienez vras. Ne gave ket hon tadoù a voued.
11 Sobreveio, porém, fome em todo o Egito; e, em Canaã, houve grande tribulação, e nossos pais não achavam mantimentos.
12 Jakob a glevas e oa ed en Ejipt hag a gasas di hon tadoù ur wech kentañ.
12 Mas, tendo ouvido Jacó que no Egito havia trigo, enviou, pela primeira vez, os nossos pais.
13 Hag an eil gwech e voe Jozef anavezet gant e vreudeur, ha Faraon a ouias tiegezh Jozef.
13 Na segunda vez, José se fez reconhecer por seus irmãos, e se tornou conhecida de Faraó a família de José.
14 Jozef a gasas da gerc'hat Jakob e dad hag e holl gerentiezh, a oa anezho pemzek ha tri ugent.
14 Então, José mandou chamar a Jacó, seu pai, e toda a sua parentela, isto é, setenta e cinco pessoas.
15 Jakob a ziskennas en Ejipt hag a varvas eno, eñ hag hon tadoù.
15 Jacó desceu ao Egito, e ali morreu ele e também nossos pais;
16 Dezouget e voent da Sichem ha lakaet er bez en doa Abraham prenet gant arc'hant digant mibien Hemor eus Sichem.
16 e foram transportados para Siquém e postos no sepulcro que Abraão ali comprara a dinheiro aos filhos de Hamor.
17 Met evel ma tostae amzer ar bromesa en doa graet Doue gant le da Abraham, ar bobl a vrasaas hag a greskas en Ejipt,
17 Como, porém, se aproximasse o tempo da promessa que Deus jurou a Abraão, o povo cresceu e se multiplicou no Egito,
18 betek ma teuas ur roue all n'en doa ket anavezet Jozef.
18 até que se levantou ali outro rei, que não conhecia a José.
19 Hemañ, oc'h implijout troidellerezh a-enep hor gouenn, a waskas kalet hon tadoù betek lakaat anezho da zilezel o bugale evit na vijent ket dalc'het e buhez.
19 Este outro rei tratou com astúcia a nossa raça e torturou os nossos pais, a ponto de forçá-los a enjeitar seus filhos, para que não sobrevivessem.
20 En amzer-se e voe ganet Moizez, a oa brav dirak Doue. Maget e voe e-pad tri miz e ti e dad
20 Por esse tempo, nasceu Moisés, que era formoso aos olhos de Deus. Por três meses, foi ele mantido na casa de seu pai;
21 hag, o vezañ bet dilezet, merc'h Faraon a gemeras anezhañ hag a vagas anezhañ evel he mab hec'h-unan.
21 quando foi exposto, a filha de Faraó o recolheu e criou como seu próprio filho.
22 Moizez a voe kelennet en holl furnez an Ejiptiz. Galloudek e oa en e c'herioù hag en e oberoù.
22 E Moisés foi educado em toda a ciência dos egípcios e era poderoso em palavras e obras.
23 Pa voe oadet a zaou-ugent vloaz, e teuas c'hoant en e galon da vont da welout e vreudeur, mibien Israel.
23 Quando completou quarenta anos, veio-lhe a ideia de visitar seus irmãos, os filhos de Israel.
24 O welout e wallgased unan anezho, e kemeras e zifenn hag e veñjas an hini a oa graet droug dezhañ en ur skeiñ gant an Ejipsian.
24 Vendo um homem tratado injustamente, tomou-lhe a defesa e vingou o oprimido, matando o egípcio.
25 Krediñ a rae e teuje e vreudeur da gompren e tegase Doue dezho an dieubidigezh dre e zorn, met ne gomprenjont ket.
25 Ora, Moisés cuidava que seus irmãos entenderiam que Deus os queria salvar por intermédio dele; eles, porém, não compreenderam.
26 An deiz war-lerc'h, en em ziskouezas dezho e-pad ma en em gannent hag ec'h alias anezho da vezañ e peoc'h o lavarout: Tud, breudeur oc'h, perak en em wallgasit an eil egile?
26 No dia seguinte, aproximou-se de uns que brigavam e procurou reconduzi-los à paz, dizendo: Homens, vós sois irmãos; por que vos ofendeis uns aos outros?
27 Met an hini a wallgase e nesañ a vountas anezhañ o lavarout: Piv en deus da lakaet da vestr ha da varner warnomp?
27 Mas o que agredia o próximo o repeliu, dizendo: Quem te constituiu autoridade e juiz sobre nós?
28 Ha fellout a ra dit va lazhañ, evel ma ec'h eus lazhet dec'h an Ejipsian?
28 Acaso, queres matar-me, como fizeste ontem ao egípcio?
29 Pa glevas Moizez ar gomz-se, e tec'has kuit hag e chomas evel diavaeziad e bro Vadian, e-lec'h ma voe tad da zaou vab.
29 A estas palavras Moisés fugiu e tornou-se peregrino na terra de Midiã, onde lhe nasceram dois filhos.
30 Daou-ugent vloaz goude, ael an Aotrou en em ziskouezas dezhañ e lec'h distro Menez Sinai, e flamm ur vodenn entanet.
30 Decorridos quarenta anos, apareceu-lhe, no deserto do monte Sinai, um anjo, por entre as chamas de uma sarça que ardia.
31 Pa welas Moizez anezhañ, e voe souezhet eus an emziskouezidigezh hag, evel ma tostae evit sellout outi, mouezh an Aotrou a zeuas dezhañ:
31 Moisés, porém, diante daquela visão, ficou maravilhado e, aproximando-se para observar, ouviu-se a voz do Senhor:
32 Me eo Doue da dadoù, Doue Abraham, Doue Izaak ha Doue Jakob. Moizez, o krenañ holl, ne grede ket sellout.
32 Eu sou o Deus dos teus pais, o Deus de Abraão, de Isaque e de Jacó. Moisés, tremendo de medo, não ousava contemplá-la.
33 An Aotrou a lavaras dezhañ: Lam da sandalennoù diouzh da dreid, rak al lec'h m'emaout warnañ a zo un douar santel.
33 Disse-lhe o Senhor: Tira a sandália dos pés, porque o lugar em que estás é terra santa.
34 Gwelet pizh em eus glac'har va fobl a zo en Ejipt, klevet em eus o c'hlemmoù hag on diskennet d'o dieubiñ. Deus bremañ, hag e kasin ac'hanout en Ejipt.
34 Vi, com efeito, o sofrimento do meu povo no Egito, ouvi o seu gemido e desci para libertá-lo. Vem agora, e eu te enviarei ao Egito.
35 Ar Moizez-se, o doa taolet kuit o lavarout: Piv en deus da lakaet da vestr ha da varner warnomp? hennezh eo an hini a voe kaset gant Doue da vestr ha da zieuber dre zorn an ael a oa en em ziskouezet dezhañ er vodenn.
35 A este Moisés, a quem negaram reconhecer, dizendo: Quem te constituiu autoridade e juiz? A este enviou Deus como chefe e libertador, com a assistência do anjo que lhe apareceu na sarça.
36 Hennezh eo an hini o zennas er-maez, oc'h ober burzhudoù ha mirakloù e bro-Ejipt, er Mor Ruz hag el lec'h distro, e-pad daou-ugent vloaz.
36 Este os tirou, fazendo prodígios e sinais na terra do Egito, assim como no mar Vermelho e no deserto, durante quarenta anos.
37 Ar Moizez-se eo a lavaras da vibien Israel: An Aotrou ho Toue a savo deoc'h ur profed eveldon a-douez ho preudeur. Selaou a reot anezhañ.
37 Foi Moisés quem disse aos filhos de Israel: Deus vos suscitará dentre vossos irmãos um profeta semelhante a mim.
38 Eñ eo an hini a oa er vodadenn el lec'h distro, gant an ael a gomze outañ war Venez Sinai, ha gant hon tadoù, hag a resevas gerioù a vuhez evit o reiñ deomp.
38 É este Moisés quem esteve na congregação no deserto, com o anjo que lhe falava no monte Sinai e com os nossos pais; o qual recebeu palavras vivas para no-las transmitir.
39 Hon tadoù ne fellas ket dezho sentiñ outañ, met e daoljont kuit hag e tistrojont o galon en Ejipt,
39 A quem nossos pais não quiseram obedecer; antes, o repeliram e, no seu coração, voltaram para o Egito,
40 o lavarout da Aaron: Gra deomp doueoù a gerzho a-raok deomp, rak evit ar Moizez-se en deus hon tennet eus Ejipt, n'ouzomp ket petra a zo c'hoarvezet gantañ.
40 dizendo a Arão: Faze-nos deuses que vão adiante de nós; porque, quanto a este Moisés, que nos tirou da terra do Egito, não sabemos o que lhe aconteceu.
41 Ober a rejont ul leue en deizioù-se, kinnig a rejont un aberzh d'an idol hag en em laouenajont eus labour o daouarn.
41 Naqueles dias, fizeram um bezerro e ofereceram sacrifício ao ídolo, alegrando-se com as obras das suas mãos.
42 Met Doue a zistroas diouto hag o lakaas da servijañ armead an neñv, evel ma'z eo skrivet e levr ar brofeded: Ti Israel, ha din-me eo hoc'h eus kinniget profoù-loened hag aberzhoù e-pad daou-ugent vloaz el lec'h distro?
42 Mas Deus se afastou e os entregou ao culto da milícia celestial, como está escrito no Livro dos Profetas: Ó casa de Israel, porventura, me oferecestes vítimas e sacrifícios no deserto, pelo espaço de quarenta anos,
43 Douget hoc'h eus teltenn Molok ha steredenn ho toue Refan, skeudennoù hoc'h eus graet evit o azeuliñ. Setu perak e kasin ac'hanoc'h en tu all da Vabilon.
43 e, acaso, não levantastes o tabernáculo de Moloque e a estrela do deus Renfã, figuras que fizestes para as adorar? Por isso, vos desterrarei para além da Babilônia.
44 Tabernakl an Testeni a zo bet gant hon tadoù el lec'h distro, evel m'en doa urzhiet an hini en doa lavaret da Voizez e ober hervez an doare m'en doa gwelet.
44 O tabernáculo do Testemunho estava entre nossos pais no deserto, como determinara aquele que disse a Moisés que o fizesse segundo o modelo que tinha visto.
45 Hon tadoù, o vezañ e gemeret, a zegasas anezhañ ganto dindan renerezh Jozue, er vro a oa perc'hennet gant ar broadoù a voe argaset a-ziaraok hon tadoù gant Doue, betek deizioù David.
45 O qual também nossos pais, com Josué, tendo-o recebido, o levaram, quando tomaram posse das nações que Deus expulsou da presença deles, até aos dias de Davi.
46 Eñ a gavas trugarez dirak Doue hag a c'houlennas sevel ur chomlec'h da Zoue Jakob,
46 Este achou graça diante de Deus e lhe suplicou a faculdade de prover morada para o Deus de Jacó.
47 met Salomon eo a savas un ti dezhañ.
47 Mas foi Salomão quem lhe edificou a casa.
48 Met an Uhel-Meurbet ne chom ket en temploù graet gant daouarn an dud, evel ma lavar ar profed:
48 Entretanto, não habita o Altíssimo em casas feitas por mãos humanas; como diz o profeta:
49 An neñv eo va zron hag an douar ur skabell dindan va zreid. Peseurt ti a savot din, eme an Aotrou, ha pehini a vo lec'h va diskuizh.?
49 O céu é o meu trono, e a terra, o estrado dos meus pés; que casa me edificareis, diz o Senhor, ou qual é o lugar do meu repouso?
50 Ha n'eo ket va dorn en deus graet an holl draoù-se?
50 Não foi, porventura, a minha mão que fez todas estas coisas?
51 Tud a c'houzoug reut, diamdroc'h a galon hag a zivskouarn, stourm a rit bepred ouzh ar Spered-Santel. C'hwi a zo heñvel ouzh ho tadoù.
51 Homens de dura cerviz e incircuncisos de coração e de ouvidos, vós sempre resistis ao Espírito Santo; assim como fizeram vossos pais, também vós o fazeis.
52 Pehini eo ar profed n'o deus ket ho tadoù heskinet? Lazhet o deus ar re o doa diouganet donedigezh ar Reizh, an hini hoc'h eus droukroet bremañ hag hoc'h eus drouklazhet.
52 Qual dos profetas vossos pais não perseguiram? Eles mataram os que anteriormente anunciavam a vinda do Justo, do qual vós agora vos tornastes traidores e assassinos,
53 Resevet hoc'h eus al lezenn dre servij an aeled ha n'hoc'h eus ket he miret!
53 vós que recebestes a lei por ministério de anjos e não a guardastes.
54 O klevout ar c'homzoù-se, e oant leuniet a fulor en o c'halonoù hag e c'hrigoñsjont o dent a-enep dezhañ.
54 Ouvindo eles isto, enfureciam-se no seu coração e rilhavam os dentes contra ele.
55 Met, leun eus ar Spered-Santel hag e zaoulagad savet war-zu an neñv, e welas gloar Doue ha Jezuz en e sav a-zehou da Zoue,
55 Mas Estêvão, cheio do Espírito Santo, fitou os olhos no céu e viu a glória de Deus e Jesus, que estava à sua direita,
56 hag e lavaras: Setu, e welan an neñvoù digor ha Mab an den en e sav a-zehou da Zoue.
56 e disse: Eis que vejo os céus abertos e o Filho do Homem, em pé à destra de Deus.
57 O leuskel kriadennoù bras, e stouvjont o divskouarn hag en em daoljont holl asambles warnañ.
57 Eles, porém, clamando em alta voz, taparam os ouvidos e, unânimes, arremeteram contra ele.
58 O stlejañ anezhañ er-maez eus kêr, e veinatajont anezhañ. An testoù a lakaas o gwiskamantoù ouzh treid un den yaouank anvet Saol.
58 E, lançando-o fora da cidade, o apedrejaram. As testemunhas deixaram suas vestes aos pés de um jovem chamado Saulo.
59 Int a veinataas Stefan, a bede hag a lavare: Aotrou Jezuz, degemer va spered!
59 E apedrejavam Estêvão, que invocava e dizia: Senhor Jesus, recebe o meu espírito!
60 O vezañ daoulinet, e krias gant ur vouezh kreñv: Aotrou, na laka ket ar pec'hed-mañ warno! O vezañ lavaret kement-se, e chomas kousket.
60 Então, ajoelhando-se, clamou em alta voz: Senhor, não lhes imputes este pecado! Com estas palavras, adormeceu.

Ler em outra tradução

Comparar com outra

Estude este capítulo no WhatsApp

Peça à IA da Bíblia Fala para explicar Atos 7, comparar traduções ou montar um estudo — tudo direto pelo WhatsApp.