Atos 28
Gospels (BRETON) vs ARC
1 Goude bezañ en em saveteet, ec'h anavezjont e oa Malta anv an enezenn.
1 Havendo escapado, então, souberam que a ilha se chamava Malta.
2 An annezerien a ziskouezas en hor c'heñver ur vadelezh dreist-ordinal. Rak enaouiñ a rejont un tan hag hon degemerjont holl, abalamour d'ar glav a gouezhe ha d'ar yenijenn.
2 E os bárbaros usaram conosco de não pouca humanidade; porque, acendendo uma grande fogueira, nos recolheram a todos por causa da chuva que caía e por causa do frio.
3 Paol a zastumas un toullad briñsoù hag o lakaas en tan. Un naer-wiber a zeuas er-maez abalamour d'an tommder hag en em stagas ouzh e zorn.
3 E, havendo Paulo ajuntado uma quantidade de vides e pondo-as no fogo, uma víbora, fugindo do calor, lhe acometeu a mão.
4 Pa welas an annezerien al loen-se a-ispilh ouzh e zorn, e lavarjont an eil d'egile: E gwirionez an den-se a zo ur muntrer, peogwir, goude bezañ bet saveteet eus ar mor, ar Reizhder ne fell ket dezhañ e vevfe.
4 E os bárbaros, vendo-lhe a víbora pendurada na mão, diziam uns aos outros: Certamente este homem é homicida, visto como, escapando do mar, a Justiça não o deixa viver.
5 Met o vezañ hejet al loen en tan, n'en doe droug ebet a gement-se.
5 Mas, sacudindo ele a víbora no fogo, não padeceu nenhum mal.
6 Int a soñje dezho e teuje da goeñviñ pe da gouezhañ raktal marv, met o vezañ gortozet pell hag o welout ne c'hoarveze droug ebet gantañ, e kemmjont o soñj hag e lavarjont e oa un doue.
6 E eles esperavam que viesse a inchar ou a cair morto de repente; mas tendo esperado já muito e vendo que nenhum incômodo lhe sobrevinha, mudando de parecer, diziam que era um deus.
7 Bez' e oa el lec'h-se douaroù an den kentañ eus an enezenn, anvet Publiuz. Hemañ hon degemeras hag hol lojas gant madelezh e-pad tri devezh.
7 E ali, próximo daquele mesmo lugar, havia umas herdades que pertenciam ao principal da ilha, por nome Públio, o qual nos recebeu e hospedou benignamente por três dias.
8 Setu ma oa tad Publiuz en e wele, klañv gant an derzhienn ha gant ar red-kof. Paol a antreas d'e gavout, a bedas, a lakaas e zaouarn warnañ hag a yac'haas anezhañ.
8 Aconteceu estar de cama enfermo de febres e disenteria o pai de Públio, que Paulo foi ver, e, havendo orado, pôs as mãos sobre ele e o curou.
9 Kement-se o vezañ c'hoarvezet, an holl re a oa klañv en enezenn a zeuas hag a voe yac'haet.
9 Feito, pois, isto, vieram também ter com ele os demais que na ilha tinham enfermidades e sararam,
10 Enorioù bras a rejont ivez deomp ha, pa'z ejomp kuit, e rojont kement hon doa ezhomm.
10 os quais nos distinguiram também com muitas honras; e, havendo de navegar, nos proveram das coisas necessárias.
11 Tri mizvezh goude, e lestrjomp war ur vatimant eus Aleksandria he doa tremenet ar goañv en enezenn hag he doa evit asagn: An Dioskouroi (= ar vreudeur c'hevell).
11 Três meses depois, partimos num navio de Alexandria, que invernara na ilha, o qual tinha por insígnia Castor e Pólux.
12 O vezañ douaret e Sirakuze, e chomjont tri devezh.
12 E, chegando a Siracusa, ficamos ali três dias,
13 Ac'hane e hedjomp an aod hag e teujomp da Rejio. An deiz war-lerc'h, avel ar c'hreisteiz a savas hag e teujomp e daou zevezh da Bouzol.
13 donde, indo costeando, viemos a Régio; e, soprando, um dia depois, um vento do sul, chegamos no segundo dia a Putéoli,
14 Kavout a rejomp eno breudeur a bedas ac'hanomp da chom ganto seizh devezh. Hag evel-se ez ejomp etrezek Rom.
14 onde, achando alguns irmãos, nos rogaram que por sete dias ficássemos com eles; e depois nos dirigimos a Roma.
15 Ac'hane, ar vreudeur o vezañ klevet komz diwar hor penn a zeuas a-raok deomp betek Marc'had-Apiuz hag an Teir-Zavarn. Paol, o welout anezho, a drugarekaas Doue hag a voe kalonekaet.
15 E de lá, ouvindo os irmãos novas de nós, nos saíram ao encontro à Praça de Ápio e às Três Vendas, e Paulo, vendo-os, deu graças a Deus e tomou ânimo.
16 Pa'z omp erruet e Rom, ar c'hantener a lakaas ar brizonidi etre daouarn prefed ar pretordi. Met da Baol e voe aotreet chom en e di e-unan, gant ur soudard a ziwalle anezhañ.
16 E, logo que chegamos a Roma, o centurião entregou os presos ao general dos exércitos; mas a Paulo se lhe permitiu morar por sua conta, com o soldado que o guardava.
17 Tri devezh goude, Paol a zastumas ar re gentañ eus ar Yuzevien ha, pa voent bodet, e lavaras dezho: Tud breudeur, petra bennak ma ne'm eus graet netra a-enep ar bobl nag a-enep gizioù hon tadoù, on bet taolet er prizon e Jeruzalem ha lakaet etre daouarn ar Romaned.
17 E aconteceu que, três dias depois, Paulo convocou os principais dos judeus e, juntos eles, lhes disse: Varões irmãos, não havendo eu feito nada contra o povo ou contra os ritos paternos, vim, contudo, preso desde Jerusalém, entregue nas mãos dos romanos,
18 Goude bezañ graet goulennoù start ouzhin, e felle dezho va leuskel dre ma ne'm eus graet netra a vefe din a varv.
18 os quais, havendo-me examinado, queriam soltar- me, por não haver em mim crime algum de morte.
19 Met ar Yuzevien a enebas hag e voe ret din ober galv da Gezar, hep kaout soñj da damall va broad.
19 Mas, opondo-se os judeus, foi-me forçoso apelar para César, não tendo, contudo, de que acusar a minha nação.
20 Evit kement-se eo em eus goulennet ho kwelout ha komz ganeoc'h, rak abalamour da esperañs Israel eo ez on ereet gant ar chadenn-mañ.
20 Por esta causa vos chamei, para vos ver e falar; porque pela esperança de Israel estou com esta cadeia.
21 Respont a rejont dezhañ: N'hon eus resevet lizher ebet eus Judea diwar da benn ha n'eus deuet breur ebet hag en defe da damallet pe lavarout droug ac'hanout,
21 Então, eles lhe disseram: Nós não recebemos acerca de ti cartas algumas da Judeia, nem veio aqui algum dos irmãos que nos anunciasse ou dissesse de ti mal algum.
22 met hon eus c'hoant da glevout ganit petra eo da soñjoù, rak diwar-benn ar sektenn-se ec'h ouzomp e komzer a-enep dezhi e pep lec'h.
22 No entanto, bem quiséramos ouvir de ti o que sentes; porque, quanto a esta seita, notório nos é que em toda parte se fala contra ela.
23 O vezañ merket un deiz dezhañ, e teujont en niver brasoc'h d'e lojeiz. Hag adalek ar beure betek an noz, e prezegas dezho rouantelezh Doue, o reiñ testeni hag o lakaat anezho da grediñ diwar-benn Jezuz, dre lezenn Moizez ha dre ar brofeded.
23 E, havendo-lhe eles assinalado um dia, muitos foram ter com ele à pousada, aos quais declarava com bom testemunho o Reino de Deus e procurava persuadi-los à fé de Jesus, tanto pela lei de Moisés como pelos profetas, desde pela manhã até à tarde.
24 Darn a gredas ar pezh a lavare ha darn all ne gredjont ket.
24 E alguns criam no que se dizia, mas outros não criam.
25 Evel na oant ket a-unvan kenetrezo, en em dennjont goude m'en doe Paol lavaret ar gomz-mañ: Ar Spered-Santel en deus komzet mat d'hon tadoù dre ar profed Izaia,
25 E, como ficaram entre si discordes, se despediram, dizendo Paulo esta palavra: Bem falou o Espírito Santo a nossos pais pelo profeta Isaías,
26 pa en deus lavaret: Kae etrezek ar bobl-mañ ha lavar: C'hwi a glevo gant ho tivskouarn ha ne gomprenot ket. C'hwi a sello gant ho taoulagad ha ne welot ket.
26 dizendo: Vai a este povo e dize: De ouvido, ouvireis e de maneira nenhuma entendereis; e, vendo, vereis e de maneira nenhuma percebereis.
27 Rak kalon ar bobl-mañ a zo deuet digizidik. Pounnerglevet o deus o divskouarn ha serret o deus o daoulagad, gant aon na zeufe o daoulagad da welout, o divskouarn da glevout, o c'halon da gompren, na zistrofent, ha na yac'hafen anezho.
27 Porquanto o coração deste povo está endurecido, e com os ouvidos ouviram pesadamente e fecharam os olhos, para que nunca com os olhos vejam, nem com os ouvidos ouçam, nem do coração entendam, e se convertam, e eu os cure.
28 Gouezit eta penaos ar silvidigezh a Zoue a zo kaset d'ar baganed hag int a selaouo.
28 Seja-vos, pois, notório que esta salvação de Deus é enviada aos gentios, e eles a ouvirão.
29 Goude m'en doe lavaret kement-se, ar Yuzevien a yeas kuit, gant un tabut bras kenetrezo.
29 E, havendo ele dito isto, partiram os judeus, tendo entre si grande contenda.
30 Paol a chomas daou vloavezh leun en un ti en doa feurmet evitañ e-unan. Hag e tegemere ar re holl a zeue d'e gavout,
30 E Paulo ficou dois anos inteiros na sua própria habitação que alugara e recebia todos quantos vinham vê-lo,
31 o prezeg rouantelezh Doue hag o kelenn ar pezh a sell ouzh an Aotrou Jezuz-Krist gant pep frankiz hag hep harz ebet.
31 pregando o Reino de Deus e ensinando com toda a liberdade as coisas pertencentes ao Senhor Jesus Cristo, sem impedimento algum.
Atalhos do teclado
- Capítulo anterior←
- Próximo capítulo→
- Versículo anteriork
- Próximo versículoj
- Limpar seleçãoEsc
- Esta ajuda?
Estude este capítulo no WhatsApp
Peça à IA da Bíblia Fala para explicar Atos 28, comparar traduções ou montar um estudo — tudo direto pelo WhatsApp.