Atos 27

Gospels (BRETON) vs ARC

Sair da comparação
ARC Almeida Revista e Corrigida 2009
1 Pa voe divizet ez ajemp dre vor etrezek Italia, e voe fiziet Paol ha prizonidi all bennak en ur c'hantener anvet Juliuz, eus ar gohortenn Aogusta.
1 Como se determinou que havíamos de navegar para a Itália, entregaram Paulo e alguns outros presos a um centurião por nome Júlio, da Coorte Augusta.
2 O vezañ pignet war ul lestr eus Adramitiom, ez ejomp kuit o tleout riblañ douaroù Azia. Aristark, ur Makedoniad eus Tesalonike a oa ganeomp.
2 E, embarcando nós em um navio adramitino, partimos navegando pelos lugares da costa da Ásia, estando conosco Aristarco, macedônio de Tessalônica.
3 An deiz war-lerc'h e touarjomp e Sidon. Juliuz, hag a oa hegarat e-keñver Paol, a aotreas dezhañ mont da welout e vignoned ha bezañ divec'hiet ganto.
3 E chegamos no dia seguinte a Sidom, e Júlio, tratando Paulo humanamente, lhe permitiu ir ver os amigos, para que cuidassem dele.
4 Bezañ aet ac'hane, e verdejomp izeloc'h eget Kiprenez rak an avelioù a oa a-enep deomp.
4 E, partindo dali, fomos navegando abaixo de Chipre, porque os ventos eram contrários.
5 Goude bezañ treuzet ar mor a-hed Kilisia ha Pamfilia, e teujomp da v-Mira e Lisia.
5 E, tendo atravessado o mar ao longo da Cilícia e Panfília, chegamos a Mirra, na Lícia.
6 Ar c'hantener o vezañ kavet eno ur vatimant eus Aleksandria a yae war-zu Italia, a lakaas ac'hanomp da bignat enni.
6 Achando ali o centurião um navio de Alexandria, que navegava para a Itália, nos fez embarcar nele.
7 E-pad meur a zevezh e verdejomp goustad, ha ne voemp erruet nemet dre galz a boan dirak Knide, rak an avelioù n'hol lezent ket da vont a-raok. Neuze e verdejomp izeloc'h eget Kreta war-zu Salmone.
7 E, como por muitos dias navegássemos vagarosamente, havendo chegado apenas defronte de Cnido, não nos permitindo o vento ir mais adiante, navegamos abaixo de Creta, junto de Salmona.
8 En ur hedañ anezhi gant poan, e teujomp en ul lec'h anvet Porzhioù-Kaer, e-kichen kêr Lasea.
8 E, costeando-a dificilmente, chegamos a um lugar chamado Bons Portos, perto do qual estava a cidade de Laseia.
9 Evel ma oa tremenet kalz a amzer ha ma teue risklus ar mor, pa'z eo gwir e oa koulz ar yun dija echu, Paol a alias anezho
9 Passado muito tempo, e sendo já perigosa a navegação, pois também o jejum já tinha passado, Paulo os admoestava,
10 hag a lavaras: Tud, gwelout a ran emañ o tont ar verdeadenn da vezañ risklus ha gant kolloù bras, nann hepken evit ar vatimant hag he c'hargad, met ivez evit pep hini ac'hanomp.
10 dizendo-lhes: Varões, vejo que a navegação há de ser incômoda e com muito dano, não só para o navio e a carga, mas também para a nossa vida.
11 Met ar c'hantener a gredas kentoc'h ar sturier ha mestr al lestr eget ar pezh a lavare Paol.
11 Mas o centurião cria mais no piloto e no mestre do que no que dizia Paulo.
12 Hag evel ma ne oa ket mat ar porzh da dremen ar goañv, an darn vuiañ a alias distreiñ war ar mor evit mont da Feniks, porzh eus Kreta a sell etrezek ar mervent hag ar gwalarn, da c'hoañviñ eno.
12 E, como aquele porto não era cômodo para invernar, os mais deles foram de parecer que se partisse dali para ver se podiam chegar a Fenice, que é um porto de Creta que olha para a banda do vento da África e do Coro, e invernar ali.
13 Avel ar c'hreisteiz o vezañ deuet da c'hwezhañ goustadik, e kredjont e oant mistri eus o menoz hag, o tizeoriañ, e hedjont Kreta tost d'ar ribl.
13 E, soprando o vento sul brandamente, lhes pareceu terem já o que desejavam, e, fazendo-se de vela, foram de muito perto costeando Creta.
14 Met un nebeudig goude, un avel vras a c'halver Euroklidon, a zirollas war an aod.
14 Mas, não muito depois, deu nela um pé de vento, chamado Euroaquilão.
15 Ar vatimant a oa stlejet hag, evel na c'helle ket herzel ouzh an avel, en lezjomp da vont.
15 E, sendo o navio arrebatado e não podendo navegar contra o vento, dando de mão a tudo, nos deixamos ir à toa.
16 Pa voemp tremenet izeloc'h eget un enezenn vihan anvet Klaoda, hor boe poan o vestroniañ ar vagig.
16 E, correndo abaixo de uma pequena ilha chamada Cauda, apenas pudemos ganhar o batel.
17 O vezañ he zennet, e kavjont tu da eren ar vatimant gant kerdin hag, o kaout aon na vefent taolet war ar Sirtenn, e tiskennjont ar wernienn hag e voent douget evel-se.
17 E, levado este para cima, usaram de todos os meios, cingindo o navio; e, temendo darem à costa na Sirte, amainadas as velas, assim foram à toa.
18 Evel ma oamp gwall bilet gant ar barrad-amzer, an deiz war-lerc'h e taoljont ar gargad,
18 Andando nós agitados por uma veemente tempestade, no dia seguinte, aliviaram o navio.
19 ha d'an trede deiz e taoljont eus o daouarn o-unan paramantoù ar vatimant.
19 E, ao terceiro dia, nós mesmos, com as próprias mãos, lançamos ao mar a armação do navio.
20 N'en em ziskouezas nag an heol nag ar stered e-pad meur a zevezh, hag e skoe ur barrad-amzer ken bras warnomp ma hor boa kollet pep esperañs da vezañ saveteet.
20 E, não aparecendo, havia já muitos dias, nem sol nem estrelas, e caindo sobre nós uma não pequena tempestade, fugiu-nos toda a esperança de nos salvarmos.
21 Pell amzer e oamp bet hep debriñ. Neuze Paol a savas en o c'hreiz hag a lavaras: Tud, gwelloc'h e vije bet deoc'h va selaou e-lec'h mont kuit eus Kreta, ha n'hor bije ket bet ar boan hag ar c'holl-mañ.
21 Havendo já muito que se não comia, então, Paulo, pondo-se em pé no meio deles, disse: Fora, na verdade, razoável, ó varões, ter-me ouvido a mim e não partir de Creta, e assim evitariam este incômodo e esta perdição.
22 Bremañ ec'h alian ac'hanoc'h da gaout kalon, rak den ebet ac'hanoc'h ne vo kollet, ar vatimant hepken a vo kollet.
22 Mas, agora, vos admoesto a que tenhais bom ânimo, porque não se perderá a vida de nenhum de vós, mas somente o navio.
23 Rak un ael a-berzh an Doue ez on dezhañ hag emaon o servijañ a zo en em ziskouezet din en noz-mañ
23 Porque, esta mesma noite, o anjo de Deus, de quem eu sou e a quem sirvo, esteve comigo,
24 hag en deus lavaret din: Paol, na'z pez ket aon, ret eo dit mont dirak Kezar, ha setu, Doue en deus roet dit ar re holl a zo war vor asambles ganit.
24 dizendo: Paulo, não temas! Importa que sejas apresentado a César, e eis que Deus te deu todos quantos navegam contigo.
25 Dre-se, tud, ho pet kalon, rak fiziañs am eus e Doue hag e c'hoarvezo evel ma'z eo bet lavaret din.
25 Portanto, ó varões, tende bom ânimo! Porque creio em Deus que há de acontecer assim como a mim me foi dito.
26 Met ret eo deomp bezañ taolet war un enezenn bennak.
26 É, contudo, necessário irmos dar numa ilha.
27 Ar pevarzekvet nozvezh, evel ma oamp kaset amañ hag ahont war vor Adriatik, ar vartoloded war-dro hanternoz a soñjas dezho e tostaent ouzh un douar bennak.
27 Quando chegou a décima quarta noite, sendo impelidos de uma e outra banda no mar Adriático, lá pela meia-noite, suspeitaram os marinheiros que estavam próximos de alguma terra.
28 O vezañ taolet ar sont, e kavjont ugent gourhedad (~ 35 m), un nebeud pelloc'h e daoljont a-nevez hag e kavjont pemzek gourhedad (~ 27 m).
28 E, lançando o prumo, acharam vinte braças; passando um pouco mais adiante, tornando a lançar o prumo, acharam quinze braças.
29 O kaout aon da gouezhañ war ur garreg bennak, e taoljont pevar eor diouzh an aros hag e c'hortozjont an deiz.
29 E, temendo ir dar em alguns rochedos, lançaram da popa quatro âncoras, desejando que viesse o dia.
30 Evel ma klaske ar vartoloded tec'hout diouzh ar vatimant ha ma tiskennent ar vagig er mor war zigarez teurel an eorioù diouzh ar staon,
30 Procurando, porém, os marinheiros fugir do navio e tendo já deitado o batel ao mar, como que querendo lançar as âncoras pela proa,
31 Paol a lavaras d'ar c'hantener ha d'ar soudarded: Ma ne chom ket ar re-mañ er vatimant, ne c'hellot ket bezañ saveteet.
31 disse Paulo ao centurião e aos soldados: Se estes não ficarem no navio, não podereis salvar-vos.
32 Neuze ar soudarded a droc'has kerdin ar vagig hag he lezas da gouezhañ.
32 Então, os soldados cortaram os cabos do batel e o deixaram cair.
33 O c'hortoz m'en em ziskouezfe an deiz, Paol a alias anezho holl da gemer boued, o lavarout: Hiziv eo ar pevarzekvet devezh abaoe ma'z oc'h o c'hortoz war yun, hep kemer netra.
33 E, enquanto o dia vinha, Paulo exortava a todos a que comessem alguma coisa, dizendo: É já hoje o décimo quarto dia que esperais e permaneceis sem comer, não havendo provado nada.
34 Pediñ a ran ac'hanoc'h eta da gemer boued evit gallout en em saveteiñ, rak ne gouezho ket ur vlevenn eus penn hini ac'hanoc'h.
34 Portanto, exorto-vos a que comais alguma coisa, pois é para a vossa saúde; porque nem um cabelo cairá da cabeça de qualquer de vós.
35 Goude bezañ lavaret kement-se, e kemeras bara hag, o vezañ trugarekaet Doue dirazo holl, e dorras hag en em lakaas da zebriñ.
35 E, havendo dito isto, tomando o pão, deu graças a Deus na presença de todos e, partindo- o, começou a comer.
36 Hag an holl, oc'h adkavout kalon, a zebras ivez.
36 E, tendo já todos bom ânimo, puseram-se também a comer.
37 Bez' e oamp en holl er vatimant daou c'hant c'hwezek ene ha tri ugent.
37 E éramos ao todo no navio duzentas e setenta e seis almas.
38 P'o doe debret a-walc'h, e skañvajont al lestr o teurel an ed er mor.
38 Refeitos com a comida, aliviaram o navio, lançando o trigo ao mar.
39 Pa voe deuet an deiz, n'anavezjont ket an douar, met o vezañ gwelet ur pleg-mor gant un aod, e lakajont en o fennoù, mar gelljent, lakaat ar vatimant da stekiñ eno.
39 E, sendo já dia, não reconheceram a terra; enxergaram, porém, uma enseada que tinha praia e consultaram-se sobre se deveriam encalhar nela o navio.
40 O vezañ eta distaget an eorioù, e lezjont anezho er mor hag e laoskjont war un dro ereoù ar sturioù, ha, goude bezañ savet gouel ar wern-volosk d'an avel, e tennjont war-zu an aod.
40 Levantando as âncoras, deixaram-no ir ao mar, largando também as amarras do leme; e, alçando a vela maior ao vento, dirigiram-se para a praia.
41 O vezañ kavet ul lec'h ma oa ar mor a bep tu, ar vatimant a stokas eno. Ar staon a sankas start hag a chomas hep fiñval, met an aros en em freuzas gant an nerzh eus ar mor.
41 Dando, porém, num lugar de dois mares, encalharam ali o navio; e, fixa a proa, ficou imóvel, mas a popa abria-se com a força das ondas.
42 Ar soudarded a voe a ali da lazhañ ar brizonidi, gant aon na dec'hfe unan bennak anezho war neuñv.
42 Então, a ideia dos soldados foi que matassem os presos para que nenhum fugisse, escapando a nado.
43 Met ar c'hantener, o c'hoantaat saveteiñ Paol, a zistroas anezho diouzh ar soñj-se hag a roas urzh d'ar re holl a ouie neuñvial d'en em zeurel en dour da gentañ ha da vont betek an douar,
43 Mas o centurião, querendo salvar a Paulo, lhes estorvou este intento; e mandou que os que pudessem nadar se lançassem primeiro ao mar e se salvassem em terra;
44 ha d'ar re all d'en em lakaat war blenk pe war dammoù bennak eus ar vatimant. Evel-se eo en em savetejont holl d'an douar.
44 e os demais, uns em tábuas e outros em coisas do navio. E assim aconteceu que todos chegaram à terra, a salvo.

Ler em outra tradução

Comparar com outra

Estude este capítulo no WhatsApp

Peça à IA da Bíblia Fala para explicar Atos 27, comparar traduções ou montar um estudo — tudo direto pelo WhatsApp.