Atos 26
Gospels (BRETON) vs VC
1 Agrippa a lavaras da Baol: Aotreet eo dit komz evidout da-unan. Neuze Paol, o vezañ astennet e zorn, a gomzas evel-henn evit e zifenn:
1 Agripa disse a Paulo: Tens permissão de fazer a tua defesa. Paulo então fez um gesto com a mão e começou a sua justificação:
2 Roue Agrippa, en em gavout a ran eürus da c'hallout en em zifenn hiziv dirazout eus an holl draoù o deus tamallet din ar Yuzevien,
2 Julgo-me feliz de poder hoje fazer a minha defesa, na tua presença, ó rei Agripa, de tudo quanto me acusam os judeus,
3 dreist-holl abalamour ma'c'h anavezez ervat o holl c'hizioù ha tabutoù. Da bediñ a ran eta da'm selaou gant pasianted.
3 porque tu conheces perfeitamente os seus costumes e controvérsias. Peço-te, pois, que me ouças com paciência.
4 E-keñver ar vuhez am eus renet, anavezet eo gant an holl Yuzevien adalek va yaouankiz, tremenet eo bet abaoe ar penn-kentañ e-kreiz va broad e Jeruzalem.
4 Minha vida, desde a minha primeira juventude, tem decorrido no meio de minha pátria e em Jerusalém, e é conhecida dos judeus.
5 Gouzout a reont adalek ar penn-kentañ, mar fell dezho reiñ testeni a gement-se, em eus bevet evel ur farizian, hervez ar sektenn strishañ eus hor relijion.
5 Sabem eles, desde longa data, e se quiserem poderão testemunhá-lo, que vivi segundo a seita mais rigorosa da nossa religião, isto é, como fariseu.
6 Bremañ on lakaet e barnedigezh evit an esperañs am eus er bromesa en deus Doue graet d'hon tadoù,
6 Mas agora sou acusado em juízo, por esperar a promessa que foi feita por Deus a nossos pais,
7 hag a c'hortoz he sevenidigezh hon daouzek meuriad, oc'h azeuliñ dalc'hmat noz-deiz. Diwar-benn an esperañs-se, roue Agrippa, ez on tamallet gant ar Yuzevien.
7 e a qual as nossas doze tribos esperam alcançar, servindo a Deus noite e dia. Por essa esperança, ó rei, é que sou acusado pelos judeus.
8 Perak e kav deoc'h digredus ec'h adsavfe Doue ar re varv?
8 Que pensais vós? É coisa incrível que Deus ressuscite os mortos?
9 Gwir eo penaos evidon-me, em boa kredet e tleen enebiñ start ouzh anv Jezuz a Nazared.
9 Também eu acreditei que devia fazer a maior oposição ao nome de Jesus de Nazaré.
10 Kement-se eo ivez ar pezh am eus graet e Jeruzalem. Lakaet em eus er prizon kalz eus ar sent, o vezañ bet ar galloud-mañ digant ar veleien vras, ha pa lakaed anezho d'ar marv, e roen va mouezh da gement-se.
10 Assim procedi de fato em Jerusalém e tenho encerrado muitos irmãos em cárceres, havendo recebido para isso poder dos sumos sacerdotes; quando os sentenciavam à morte, eu dava a minha plena aprovação.
11 Ouzh o c'hastizañ alies en holl sinagogennoù, em eus lakaet anezho da vallozhiñ. Leuniet gant ur gounnar vras a-enep dezho, em eus heskinet anezho betek er c'hêrioù estren.
11 Muitas vezes, perseguindo-os por todas as sinagogas, eu os maltratava para obrigá-los a blasfemar. Enfurecendo-me mais e mais contra eles, eu os perseguia até no estrangeiro.
12 Aet on evit-se da Zamask gant ur galloud hag ur c'hemenn eus ar veleien vras,
12 Nesse intuito, fui a Damasco, com poder e comissão dos sumos sacerdotes.
13 ha, war-dro kreisteiz, o roue, em eus gwelet en hent ur sklêrijenn eus an neñv, lugernusoc'h eget an heol, hag a splanne en-dro din hag en-dro d'ar re a rae hent asambles ganin.
13 Era meio-dia, ó rei. Eu estava a caminho quando uma luz do céu, mais fulgurante que o sol, brilhou em torno de mim e dos meus companheiros.
14 O vezañ kouezhet holl d'an douar, e klevis ur vouezh a gomze ouzhin hag a lavare e yezh hebraek: Saol, Saol, perak e heskinez ac'hanon? Kalet eo dit herzel a-enep ar broudoù.
14 Caímos todos nós por terra, e ouvi uma voz que me dizia em língua hebraica: Saulo, Saulo, por que me persegues? Dura coisa te é recalcitrar contra o aguilhão.
15 Hag e lavaris: Piv out, Aotrou? Hag e lavaras: Me eo Jezuz, a heskinez.
15 Então eu disse: Quem és, Senhor? O Senhor respondeu: Eu sou Jesus, a quem persegues.
16 Met sav hag en em zalc'h war da dreid, rak en em ziskouezet on dit evit da lakaat da servijer ha da dest ken eus an traoù ac'h eus gwelet evel eus ar re en em ziskouezin evito dit.
16 Mas levanta-te e põe-te em pé, pois eu te apareci para te fazer ministro e testemunha das coisas que viste e de outras para as quais hei de manifestar-me a ti.
17 Da zibabet em eus a-douez ar bobl-mañ hag ar baganed, hag e kasan ac'hanout bremañ etrezek enno,
17 Escolhi-te do meio do povo e dos pagãos, aos quais agora te envio
18 da zigeriñ o daoulagad ha d'o lakaat da dremen eus an deñvalijenn d'ar sklêrijenn hag eus galloud Satan da Zoue, evit ma resevint ar pardon eus o fec'hedoù hag un hêrezh e-touez ar re a zo santelaet dre ar feiz ennon.
18 para abrir-lhes os olhos, a fim de que se convertam das trevas à luz e do poder de Satanás a Deus, para que, pela fé em mim, recebam perdão dos pecados e herança entre os que foram santificados.
19 Dre-se, roue Agrippa, ne'm eus ket enebet ouzh ar weledigezh neñvel,
19 Desde então, ó rei, não fui desobediente à visão celestial.
20 met d'ar re a zo e Damask da gentañ, hag e Jeruzalem hag en holl Judea ha d'ar baganed, prezeget em eus da gaout keuz ha da zistreiñ ouzh Doue, oc'h ober traoù dereat eus ar geuzidigezh.
20 Preguei primeiramente aos de Damasco e depois em Jerusalém e por toda a terra da Judéia, e aos pagãos, para que se arrependessem e se convertessem a Deus, fazendo dignas obras correspondentes.
21 Setu perak ar Yuzevien o deus va c'hemeret en templ hag o deus klasket va lazhañ.
21 Por isso, os judeus me prenderam no templo e tentaram matar-me.
22 Met sikouret gant Doue, on chomet betek hiziv, o tougen testeni dirak ar re vihan ha dirak ar re vras, hep lavarout netra all nemet ar pezh en deus ar brofeded ha Moizez diouganet a dleje c'hoarvezout,
22 Mas, assistido do socorro de Deus, permaneço vivo até o dia de hoje. Dou testemunho a pequenos e a grandes, nada dizendo senão o que os profetas e Moisés disseram que havia de acontecer,
23 penaos ar C'hrist a dlee gouzañv poan ha penaos, kentañ adsavet a-douez ar re varv, e tlee kemenn ar sklêrijenn d'ar bobl ha d'ar broadoù.
23 a saber: que Cristo havia de padecer e seria o primeiro que, pela ressurreição dos mortos, havia de anunciar a luz ao povo judeu e aos pagãos.
24 Evel ma komze evel-se evit e zifenn, Festuz a lavaras gant ur vouezh kreñv: Kollet ec'h eus da skiant, Paol! Da c'houiziegezh vras a laka ac'hanout da ziskiantañ!
24 Dizendo ele essas coisas em sua defesa, Festo exclamou em alta voz: Estás louco, Paulo! O teu muito saber tira-te o juízo.
25 Met e lavaras: Ne'm eus ket kollet ar skiant, Festuz mat meurbet, met lavarout a ran traoù gwir hag a skiant vat.
25 Paulo, então, respondeu: Não estou louco, excelentíssimo Festo, mas digo palavras de verdade e de prudência.
26 Rak ar roue a anavez anezho hag e komzan dezhañ gant hardizhegezh, rak gouzout a ran n'eus hini eus an traoù-mañ kuzhet dioutañ, peogwir n'int ket bet graet e kuzh.
26 Pois dessas coisas tem conhecimento o rei, em cuja presença falo com franqueza. Sei que nada disso lhe é oculto, porque nenhuma dessas coisas se fez ali ocultamente.
27 Roue Agrippa, ha ne gredez ket er brofeded? Me a oar e kredez.
27 Crês, ó rei, nos profetas? Bem sei que crês!
28 Agrippa a lavaras da Baol: Emaon kazi gounezet ganit da vezañ kristen.
28 Disse então Agripa a Paulo: Por pouco não me persuades a fazer-me cristão!
29 Paol a lavaras dezhañ: Pediñ a ran Doue ma viot koulz pe goulz, nann te hepken, met c'hoazh ar re holl a selaou ac'hanon hiziv, heñvel ouzhin, nemet er pezh a sell ouzh an ereoù-mañ.
29 Respondeu Paulo: Prouvera a Deus que, por pouco e por muito, não somente tu, senão também quantos me ouvem, se fizessem hoje tal qual eu sou... menos estas algemas!
30 Goude m'en doe lavaret kement-se, ar roue, ar gouarnour, Bereniz hag ar re a oa azezet ganto a savas
30 Então o rei, o governador, Berenice e os que estavam sentados com eles se levantaram.
31 hag, o vont kuit, e lavarjont etrezo: An den-se n'en deus graet netra a vefe din a varv pe a brizon.
31 Retirando-se, comentavam uns com os outros: Esse homem não fez coisa que mereça a morte ou prisão.
32 Agrippa a lavaras da Festuz: An den-se a c'helle bezañ laosket kuit ma n'en dije ket galvet da Gezar.
32 Agripa ainda disse a Festo: Ele poderia ser solto, se não tivesse apelado para César.
Atalhos do teclado
- Capítulo anterior←
- Próximo capítulo→
- Versículo anteriork
- Próximo versículoj
- Limpar seleçãoEsc
- Esta ajuda?
Estude este capítulo no WhatsApp
Peça à IA da Bíblia Fala para explicar Atos 26, comparar traduções ou montar um estudo — tudo direto pelo WhatsApp.