Atos 24

Gospels (BRETON) vs ARC

Sair da comparação
ARC Almeida Revista e Corrigida 2009
1 Pemp devezh goude, ar beleg-meur Ananiaz a ziskennas gant an henaourien hag ur prezeger anvet Tertulluz. Sevel klemm a rejont a-enep Paol dirak ar gouarnour.
1 Cinco dias depois, o sumo sacerdote, Ananias, desceu com os anciãos e um certo Tértulo, orador, os quais compareceram perante o governador contra Paulo.
2 Hemañ o vezañ bet galvet, Tertulluz en em lakaas d'e damall, o lavarout:
2 E, sendo chamado, Tértulo começou a acusá- lo, dizendo:
3 Feliks mat meurbet, anzav a reomp en holl draoù ha dre holl lec'hioù, gant pep seurt trugarez, penaos hon eus bet ur peoc'h bras, drezout ha dre an oberoù kaer a zo bet graet d'ar vroad-mañ dre da breder.
3 Visto como, por ti, temos tanta paz, e, por tua prudência, se fazem a este povo muitos e louváveis serviços, sempre e em todo lugar, ó potentíssimo Félix, com todo o agradecimento o queremos reconhecer.
4 Met, evit na zalc'hin ket ac'hanout pelloc'h, e pedan ac'hanout da selaou gant madelezh hor berr gomzoù-mañ.
4 Mas, para que te não detenha muito, rogo-te que, conforme a tua equidade, nos ouças por pouco tempo.
5 Kavet hon eus an den-mañ, ur vosenn anezhañ, hag a laka an dizunaniezh e-touez ar Yuzevien stlabezet er bed, hag a zo penn eus skol an Nazareidi,
5 Temos achado que este homem é uma peste e promotor de sedições entre todos os judeus, por todo o mundo, e o principal defensor da seita dos nazarenos;
6 hag en deus klasket zoken disakrañ an templ. Ni hor boa kroget ennañ, hag e felle deomp e varn hervez hol lezenn,
6 o qual intentou também profanar o templo; e, por isso, o prendemos e, conforme a nossa lei, o quisemos julgar.
7 met ar c'habiten Lisiaz a zeuas hag e dennas eus hon daouarn gant nerzh,
7 Mas, sobrevindo o tribuno Lísias, no-lo tirou dentre as mãos, com grande violência,
8 o c'hourc'hemenn d'e damallerien dont da'z kavout. Bez' e c'helli anavezout da-unan digantañ, en ur ober goulennoù outañ, an holl draoù a damallomp dezhañ.
8 mandando aos seus acusadores que viessem a ti; e dele tu mesmo, examinando-o, poderás entender tudo o de que o acusamos.
9 Ar Yuzevien ivez en em unanas d'an tamall, o lavarout e oa an traoù evel-se.
9 E também os judeus o acusavam, dizendo serem estas coisas assim.
10 Goude m'en doe ar gouarnour graet sin dezhañ da gomz, Paol a respontas: Oc'h anavezout penaos out barner d'ar vroad-mañ abaoe meur a vloavezh, e komzan evit va difenn gant fiziañs.
10 Paulo, porém, fazendo-lhe o governador sinal que falasse, respondeu: Porque sei que já vai para muitos anos que desta nação és juiz, com tanto melhor ânimo respondo por mim.
11 Rak e c'hellez anavezout penaos n'eus ket ouzhpenn daouzek devezh ma'z on pignet da Jeruzalem da azeuliñ.
11 Pois bem podes saber que não há mais de doze dias que subi a Jerusalém a adorar;
12 N'o deus ket kavet ac'hanon en templ o tabutal gant den, nag er sinagogennoù pe e kêr o tastum ar bobl,
12 e não me acharam no templo falando com alguém, nem amotinando o povo nas sinagogas, nem na cidade;
13 ha ne c'hellont ket prouiñ an traoù a damallont din bremañ.
13 nem tampouco podem provar as coisas de que agora me acusam.
14 Met ec'h anzavan kement-mañ ouzhit, penaos hervez an hent a c'halvont sektenn, e servijan Doue va zadoù, o krediñ kement holl a zo skrivet el lezenn hag er brofeded,
14 Mas confesso-te que, conforme aquele Caminho, a que chamam seita, assim sirvo ao Deus de nossos pais, crendo tudo quanto está escrito na Lei e nos Profetas.
15 hag o kaout e Doue an esperañs-se o deus o-unan, penaos e c'hoarvezo un adsavidigezh a-douez ar re varv, ken eus ar re reizh evel eus ar re zireizh.
15 Tendo esperança em Deus, como estes mesmos também esperam, de que há de haver ressurreição de mortos, tanto dos justos como dos injustos.
16 Abalamour da gement-se eo e labouran evit kaout atav ur goustiañs divlam dirak Doue ha dirak an dud.
16 E, por isso, procuro sempre ter uma consciência sem ofensa, tanto para com Deus como para com os homens.
17 Goude meur a vloavezh, on deuet evit ober da'm broad aluzenoù ha profoù.
17 Ora, muitos anos depois, vim trazer à minha nação esmolas e ofertas.
18 Pa oan oc'h ober-se Yuzevien bennak eus Azia a gavas ac'hanon glanaet en templ, hep tolpad na trouz ebet.
18 Nisto, me acharam já santificado no templo, não em ajuntamentos, nem com alvoroços, uns certos judeus da Ásia,
19 Int oc'h-unan a dlefe bezañ deuet dirazout ha va zamall, mar o defe un dra bennak a-enep din.
19 os quais convinha que estivessem presentes perante ti e me acusassem, se alguma coisa contra mim tivessem.
20 Pe ra zisklêrio ar re-mañ eus petra o deus va c'havet kablus pa'z on bet lakaet dirak ar sanedrin,
20 Ou digam estes mesmos se acharam em mim alguma iniquidade, quando compareci perante o conselho,
21 nemet e vefe hepken eus ar gomz-mañ am eus lavaret a vouezh uhel en o c'hreiz: Abalamour d'an adsavidigezh a-douez ar re varv eo ez on barnet hiziv ganeoc'h.
21 a não ser estas palavras que, estando entre eles, clamei: hoje, sou julgado por vós acerca da ressurreição dos mortos!
22 Feliks a glevas kement-se hag a gasas anezho kuit abalamour ma ouie mat ar pezh a sell ouzh an hent. Lavarout a reas: Pa vo deuet ar c'habiten Lisiaz, e sellin resisoc'h ouzh hoc'h afer.
22 Então, Félix, havendo ouvido estas coisas, lhes pôs dilação, dizendo: Havendo-me informado melhor deste Caminho, quando o tribuno Lísias tiver descido, então tomarei inteiro conhecimento dos vossos negócios.
23 Hag e c'hourc'hemennas d'ar c'hantener diwall Paol, o lezel gantañ ul librentez bennak hep difenn ouzh hini ebet eus e re d'e servijañ pe da zont d'e welout.
23 E mandou ao centurião que o guardassem em prisão, tratando-o com brandura, e que a ninguém dos seus proibisse servi-lo ou vir ter com ele.
24 Un nebeud devezhioù goude, Feliks a zeuas gant e wreg Drusilha, ur Yuzevez anezhi, hag a gasas da gerc'hat Paol. Klevout a reas anezhañ diwar-benn ar feiz e Krist.
24 Alguns dias depois, vindo Félix com sua mulher Drusila, que era judia, mandou chamar a Paulo e ouviu-o acerca da fé em Cristo.
25 Evel ma komze diwar-benn ar reizhder, an emvestroni hag ar varn da zont, Feliks, spouronet, a lavaras: Evit bremañ, kae kuit, ha pa gavin al lec'h, e c'halvin ac'hanout en-dro.
25 E, tratando ele da justiça, e da temperança, e do Juízo vindouro, Félix, espavorido, respondeu: Por agora, vai-te, e, em tendo oportunidade, te chamarei;
26 Esperout a rae ivez e roje Paol arc'hant dezhañ, evit ma laoskje anezhañ frank. Dre-se e kasas alies d'e gerc'hat da gomz gantañ.
26 esperando, ao mesmo tempo, que Paulo lhe desse dinheiro, para que o soltasse; pelo que também, muitas vezes, o mandava chamar e falava com ele.
27 Daou vloavezh a dremenas evel-se hag e teuas Porkiuz Festuz war-lerc'h Feliks. O c'hoantaat ober plijadur d'ar Yuzevien, Feliks a lezas Paol er prizon.
27 Mas, passados dois anos, Félix teve por sucessor a Pórcio Festo; e, querendo Félix comprazer aos judeus, deixou a Paulo preso.

Ler em outra tradução

Comparar com outra

Estude este capítulo no WhatsApp

Peça à IA da Bíblia Fala para explicar Atos 24, comparar traduções ou montar um estudo — tudo direto pelo WhatsApp.