Atos 21

Gospels (BRETON) vs ARA

Sair da comparação
ARA Almeida Revista e Atualizada 1993
1 Goude bezañ dispartiet diouto, e pignjomp war al lestr, e teujomp eeun da g-Koz, an deiz war-lerc'h da Rod, hag ac'hane da b-Patara.
1 Depois de nos apartarmos, fizemo-nos à vela e, correndo em direitura, chegamos a Cós; no dia seguinte, a Rodes, e dali, a Pátara.
2 O vezañ kavet ur vatimant a yae da Fenikia, e pignjont warni hag ez ejomp kuit.
2 Achando um navio que ia para a Fenícia, embarcamos nele, seguindo viagem.
3 O vezañ gwelet a-ziabell Kiprenez hag o bezañ lezet anezhi war an tu kleiz, ez ejomp etrezek Siria hag en em gavjont e Tir, abalamour ma leze ar vatimant he c'harg eno.
3 Quando Chipre já estava à vista, deixando-a à esquerda, navegamos para a Síria e chegamos a Tiro; pois o navio devia ser descarregado ali.
4 O vezañ kavet an diskibien, e chomjomp seizh devezh eno. Lavarout a rejont da Baol dre ar Spered chom hep pignat da Jeruzalem.
4 Encontrando os discípulos, permanecemos lá durante sete dias; e eles, movidos pelo Espírito, recomendavam a Paulo que não fosse a Jerusalém.
5 Met an devezhioù-se o vezañ tremenet ez ejomp kuit hag ec'h ambrougjont ac'hanomp holl gant o gwragez hag o bugale betek er-maez eus kêr. O vezañ daoulinet war an aod, hon eus pedet.
5 Passados aqueles dias, tendo-nos retirado, prosseguimos viagem, acompanhados por todos, cada um com sua mulher e filhos, até fora da cidade; ajoelhados na praia, oramos.
6 Goude bezañ kimiadet an eil diouzh egile, e pignjomp er vatimant hag int a zistroas d'o ziez.
6 E, despedindo-nos uns dos outros, então, embarcamos; e eles voltaram para casa.
7 Oc'h echuiñ hor beaj dre vor, eus Tir e teujomp da b-Ptolemaiz. Goude bezañ saludet ar vreudeur, e chomjomp un devezh ganto.
7 Quanto a nós, concluindo a viagem de Tiro, chegamos a Ptolemaida, onde saudamos os irmãos, passando um dia com eles.
8 An deiz war-lerc'h, Paol ha ni a oa gantañ a yeas kuit hag e teujomp da Gezarea. Mont a rejomp e ti Filip an avielour, unan eus ar seizh, hag e chomjomp eno.
8 No dia seguinte, partimos e fomos para Cesareia; e, entrando na casa de Filipe, o evangelista, que era um dos sete, ficamos com ele.
9 Hemañ en doa peder merc'h gwerc'hezed a brofede.
9 Tinha este quatro filhas donzelas, que profetizavam.
10 Evel ma chomjomp eno meur a zevezh, ur profed anvet Agabuz a zeuas eus Judea.
10 Demorando-nos ali alguns dias, desceu da Judeia um profeta chamado Ágabo;
11 Dont a reas d'hor c'havout, kemer a reas gouriz Paol hag, oc'h eren e zaouarn hag e zreid, e lavaras: Ar Spered-Santel a lavar kement-mañ: Ar Yuzevien a ereo en hevelep doare e Jeruzalem an den a zo ar c'houriz-mañ dezhañ, ha droukreiñ a raint anezhañ etre daouarn ar baganed.
11 e, vindo ter conosco, tomando o cinto de Paulo, ligando com ele os próprios pés e mãos, declarou: Isto diz o Espírito Santo: Assim os judeus, em Jerusalém, farão ao dono deste cinto e o entregarão nas mãos dos gentios.
12 P'hon doe klevet kement-se, ni ha tud al lec'h-se a bedas anezhañ na bignje ket da Jeruzalem.
12 Quando ouvimos estas palavras, tanto nós como os daquele lugar, rogamos a Paulo que não subisse a Jerusalém.
13 Met Paol a respontas: Petra a rit o ouelañ hag o c'hlac'hariñ va c'halon? Rak me a zo prest nann hepken da vezañ ereet, met ivez da vervel e Jeruzalem evit anv an Aotrou Jezuz.
13 Então, ele respondeu: Que fazeis chorando e quebrantando-me o coração? Pois estou pronto não só para ser preso, mas até para morrer em Jerusalém pelo nome do Senhor Jesus.
14 O vezañ ne c'hellemp ket e gendrec'hiñ, e paouezjomp hag e lavarjomp: Ra vo graet bolontez an Aotrou!
14 Como, porém, não o persuadimos, conformados, dissemos: Faça-se a vontade do Senhor!
15 Goude an deizioù-se, o vezañ graet hor pakadoù, e pignjomp da Jeruzalem.
15 Passados aqueles dias, tendo feito os preparativos, subimos para Jerusalém;
16 Diskibien eus Kezarea a zeuas ivez ganeomp, o tegas un den anvet Mnason eus Kiprenez, un diskibl a-bell zo, ma tleemp lojañ en e di.
16 e alguns dos discípulos também vieram de Cesareia conosco, trazendo consigo Mnasom, natural de Chipre, velho discípulo, com quem nos deveríamos hospedar.
17 Pa voemp erru e Jeruzalem, ar vreudeur hon degemeras gant levenez.
17 Tendo nós chegado a Jerusalém, os irmãos nos receberam com alegria.
18 An deiz war-lerc'h, Paol a yeas ganeomp da di Jakez; an holl henaourien a zastumas eno.
18 No dia seguinte, Paulo foi conosco encontrar-se com Tiago, e todos os presbíteros se reuniram.
19 Goude bezañ o saludet, e kontas dezho dre ar munud kement en doa graet Doue e-touez ar baganed dre e vinistrerezh.
19 E, tendo-os saudado, contou minuciosamente o que Deus fizera entre os gentios por seu ministério.
20 Pa glevjont anezhañ, e rojont gloar d'an Aotrou, hag e lavarjont dezhañ: Breur, gwelout a rez pet miliad a zo e-touez ar Yuzevien hag o deus kredet, hag int holl gredus evit al lezenn.
20 Ouvindo-o, deram eles glória a Deus e lhe disseram: Bem vês, irmão, quantas dezenas de milhares há entre os judeus que creram, e todos são zelosos da lei;
21 Klevet o deus penaos e kelennez d'an holl Yuzevien a zo e-touez ar baganed kuitaat Moizez, o lavarout dezho na dleont ket amdroc'hañ o bugale na derc'hel ar gizioù.
21 e foram informados a teu respeito que ensinas todos os judeus entre os gentios a apostatarem de Moisés, dizendo-lhes que não devem circuncidar os filhos, nem andar segundo os costumes da lei.
22 Petra eta a zo d'ober? A-dra-sur ar bobl en em zastumo, rak klevet a raint ez out deuet.
22 Que se há de fazer, pois? Certamente saberão da tua chegada.
23 Gra eta ar pezh emaomp o vont da lavarout dit: Amañ hon eus pevar den o deus graet ur gouestl.
23 Faze, portanto, o que te vamos dizer: estão entre nós quatro homens que, voluntariamente, aceitaram voto;
24 Kemer anezho ganit, en em c'hlana ganto ha pae o dispign evit ma lakaint da douzañ o fenn. Hag an holl a ouezo penaos n'eo ket gwir ar pezh o deus klevet lavarout ac'hanout, met e kendalc'hez da virout al lezenn.
24 toma-os, purifica-te com eles e faze a despesa necessária para que raspem a cabeça; e saberão todos que não é verdade o que se diz a teu respeito; e que, pelo contrário, andas também, tu mesmo, guardando a lei.
25 Evit ar pezh a sell ouzh ar baganed o deus kredet, hon eus kavet mat hag hon eus skrivet dezho na dleent mirout netra eus ar seurt-se, met en em virout hepken diouzh ar pezh a zo aberzhet d'an idoloù, diouzh ar gwad, diouzh ar pezh a zo mouget ha diouzh ar c'hadaliezh.
25 Quanto aos gentios que creram, já lhes transmitimos decisões para que se abstenham das coisas sacrificadas a ídolos, do sangue, da carne de animais sufocados e das relações sexuais ilícitas.
26 Neuze Paol, o vezañ kemeret an dud-se an deiz war-lerc'h, en em c'hlanaas ganto, a yeas en templ en ur reiñ da anavezout an deizioù ma vije peurc'hraet ar c'hlanidigezh ha pegoulz e vije kinniget ar prof evit pep hini anezho.
26 Então, Paulo, tomando aqueles homens, no dia seguinte, tendo-se purificado com eles, entrou no templo, acertando o cumprimento dos dias da purificação, até que se fizesse a oferta em favor de cada um deles.
27 Evel ma'z ae ar seizh devezh da vezañ leuniet, ar Yuzevien eus Azia a welas anezhañ en templ, a lakaas ar bobl d'en em sevel hag a grogas ennañ,
27 Quando já estavam por findar os sete dias, os judeus vindos da Ásia, tendo visto Paulo no templo, alvoroçaram todo o povo e o agarraram,
28 o krial: Tud a Israel, sikourit ac'hanomp! Setu an den a brezeg e pep lec'h ha dirak an holl a-enep ar bobl, a-enep al lezenn hag a-enep al lec'h-mañ. Degaset en deus gantañ zoken Gresianed e-barzh an templ ha disakret en deus al lec'h santel-mañ.
28 gritando: Israelitas, socorro! Este é o homem que por toda parte ensina todos a serem contra o povo, contra a lei e contra este lugar; ainda mais, introduziu até gregos no templo e profanou este recinto sagrado.
29 Rak gwelet o doa diagent Trofim eus Efez e kêr gantañ, hag e kredent en doa Paol e zegaset e-barzh an templ.
29 Pois, antes, tinham visto Trófimo, o efésio, em sua companhia na cidade e julgavam que Paulo o introduzira no templo.
30 Ar gêr holl en em savas hag a bobl en em zastumas. O vezañ kroget e Paol, e stlejont anezhañ er-maez eus an templ ha kerkent e voe serret an dorojoù.
30 Agitou-se toda a cidade, havendo concorrência do povo; e, agarrando a Paulo, arrastaram-no para fora do templo, e imediatamente foram fechadas as portas.
31 Evel ma klaskent e lazhañ, ar vrud a zeuas betek kabiten ar gohortenn penaos e oa holl gêr Jeruzalem dispac'het.
31 Procurando eles matá-lo, chegou ao conhecimento do comandante da força que toda a Jerusalém estava amotinada.
32 Kerkent e kemeras soudarded ha kantenerien gantañ, hag e redas d'o c'havout. O welout ar c'habiten hag ar soudarded, e paouezjont da bilat Paol.
32 Então, este, levando logo soldados e centuriões, correu para o meio do povo. Ao verem chegar o comandante e os soldados, cessaram de espancar Paulo.
33 Neuze ar c'habiten a dostaas, a grogas ennañ hag a c'hourc'hemennas e eren gant div chadenn. Goulenn a reas piv e oa ha petra en doa graet.
33 Aproximando-se o comandante, apoderou-se de Paulo e ordenou que fosse acorrentado com duas cadeias, perguntando quem era e o que havia feito.
34 Met e-touez ar bobl darn a grie en un doare, darn en un doare all. Dre na c'hellas ket anavezout ar wirionez gant an trouz, e c'hourc'hemennas e gas d'ar c'hreñvlec'h.
34 Na multidão, uns gritavam de um modo; outros, de outro; não podendo ele, porém, saber a verdade por causa do tumulto, ordenou que Paulo fosse recolhido à fortaleza.
35 Pa voe erru war ar skalieroù, e voe ret d'ar soudarded e zougen abalamour da fulor ar bobl,
35 Ao chegar às escadas, foi preciso que os soldados o carregassem, por causa da violência da multidão,
36 rak ur mor a dud a heulie anezhañ, o krial: Lazh anezhañ!
36 pois a massa de povo o seguia gritando: Mata-o!
37 Pa voe Paol o vont da antren er c'hreñvlec'h, e lavaras d'ar c'habiten: Hag aotreet eo din lavarout un dra bennak? Eñ a respontas: Gouzout a rez ar gresianeg?
37 E, quando Paulo ia sendo recolhido à fortaleza, disse ao comandante: É-me permitido dizer-te alguma coisa? Respondeu ele: Sabes o grego?
38 N'out ket an Ejipsian-se en deus bountet an dud d'an dispac'h en deizioù diwezhañ-mañ hag en deus kaset gantañ d'al lec'h distro pevar mil laer?
38 Não és tu, porventura, o egípcio que, há tempos, sublevou e conduziu ao deserto quatro mil sicários?
39 Paol a lavaras: Me a zo Yuzev, eus Tars, keodedour ar gêr vrudet-se eus Kilisia. Da bediñ a ran da'm lezel da gomz d'ar bobl.
39 Respondeu-lhe Paulo: Eu sou judeu, natural de Tarso, cidade não insignificante da Cilícia; e rogo-te que me permitas falar ao povo.
40 P'en doe e aotreet d'ober, Paol en em zalc'has war ar skalieroù hag a reas sin gant e zorn d'ar bobl. Ur sioulded vras o vezañ en em c'hraet, e lavaras e yezh hebraek:
40 Obtida a permissão, Paulo, em pé na escada, fez com a mão sinal ao povo. Fez-se grande silêncio, e ele falou em língua hebraica, dizendo:

Ler em outra tradução

Comparar com outra

Estude este capítulo no WhatsApp

Peça à IA da Bíblia Fala para explicar Atos 21, comparar traduções ou montar um estudo — tudo direto pelo WhatsApp.