Atos 19
Gospels (BRETON) vs ARC
1 E-pad ma oa Apolloz e Korint, Paol, goude bezañ tremenet dre ar broioù uhel, a zeuas da Efez. Eno e kavas un nebeud diskibien,
1 E sucedeu que, enquanto Apolo estava em Corinto, Paulo, tendo passado por todas as regiões superiores, chegou a Éfeso e, achando ali alguns discípulos,
2 hag e lavaras dezho: Ha resevet hoc'h eus ar Spered-Santel pa hoc'h eus kredet? Respont a rejont dezhañ: N'hon eus ket klevet zoken e oa ur Spered-Santel.
2 disse-lhes: Recebestes vós já o Espírito Santo quando crestes? E eles disseram-lhe: Nós nem ainda ouvimos que haja Espírito Santo.
3 Lavarout a reas dezho: Peseurt badeziant hoc'h eus eta resevet? Hag e respontjont: Badeziant Yann.
3 Perguntou-lhes, então: Em que sois batizados, então? E eles disseram: No batismo de João.
4 Paol a lavaras: Yann, evit gwir, en deus badezet eus ar vadeziant a geuzidigezh, o lavarout d'ar bobl krediñ en hini a zeue war e lerc'h, da lavarout eo er C'hrist Jezuz.
4 Mas Paulo disse: Certamente João batizou com o batismo do arrependimento, dizendo ao povo que cresse no que após ele havia de vir, isto é, em Jesus Cristo.
5 O vezañ klevet kement-se, e voent badezet en anv an Aotrou Jezuz.
5 E os que ouviram foram batizados em nome do Senhor Jesus.
6 P'en doe Paol lakaet e zaouarn warno, ar Spered-Santel a zeuas warno, hag e komzjont e yezhoù hag e profedjont.
6 E, impondo-lhes Paulo as mãos, veio sobre eles o Espírito Santo; e falavam línguas e profetizavam.
7 Bez' e oa anezho en holl war-dro daouzek den.
7 Estes eram, ao todo, uns doze varões.
8 Mont a reas er sinagogenn hag e komzas gant hardizhegezh e-pad tri mizvezh, o prezeg hag o lakaat da grediñ war ar pezh a sell ouzh rouantelezh Doue.
8 E, entrando na sinagoga, falou ousadamente por espaço de três meses, disputando e persuadindo-os acerca do Reino de Deus.
9 Met, evel ma en em galetaas darn ha ma voent diskredik, o troukkomz eus hent an Aotrou dirak ar bobl, en em dennas kuit hag e tispartias an diskibien diganto, o kelenn bemdez e skol un den anvet Tirannuz.
9 Mas, como alguns deles se endurecessem e não obedecessem, falando mal do Caminho perante a multidão, retirou-se deles e separou os discípulos, disputando todos os dias na escola de um certo Tirano.
10 Kement-se a badas daou vloavezh, en hevelep doare ma klevas ger an Aotrou Jezuz ar re holl a chome en Azia, kenkoulz ar Yuzevien evel ar C'hresianed.
10 E durou isto por espaço de dois anos, de tal maneira que todos os que habitavam na Ásia ouviram a palavra do Senhor Jesus, tanto judeus como gregos.
11 Doue a rae mirakloù bras meurbet dre zaouarn Paol,
11 E Deus, pelas mãos de Paulo, fazia maravilhas extraordinárias,
12 en hevelep doare ma lakaed war ar re glañv mouchoueroù pe lienennoù o doa stoket ouzh e gorf, hag e oant yac'haet eus o c'hleñvedoù hag an drouk-speredoù a yae er-maez.
12 de sorte que até os lenços e aventais se levavam do seu corpo aos enfermos, e as enfermidades fugiam deles, e os espíritos malignos saíam.
13 Hiniennoù eus ar stolierien Yuzev a rede ar vro en em lakaas da c'hervel anv an Aotrou Jezuz war ar re a oa dalc'het gant an drouk-speredoù, o lavarout: Ni ho kourfed dre Jezuz a brezeg Paol.
13 E alguns dos exorcistas judeus, ambulantes, tentavam invocar o nome do Senhor Jesus sobre os que tinham espíritos malignos, dizendo: Esconjuro-vos por Jesus, a quem Paulo prega.
14 Ar re a rae kement-se a oa seizh mab Skeva, ur Yuzev hag unan eus ar veleien vras.
14 Os que faziam isto eram sete filhos de Ceva, judeu, principal dos sacerdotes.
15 An drouk-spered a respontas: Anavezout a ran Jezuz ha gouzout a ran piv eo Paol, met c'hwi, piv oc'h?
15 Respondendo, porém, o espírito maligno, disse: Conheço a Jesus e bem sei quem é Paulo; mas vós, quem sois?
16 An den dalc'het gant an drouk-spered en em daolas warno hag, o vezañ o mestroniet, a wallgasas anezho kement ma tec'hjont diouzh an ti en noazh ha gouliet.
16 E, saltando neles o homem que tinha o espírito maligno e assenhoreando-se de dois, pôde mais do que eles; de tal maneira que, nus e feridos, fugiram daquela casa.
17 Kement-se a voe anavezet gant an holl Yuzevien hag an holl C'hresianed a chome en Efez. Spontet e voent holl hag anv an Aotrou Jezuz a voe meulet.
17 E foi isto notório a todos os que habitavam em Éfeso, tanto judeus como gregos; e caiu temor sobre todos eles, e o nome do Senhor Jesus era engrandecido.
18 Kalz eus ar re o doa kredet a zeue da anzav ha da zisklêriañ ar pezh o doa graet.
18 Muitos dos que tinham crido vinham, confessando e publicando os seus feitos.
19 Un niver bras eus ar re o doa embreget hud a zegasas o levrioù hag o devas dirak an holl. Pa voe kontet ar priz a gement-se, e voe kavet e save da hanter-kant mil pezh arc'hant.
19 Também muitos dos que seguiam artes mágicas trouxeram os seus livros e os queimaram na presença de todos, e, feita a conta do seu preço, acharam que montava a cinquenta mil peças de prata.
20 Evel-se ger an Aotrou a greskas hag a greñvaas muioc'h-muiañ.
20 Assim, a palavra do Senhor crescia poderosamente e prevalecia.
21 Goude ma voe c'hoarvezet an traoù-se, Paol a lakaas en e spered da dreuziñ Makedonia hag Akaia ha da vont da Jeruzalem, o lavarout: Goude ma vin bet eno, e vo ret ivez din gwelout Rom.
21 E, cumpridas estas coisas, Paulo propôs, em espírito, ir a Jerusalém, passando pela Macedônia e pela Acaia, dizendo: Depois que houver estado ali, importa-me ver também Roma.
22 O vezañ kaset e Makedonia daou eus ar re a sikoure anezhañ, Timote hag Erast, e chomas c'hoazh un nebeud amzer en Azia.
22 E, enviando à Macedônia dois daqueles que o serviam, Timóteo e Erasto, ficou ele por algum tempo na Ásia.
23 C'hoarvezout a reas en amzer-se un drubuilh vras diwar-benn hent an Aotrou.
23 Naquele mesmo tempo, houve um não pequeno alvoroço acerca do Caminho.
24 Rak un den anvet Demetriuz, un orfebour, a rae temploù bihan eus Artemiz en arc'hant hag a roe kalz da c'hounit d'an artizaned.
24 Porque um certo ourives da prata, por nome Demétrio, que fazia, de prata, nichos de Diana, dava não pouco lucro aos artífices,
25 Bodañ a reas anezho gant ar re all a rae ar seurt labourioù-se hag e lavaras: O tud, anavezout a rit penaos e teu hon holl c'hounid eus al labour-se,
25 aos quais, havendo-os ajuntado com os oficiais de obras semelhantes, disse: Varões, vós bem sabeis que deste ofício temos a nossa prosperidade;
26 hag e welit hag e klevit penaos, n'eo ket en Efez hepken met kazi en Azia a-bezh, en deus ar Paol-se gounezet ha distroet kalz a dud, o lavarout n'int ket doueoù ar re a zo graet gant daouarn an dud.
26 e bem vedes e ouvis que não só em Éfeso, mas até quase em toda a Ásia, este Paulo tem convencido e afastado uma grande multidão, dizendo que não são deuses os que se fazem com as mãos.
27 N'eus ket hepken da gaout aon na vefe hor micher gwallvrudet, met ivez na gouezhfe templ an doueez vras Artemiz e dismegañs, ha na zeufe ivez da netra he braster a zo azeulet en Azia a-bezh hag er bed holl.
27 Não somente há o perigo de que a nossa profissão caia em descrédito, mas também de que o próprio templo da grande deusa Diana seja estimado em nada, vindo a majestade daquela que toda a Ásia e o mundo veneram a ser destruída.
28 O vezañ klevet kement-se, e voent leuniet a fulor hag e krijont: Bras eo Artemiz an Efeziz!
28 Ouvindo isto, encheram-se de ira e clamaram, dizendo: Grande é a Diana dos efésios!
29 Kêr holl a voe leuniet a veskadeg, hag e redjont holl a-unvan d'an teatr, o stlejañ ganto Gaiuz hag Aristark, tud eus Makedonia ha kenveajourien Paol.
29 E encheu-se de confusão toda a cidade, e unânimes correram ao teatro, arrebatando a Gaio e a Aristarco, macedônios, companheiros de Paulo na viagem.
30 Paol a fellas dezhañ en em ziskouez d'ar bobl, met an diskibien n'en lezjont ket d'ober.
30 E, querendo Paulo apresentar-se ao povo, não lho permitiram os discípulos.
31 Hiniennoù zoken e-touez an Aziarked, hag a oa e vignoned, a gasas d'e bediñ na yaje ket d'an teatr.
31 Também alguns dos principais da Ásia, que eram seus amigos, lhe rogaram que não se apresentasse no teatro.
32 Lod eta a grie en un doare, lod all en un doare all, rak ar vodadeg a oa gwall gemmesket hag an darn vuiañ anezho ne ouient ket evit petra e oant en em zastumet.
32 Uns, pois, clamavam de uma maneira, outros, de outra, porque o ajuntamento era confuso; e os mais deles não sabiam por que causa se tinham ajuntado.
33 Tennet e voe er-maez eus an engroez Aleksandr, a veze lakaet a-raok gant ar Yuzevien. Aleksandr, oc'h ober sin gant e zorn, a fellas dezhañ en em zifenn dirak ar bobl.
33 Então, tiraram Alexandre dentre a multidão, impelindo-o os judeus para diante; e Alexandre, acenando com a mão, queria dar razão disto ao povo.
34 Met adalek ma'c'h anavezjont e oa Yuzev, e krijont holl a-unvouezh e-pad div eurvezh pe dost: Bras eo Artemiz an Efeziz!
34 Mas, quando conheceram que era judeu, todos unanimemente levantaram a voz, clamando por espaço de quase duas horas: Grande é a Diana dos efésios!
35 Sekretour kêr, o vezañ peoc'haet ar bobl, a lavaras: Tud a Efez, piv eo an den ha ne oar ket penaos kêr an Efeziz eo mirerez eus an doueez vras Artemiz hag eus ar pezh a zo kouezhet eus an neñv?
35 Então, o escrivão da cidade, tendo apaziguado a multidão, disse: Varões efésios, qual é o homem que não sabe que a cidade dos efésios é a guardadora do templo da grande deusa Diana e da imagem que desceu de Júpiter?
36 Kement-se o vezañ anat, e tleit en em sioulaat ha chom hep ober netra gant hastidigezh.
36 Ora, não podendo isto ser contraditado, convém que vos aplaqueis e nada façais temerariamente;
37 Rak an dud-se hoc'h eus degaset, n'int na tud disakr na touerien a-enep ho toueez.
37 porque estes homens que aqui trouxestes nem são sacrílegos nem blasfemam da vossa deusa.
38 Mar en deus Demetriuz hag an artizaned a zo gantañ ur c'hlemm bennak d'ober a-enep unan bennak, ez eus deizioù a vreujoù ha prokoñsuled. Ra c'halvo an eil egile d'al lez-varn.
38 Mas, se Demétrio e os artífices que estão com ele têm alguma coisa contra alguém, há audiências e há procônsules; que se acusem uns aos outros.
39 Met mar hoc'h eus un dra bennak all da c'houlenn, e c'hello bezañ graet en un emvod hervez al lezenn.
39 Mas, se alguma outra coisa demandais, averiguar-se-á em legítimo ajuntamento.
40 Rak en dañjer emaomp da vezañ tamallet a zispac'h evit ar pezh a zo c'hoarvezet hiziv, dre n'hon eus abeg ebet evit reiñ digarez d'an dastumadeg-mañ.
40 Na verdade, até corremos perigo de que, por hoje, sejamos acusados de sedição, não havendo causa alguma com que possamos justificar este concurso.
41 O vezañ lavaret kement-se, e kasas kuit ar vodadeg.
41 E, tendo dito isto, despediu o ajuntamento.
Atalhos do teclado
- Capítulo anterior←
- Próximo capítulo→
- Versículo anteriork
- Próximo versículoj
- Limpar seleçãoEsc
- Esta ajuda?
Estude este capítulo no WhatsApp
Peça à IA da Bíblia Fala para explicar Atos 19, comparar traduções ou montar um estudo — tudo direto pelo WhatsApp.