Atos 18
Gospels (BRETON) vs ARC
1 Goude-se, Paol a yeas kuit eus Aten hag a zeuas da Gorint.
1 Depois disto, partiu Paulo de Atenas e chegou a Corinto.
2 Eno e kavas ur Yuzev anvet Akilaz, genidik eus ar Pont, nevez deuet eus Italia gant Prisilha e wreg, abalamour m'en doa Glaoda gourc'hemennet d'an holl Yuzevien mont kuit eus Rom. Mont a reas d'o c'havout
2 E, achando um certo judeu por nome Áquila, natural do Ponto, que havia pouco tinha vindo da Itália, e Priscila, sua mulher (pois Cláudio tinha mandado que todos os judeus saíssem de Roma), se ajuntou com eles,
3 hag, evel ma oa eus an hevelep micher, e chomas en o zi hag e labouras ganto: o micher a oa ober teltennoù.
3 e, como era do mesmo ofício, ficou com eles, e trabalhava; pois tinham por ofício fazer tendas.
4 Komz a reas er sinagogenn pep devezh sabad hag e lakaas Yuzevien ha Gresianed da grediñ.
4 E todos os sábados disputava na sinagoga e convencia a judeus e gregos.
5 Pa voe deuet Silaz ha Timote eus Makedonia, Paol, bountet gant ar Spered, a roas testeni gant hardizhegezh d'ar Yuzevien ez eo Jezuz ar C'hrist.
5 Quando Silas e Timóteo desceram da Macedônia, foi Paulo impulsionado pela palavra, testificando aos judeus que Jesus era o Cristo.
6 Met evel ma'c'h enebjont outañ ha ma vallozhjont, ec'h hejas e zilhad hag e lavaras dezho: Ra gouezho ho kwad war ho penn! Naet on anezhañ. Diwar vremañ ez in etrezek ar baganed.
6 Mas, resistindo e blasfemando eles, sacudiu as vestes e disse-lhes: O vosso sangue seja sobre a vossa cabeça; eu estou limpo e, desde agora, parto para os gentios.
7 O vezañ aet ac'hane, ez eas e ti un den anvet Justuz, un den a zouje Doue hag a oa e di stag ouzh ar sinagogenn.
7 E, saindo dali, entrou em casa de um homem chamado Tito Justo, que servia a Deus e cuja casa estava junto da sinagoga.
8 Krispuz, penn ar sinagogenn, a gredas en Aotrou gant e holl diegezh. Ha kalz a Gorintiz, o vezañ selaouet, a gredas hag a voe badezet.
8 E Crispo, principal da sinagoga, creu no Senhor com toda a sua casa; também muitos dos coríntios, ouvindo- o, creram e foram batizados.
9 An Aotrou a lavaras da Baol en ur weledigezh e-pad an noz: Na'z pez ket aon, met komz ha na dav ket,
9 E disse o Senhor, em visão, a Paulo: Não temas, mas fala e não te cales;
10 rak me a zo ganit ha den ne lakaio e zorn warnout d'ober droug dit, rak ur bobl vras am eus er gêr-mañ.
10 porque eu sou contigo, e ninguém lançará mão de ti para te fazer mal, pois tenho muito povo nesta cidade.
11 Chom a reas eno ur bloaz ha c'hwec'h miz, o kelenn ger Doue en o zouez.
11 E ficou ali um ano e seis meses, ensinando entre eles a palavra de Deus.
12 E-pad ma oa Gallion prokoñsul en Akaia, ar Yuzevien en em savas a-unvan a-enep Paol hag en degasas dirak al lezvarn,
12 Mas, sendo Gálio procônsul da Acaia, levantaram-se os judeus concordemente contra Paulo e o levaram ao tribunal,
13 o lavarout: Hemañ a ali an dud da servijañ Doue en un doare a zo a-enep al lezenn.
13 dizendo: Este persuade os homens a servir a Deus contra a lei.
14 Evel ma'z ae Paol da zigeriñ e c'henoù, Gallion a lavaras d'ar Yuzevien: Ma vije meneg eus un dislealded pe eus ur gwallober bennak, o Yuzevien, me a selaoufe ac'hanoc'h evel ma'z eo dereat,
14 E, querendo Paulo abrir a boca, disse Gálio aos judeus: Se houvesse, ó judeus, algum agravo ou crime enorme, com razão vos sofreria;
15 met mar d-eo un enebiezh diwar-benn gerioù, anvioù hag ho lezenn, e welot kement-se hoc'h-unan, rak ne fell ket din bezañ barner eus an traoù-se.
15 mas, se a questão é de palavras, e de nomes, e da lei que entre vós há, vede-o vós mesmos; porque eu não quero ser juiz dessas coisas!
16 Hag e kasas anezho kuit eus al lezvarn.
16 E expulsou-os do tribunal.
17 Neuze an holl C'hresianed a gemeras Sosten penn ar sinagogenn hag a gannas anezhañ dirak al lezvarn, ha Gallion ne reas van ebet a gement-se.
17 Então, todos agarraram Sóstenes, principal da sinagoga, e o feriram diante do tribunal; porém, a Gálio nada destas coisas o incomodava.
18 Paol, goude bezañ c'hoazh chomet e Korint pell a-walc'h, a gimiadas diouzh ar vreudeur hag a yeas dre vor war-zu Siria gant Prisilha hag Akilaz. E Kenkre e lakaas e vlev da vezañ troc'het rak graet en doa ur gouestl.
18 E Paulo, ficando ainda ali muitos dias, despediu-se dos irmãos e dali navegou para a Síria e, com ele, Priscila e Áquila, tendo rapado a cabeça em Cencreia, porque tinha voto.
19 Erruout a reas en Efez hag e lezas eno e genveajourien. O vezañ aet er sinagogenn, e komzas gant ar Yuzevien.
19 E chegou a Éfeso e deixou-os ali; mas ele, entrando na sinagoga, disputava com os judeus.
20 Int a bedas anezhañ da chom ganto pelloc'h, met n'asantas ket
20 E, rogando- lhe eles que ficasse por mais algum tempo, não conveio nisso.
21 hag e kimiadas diouto, en ur lavarout: Ret eo din a dra-sur lidañ ar gouel a zeu e Jeruzalem. Distreiñ a rin d'ho kwelout, mar plij gant Doue. Hag ez eas kuit dre vor eus Efez.
21 Antes, se despediu deles, dizendo: Querendo Deus, outra vez voltarei a vós. E partiu de Éfeso.
22 O vezañ douaret e Kezarea, e pignas da saludiñ an Iliz hag e tiskennas da Antioch.
22 E, chegando a Cesareia, subiu a Jerusalém e, saudando a igreja, desceu a Antioquia.
23 O vezañ tremenet ur pennad amzer eno, ez eas kuit hag e treuzas rannvroioù Galatia ha Frigia, en ur greñvaat an holl ziskibien.
23 E, estando ali algum tempo, partiu, passando sucessivamente pela província da Galácia e da Frígia, confirmando a todos os discípulos.
24 Neuze ur Yuzev anvet Apolloz, un den helavar genidik eus Aleksandria, a erruas en Efez. Barrek e oa war ar Skriturioù.
24 E chegou a Éfeso um certo judeu chamado Apolo, natural de Alexandria, varão eloquente e poderoso nas Escrituras.
25 Desket e oa bet en hent an Aotrou. Birvidik a spered, e komze hag e kelenne gant evezh diwar-benn an traoù a sell ouzh an Aotrou, petra bennak ma n'anaveze nemet badeziant Yann.
25 Este era instruído no caminho do Senhor; e, fervoroso de espírito, falava e ensinava diligentemente as coisas do Senhor, conhecendo somente o batismo de João.
26 En em lakaat a reas da gomz gant hardizhegezh er sinagogenn. Akilaz ha Prisilha o vezañ e glevet, a gemeras anezhañ ganto hag a zisplegas dezhañ gant muioc'h a evezh hent Doue.
26 Ele começou a falar ousadamente na sinagoga. Quando o ouviram Priscila e Áquila, o levaram consigo e lhe declararam mais pontualmente o caminho de Deus.
27 Evel ma felle dezhañ mont da Akaia, ar vreudeur a alias anezhañ da vont hag a skrivas d'an diskibien e zegemer mat. Pa voe en em gavet, e sikouras kalz ar re o doa kredet dre c'hras,
27 Querendo ele passar à Acaia, o animaram os irmãos e escreveram aos discípulos que o recebessem; o qual, tendo chegado, aproveitou muito aos que pela graça criam.
28 rak kendrec'hiñ a rae gant nerzh ar Yuzevien dirak an holl, o prouiñ dre ar Skriturioù ez eo Jezuz ar C'hrist.
28 Porque com grande veemência convencia publicamente os judeus, mostrando pelas Escrituras que Jesus era o Cristo.
Atalhos do teclado
- Capítulo anterior←
- Próximo capítulo→
- Versículo anteriork
- Próximo versículoj
- Limpar seleçãoEsc
- Esta ajuda?
Estude este capítulo no WhatsApp
Peça à IA da Bíblia Fala para explicar Atos 18, comparar traduções ou montar um estudo — tudo direto pelo WhatsApp.