Atos 17
Gospels (BRETON) vs ACF
1 Goude bezañ tremenet dre Amfipoliz hag Apollonia, e teujont da Desalonike e-lec'h ma oa sinagogenn ar Yuzevien.
1 E passando por Anfípolis e Apolônia, chegaram a Tessalônica, onde havia uma sinagoga de judeus.
2 Paol, hervez e c'hiz, a yeas d'o c'havout hag, e-pad tri sabad, e komzas outo diwar-benn ar Skriturioù,
2 E Paulo, como tinha por costume, foi ter com eles; e por três sábados disputou com eles sobre as Escrituras,
3 o tisplegañ hag o tiskenn penaos e oa ret d'ar C'hrist gouzañv hag adsevel a-douez ar re varv, hag o lavarout: Ar C'hrist-se eo Jezuz a brezegan deoc'h.
3 Expondo e demonstrando que convinha que o Cristo padecesse e ressuscitasse dentre os mortos. E este Jesus, que vos anuncio, dizia ele, é o Cristo.
4 Darn anezho a gredas hag en em unanas da Baol ha da Silaz, gant ul lod bras a C'hresianed a zouje Doue ha kalz a wragez a renk uhel.
4 E alguns deles creram, e ajuntaram-se com Paulo e Silas; e também uma grande multidão de gregos religiosos, e não poucas mulheres principais.
5 Met ar Yuzevien diskredik, leun a warizi, a gemeras ganto un toullad paotred fall diwar al leurgêr, hag, o vezañ dastumet un engroez, e lakajont trubuilh dre gêr. O vont da di Jason, e klaskjont anezho evit o c'has dirak ar bobl.
5 Mas os judeus desobedientes, movidos de inveja, tomaram consigo alguns homens perversos, dentre os vadios e, ajuntando o povo, alvoroçaram a cidade, e assaltando a casa de Jasom, procuravam trazê-los para junto do povo.
6 Ne gavjont ket anezho hag e stlejjont Jason hag hiniennoù eus ar vreudeur dirak ar pennoù-kêr, o krial: An dud-mañ o deus trubuilhet ar bed hag a zo ivez amañ,
6 E, não os achando, trouxeram Jasom e alguns irmãos à presença dos magistrados da cidade, clamando: Estes que têm alvoroçado o mundo, chegaram também aqui;
7 ha Jason en deus o degemeret. Int holl, enebourien da c'hourc'hemennoù Kezar, a lavar ez eus ur roue all, Jezuz.
7 Os quais Jasom recolheu; e todos estes procedem contra os decretos de César, dizendo que há outro rei, Jesus.
8 Fromañ a rejont ar bobl hag ar pennoù-kêr pa glevjont an traoù-se.
8 E alvoroçaram a multidão e os principais da cidade, que ouviram estas coisas.
9 Goude bezañ resevet ur c'hred digant Jason ha digant ar re all, e lezjont anezho da vont kuit.
9 Tendo, porém, recebido satisfação de Jasom e dos demais, os soltaram.
10 Raktal ar vreudeur a lakaas en noz Paol ha Silaz da vont kuit da v-Beroia. O vezañ erruet eno, ez ejont e sinagogenn ar Yuzevien.
10 E logo os irmãos enviaram de noite Paulo e Silas a Beréia; e eles, chegando lá, foram à sinagoga dos judeus.
11 Ar re-mañ o doa soñjoù uheloc'h eget re eus Tesalonike, hag e resevjont ar ger gant kalz muioc'h a vuander, o studiañ bemdez ar Skriturioù evit gwelout daoust hag e oa gwir ar pezh a lavared dezho.
11 Ora, estes foram mais nobres do que os que estavam em Tessalônica, porque de bom grado receberam a palavra, examinando cada dia nas Escrituras se estas coisas eram assim.
12 Kalz anezho eta a gredas, kenkoulz hag un niver bras a-walc'h a wragez C'hresian a renk uhel hag a wazed.
12 De sorte que creram muitos deles, e também mulheres gregas da classe nobre, e não poucos homens.
13 Met pa ouezas Yuzevien Tesalonike penaos ger Doue a oa prezeget e Beroia gant Paol, e teujont hag e savjont ar bobl.
13 Mas, logo que os judeus de Tessalônica souberam que a palavra de Deus também era anunciada por Paulo em Beréia, foram lá, e excitaram as multidões.
14 Kerkent ar vreudeur a gasas kuit Paol, evit ober van da vont war-zu ar mor. Silaz ha Timote a chomas eno.
14 No mesmo instante os irmãos mandaram a Paulo que fosse até ao mar, mas Silas e Timóteo ficaram ali.
15 Ar re a yae gant Paol a gasas anezhañ betek Aten. Goude bezañ bet an urzh da lavarout da Silaz ha Timote dont buan d'e gavout, ez ejont kuit.
15 E os que acompanhavam Paulo o levaram até Atenas, e, recebendo ordem para que Silas e Timóteo fossem ter com ele o mais depressa possível, partiram.
16 E-pad ma oa Paol ouzh o gortoz en Aten, e oa kounnaret e spered ennañ e-unan o welout ar gêr-se leuniet holl gant idoloù.
16 E, enquanto Paulo os esperava em Atenas, o seu espírito se comovia em si mesmo, vendo a cidade tão entregue à idolatria.
17 Komz a reas eta er sinagogenn gant ar Yuzevien ha gant ar re a zouje Doue, ha bemdez war al leurgêr gant ar re en em gave eno.
17 De sorte que disputava na sinagoga com os judeus e religiosos, e todos os dias na praça com os que se apresentavam.
18 Un nebeud filozoferien epikuriat ha stoikat a gomzas gantañ. Darn a lavaras: Petra a fell d'an teodeg-se lavarout? Ha darn all: Seblantout a ra kemenn doueoù estrañjour. Rak prezeg a rae dezho Jezuz hag an adsavidigezh a varv.
18 E alguns dos filósofos epicureus e estóicos contendiam com ele; e uns diziam: Que quer dizer este paroleiro? E outros: Parece que é pregador de deuses estranhos; porque lhes anunciava a Jesus e a ressurreição.
19 O vezañ e gemeret, e kasjont anezhañ d'an Areopaj, o lavarout: Hag e c'hellfemp gouzout petra eo ar gelennadurezh nevez-se a brezegez?
19 E tomando-o, o levaram ao Areópago, dizendo: Poderemos nós saber que nova doutrina é essa de que falas?
20 Rak da glevout a reomp o lavarout traoù iskis. Ni a fell deomp eta gouzout petra eo kement-se.
20 Pois coisas estranhas nos trazes aos ouvidos; queremos pois saber o que vem a ser isto
21 An holl Ateniz hag an estrañjourien a chome en eno ne dremenent o amzer nemet o lavarout pe o selaou un nevezinti bennak.
21 (Pois todos os atenienses e estrangeiros residentes, de nenhuma outra coisa se ocupavam, senão de dizer e ouvir alguma novidade).
22 Paol, oc'h en em zerc'hel e-kreiz an Areopaj, a lavaras: Tud Atenat, gwelout a ran penaos en holl draoù oc'h relijius dreist pep tra.
22 E, estando Paulo no meio do Areópago, disse: Homens atenienses, em tudo vos vejo um tanto supersticiosos;
23 Rak, o tremen hag o sellout ouzh an traoù a azeulit, em eus kavet zoken un aoter ma'z eo skrivet warni: D'un doue dizanav. An hini a azeulit hep e anavezout, hennezh eo an hini a gemennan deoc'h.
23 Porque, passando eu e vendo os vossos santuários, achei também um altar em que estava escrito: AO DEUS DESCONHECIDO. Esse, pois, que vós honrais, não o conhecendo, é o que eu vos anuncio.
24 An Doue hag en deus graet ar bed hag an holl draoù a zo ennañ, o vezañ Aotrou an neñv hag an douar, ne chom ket en temploù savet gant dorn an dud.
24 O Deus que fez o mundo e tudo que nele há, sendo Senhor do céu e da terra, não habita em templos feitos por mãos de homens;
25 N'eo ket servijet gant daouarn an dud evel m'en defe ezhomm eus un dra bennak, eñ an hini a ro d'an holl ar vuhez, an anal hag an holl draoù.
25 Nem tampouco é servido por mãos de homens, como que necessitando de alguma coisa; pois ele mesmo é quem dá a todos a vida, e a respiração, e todas as coisas;
26 Graet en deus eus ur gwad hepken holl ouenn an dud, evit chom war holl c'horre an douar, o vezañ didermenet an amzervezhioù hag harzoù o chomlec'hioù,
26 E de um só sangue fez toda a geração dos homens, para habitar sobre toda a face da terra, determinando os tempos já dantes ordenados, e os limites da sua habitação;
27 evit ma klaskint an Aotrou, da welout hag int a c'hellfe e gavout en ur e glask a-dastorn, petra bennak ma n'emañ ket pell diouzh hini ac'hanomp.
27 Para que buscassem ao Senhor, se porventura, tateando, o pudessem achar; ainda que não está longe de cada um de nós;
28 Rak ennañ eo hon eus ar vuhez, ar fiñv hag ar boud, evel m'o deus lavaret ivez hiniennoù eus ho parzhed: Rak anezhañ omp ivez al lignez.
28 Porque nele vivemos, e nos movemos, e existimos; como também alguns dos vossos poetas disseram: Pois somos também sua geração.
29 O vezañ eta eus lignez Doue, ne dleomp ket krediñ ez eo an doueelezh heñvel ouzh aour pe ouzh arc'hant pe ouzh maen, kizellet gant arz hag ijin an den.
29 Sendo nós, pois, geração de Deus, não havemos de cuidar que a divindade seja semelhante ao ouro, ou à prata, ou à pedra esculpida por artifício e imaginação dos homens.
30 Doue, o vezañ eta lezet an amzer a ziouiziegezh-se da dremen, a c'hourc'hemenn bremañ d'an holl dud en holl lec'hioù kaout keuz,
30 Mas Deus, não tendo em conta os tempos da ignorância, anuncia agora a todos os homens, e em todo o lugar, que se arrependam;
31 abalamour m'en deus divizet un devezh ma tle barn ennañ ar bed gant reizhder, dre an den en deus diazezet. Roet en deus d'an holl ur brouenn sklaer a gement-se, en ur sevel anezhañ a-douez ar re varv.
31 Porquanto tem determinado um dia em que com justiça há de julgar o mundo, por meio do homem que destinou; e disso deu certeza a todos, ressuscitando-o dentre os mortos.
32 Pa glevjont komz diwar adsavidigezh a-douez ar re varv, darn a reas goap hag ar re all a lavaras: Da glevout a raimp ur wech all war gement-se.
32 E, como ouviram falar da ressurreição dos mortos, uns escarneciam, e outros diziam: Acerca disso te ouviremos outra vez.
33 Evel-se Paol a yeas kuit eus o zouez.
33 E assim Paulo saiu do meio deles.
34 Koulskoude hiniennoù en em unanas dezhañ hag a gredas, en o zouez, Denez an Areopajiad, ur wreg anvet Damariz ha reoù all ganto.
34 Todavia, chegando alguns homens a ele, creram; entre os quais foi Dionísio, areopagita, uma mulher por nome Dâmaris, e com eles outros.
Atalhos do teclado
- Capítulo anterior←
- Próximo capítulo→
- Versículo anteriork
- Próximo versículoj
- Limpar seleçãoEsc
- Esta ajuda?
Estude este capítulo no WhatsApp
Peça à IA da Bíblia Fala para explicar Atos 17, comparar traduções ou montar um estudo — tudo direto pelo WhatsApp.