Atos 16
Gospels (BRETON) vs ARIB
1 Dont a reas e Derb hag e Listra. Ha setu, bez' e oa eno un diskibl anvet Timote, mab da ur Yuzevez hag a grede ha da un tad Gresian.
1 Chegou também a Derbe e Listra. E eis que estava ali certo discípulo por nome Timóteo, filho de uma judia crente, mas de pai grego;
2 Breudeur Listr hag Ikoniom a roe anezhañ un testeni mat.
2 do qual davam bom testemunho os irmãos em Listra e Icônio.
3 Paol a fellas dezhañ e teuje gantañ. E gemer a reas hag ec'h amdroc'has anezhañ abalamour d'ar Yuzevien a oa el lec'h-se, rak an holl a ouie e oa Gresian e dad.
3 Paulo quis que este fosse com ele e, tomando-o, o circuncidou por causa dos judeus que estavam naqueles lugares; porque todos sabiam que seu pai era grego.
4 Evel ma'z aent eus kêr e kêr, ec'h alient mirout an urzhioù a oa bet lakaet gant an ebestel ha gant henaourien Jeruzalem.
4 Quando iam passando pelas cidades, entregavam aos irmãos, para serem observadas, as decisões que haviam sido tomadas pelos apóstolos e anciãos em Jerusalém.
5 Evel-se an Ilizoù a greñvae er feiz hag an niver anezho a greske a zeiz da zeiz.
5 Assim as igrejas eram confirmadas na fé, e dia a dia cresciam em número.
6 P'o doe treuzet Frigia ha bro C'halatia, ar Spered-Santel a zifennas outo prezeg ar ger en Azia.
6 Atravessaram a região frígio-gálata, tendo sido impedidos pelo Espírito Santo de anunciar a palavra na Ásia;
7 O vezañ deuet tost da v-Misia, en em lakajont da vont e Bitinia, met ar Spered n'o lezas ket da vont.
7 e tendo chegado diante da Mísia, tentavam ir para Bitínia, mas o Espírito de Jesus não lho permitiu.
8 Neuze e treuzjont Misia hag e tiskennjont e Troaz.
8 Então, passando pela Mísia, desceram a Trôade.
9 Paol en doa ur weledigezh e-pad an noz: un den Makedoniat en em zalc'he en e sav hag en pede o lavarout: Tremen e Makedonia, deus d'hor sikour.
9 De noite apareceu a Paulo esta visão: estava ali em pé um homem da Macedônia, que lhe rogava: Passa à Macedônia e ajuda-nos.
10 Kerkent ha m'en doa bet ar weledigezh-se, e klaskjomp mont e Makedonia, o krediñ ervat en doa an Aotrou hor galvet da brezeg an Aviel eno.
10 E quando ele teve esta visão, procurávamos logo partir para a Macedônia, concluindo que Deus nos havia chamado para lhes anunciarmos o evangelho.
11 O vezañ eta aet kuit eus Troaz, ez ejomp eeun dre vor etrezek Samotraz, hag an deiz war-lerc'h etrezek Neapoliz.
11 Navegando, pois, de Trôade, fomos em direitura a Samotrácia, e no dia seguinte a Neápolis;
12 Ac'hano ez ejomp da Filipi, hag a zo ur gêr gentañ eus un distrig eus Makedonia hag un drevadenn. Chom a rejomp er gêr-se un nebeud devezhioù.
12 e dali para Filipos, que é a primeira cidade desse distrito da Macedônia, e colônia romana; e estivemos alguns dias nessa cidade.
13 D'an deiz sabad ez ejomp er-maez eus kêr, tost d'ur stêr e-lec'h ma oant kustumet d'ober ar bedenn. O vezañ azezet, hon eus komzet ouzh ar gwragez a oa en em zastumet eno.
13 No sábado saímos portas afora para a beira do rio, onde julgávamos haver um lugar de oração e, sentados, falávamos às mulheres ali reunidas.
14 Ur wreg anvet Lidia, ur varc'hadourez limestra eus kêr Diatira, ur wreg a zouje Doue, a selaouas. An Aotrou a zigoras he c'halon dezhi evit ma raje evezh ouzh an traoù a lavare Paol.
14 E certa mulher chamada Lídia, vendedora de púrpura, da cidade de Tiatira, e que temia a Deus, nos escutava e o Senhor lhe abriu o coração para atender às coisas que Paulo dizia.
15 Pa voe bet badezet gant he zud, e reas ar goulenn-mañ: Ma hoc'h eus kavet ac'hanon feal d'an Aotrou, deuit em zi ha chomit ennañ. Hag hol lakaas d'ober evel-se.
15 Depois que foi batizada, ela e a sua casa, rogou-nos, dizendo: Se haveis julgado que eu sou fiel ao Senhor, entrai em minha casa, e ficai ali. E nos constrangeu a isso.
16 Evel ma'z aemp d'ar bedenn, ur vatezh dalc'het gant ur spered a Biton hag a zegase ur gounid bras d'he mistri oc'h ober micher a zivinouriezh, a ziaraogas ac'hanomp.
16 Ora, aconteceu que quando íamos ao lugar de oração, nos veio ao encontro uma jovem que tinha um espírito adivinhador, e que, adivinhando, dava grande lucro a seus senhores.
17 O heuliañ Paol ha ni, e krie: An dud-mañ a zo servijerien an Doue Uhel-Meurbet hag a gemenn deoc'h hent ar silividigezh.
17 Ela, seguindo a Paulo e a nós, clamava, dizendo: São servos do Deus Altíssimo estes homens que vos anunciam um caminho de salvação.
18 Kement-se a reas e-pad meur a zevezh. Paol, hegaset, a zistroas hag a lavaras d'ar spered: Me a c'hourc'hemenn dit, en anv Jezuz-Krist, da vont er-maez anezhi. Hag ez eas kuit raktal.
18 E fazia isto por muitos dias. Mas Paulo, perturbado, voltou-se e disse ao espírito: Eu te ordeno em nome de Jesus Cristo que saias dela. E na mesma hora saiu.
19 Met he mistri, o welout o doa kollet an esper eus o gounid, a grogas e Paol hag e Silaz, hag o stlejas war al leurgêr dirak ar pennoù-kêr.
19 Ora, vendo seus senhores que a esperança do seu lucro havia desaparecido, prenderam a Paulo e Silas, e os arrastaram para uma praça à presença dos magistrados.
20 O vezañ o c'haset dirak ar pennoù, e lavarjont dezho: An dud-mañ a drubuilh hor c'hêr. Yuzevien int,
20 E, apresentando-os aos magistrados, disseram: Estes homens, sendo judeus, estão perturbando muito a nossa cidade,
21 hag e kelennont boazioù ha n'eo ket aotreet deomp o degemer nag o heuliañ, pa'z eo gwir ez omp Romaned.
21 e pregam costumes que não nos é lícito receber nem praticar, sendo nós romanos.
22 An engroez a savas a-enep dezho, hag ar pennoù, o vezañ lakaet o dilhad da vezañ difreuzet diwarno, a c'hourc'hemennas o skourjezañ gant gwalinier.
22 A multidão levantou-se à uma contra eles, e os magistrados, rasgando-lhes os vestidos, mandaram açoitá-los com varas.
23 Goude bezañ roet dezho kalz a daolioù, e taoljont anezho er prizon hag e c'hourc'hemennjont d'ar bac'her o diwall gant evezh.
23 E, havendo-lhes dado muitos açoites, os lançaram na prisão, mandando ao carcereiro que os guardasse com segurança.
24 O vezañ bet an urzh-se, hemañ o zaolas er prizon a-ziabarzh hag a ereas o zreid gant hualoù.
24 Ele, tendo recebido tal ordem, os lançou na prisão interior e lhes segurou os pés no tronco.
25 War-dro hanternoz, Paol ha Silaz a oa o pediñ hag o kanañ meuleudioù da Zoue, hag ar brizonidi o c'hleve.
25 Pela meia-noite Paulo e Silas oravam e cantavam hinos a Deus, enquanto os presos os escutavam.
26 A-daol trumm e c'hoarvezas ur c'hren-douar bras, en hevelep doare ma voe brañsellet diazez ar prizon. Kerkent, an holl zorojoù a voe digoret hag ereoù an holl brizonidi a voe torret.
26 De repente houve um tão grande terremoto que foram abalados os alicerces do cárcere, e logo se abriram todas as portas e foram soltos os grilhões de todos.
27 Ar bac'her, o vezañ dihunet hag o welout dorojoù ar prizon digor, a dennas e gleze hag a oa o vont d'en em lazhañ, o krediñ e oa aet ar brizonidi kuit.
27 Ora, o carcereiro, tendo acordado e vendo abertas as portas da prisão, tirou a espada e ia suicidar-se, supondo que os presos tivessem fugido.
28 Met Paol a grias gant ur vouezh kreñv: Na ra droug ebet dit, rak emaomp holl amañ.
28 Mas Paulo bradou em alta voz, dizendo: Não te faças nenhum mal, porque todos aqui estamos.
29 O vezañ goulennet gouloù, ec'h antreas buan hag, en ur grenañ, en em daolas ouzh treid Paol ha Silaz.
29 Tendo ele pedido luz, saltou dentro e, todo trêmulo, se prostrou ante Paulo e Silas
30 Hag, o tegas anezho er-maez, e lavaras: Aotrounez, petra eo ret din d'ober evit bezañ salvet?
30 e, tirando-os para fora, disse: Senhores, que me é necessário fazer para me salvar?
31 Lavarout a rejont: Kred en Aotrou Jezuz-Krist, hag e vi salvet, te ha da diegezh.
31 Responderam eles: Crê no Senhor Jesus e serás salvo, tu e tua casa.
32 Kemenn a rejont dezhañ ger an Aotrou, ha d'ar re holl a oa en e di.
32 Então lhe pregaram a palavra de Deus, e a todos os que estavam em sua casa.
33 Eñ a gemeras anezho gantañ d'an eur-se eus an noz hag a walc'has o goulioù. Ha raktal a voe badezet, eñ hag e holl dud.
33 Tomando-os ele consigo naquela mesma hora da noite, lavou-lhes as feridas; e logo foi batizado, ele e todos os seus.
34 O vezañ degaset anezho en e di, e roas dezho da zebriñ hag en em laouenaas da vezañ kredet e Doue gant e holl diegezh.
34 Então os fez subir para sua casa, pôs-lhes a mesa e alegrou-se muito com toda a sua casa, por ter crido em Deus.
35 Pa voe deuet an deiz, ar pennoù a gasas serjanted da lavarout: Laosk an dud-se.
35 Quando amanheceu, os magistrados mandaram quadrilheiros a dizer: Soltai aqueles homens.
36 Ar bac'her a lavaras da Baol ar c'homzoù-se: Ar pennoù o deus kaset keloù evit ho leuskel, deuit bremañ er-maez hag it e peoc'h.
36 E o carcereiro transmitiu a Paulo estas palavras, dizendo: Os magistrados mandaram que fosseis soltos; agora, pois, saí e ide em paz.
37 Met Paol a lavaras dezho: Goude bezañ hor skourjezet dirak an holl hep barn, ha ni Romaned, o deus hol lakaet er prizon, ha bremañ e laoskont ac'hanomp kuit e kuzh! Ne c'hoarvezo ket kement-se. Ra deuint hoc'h-unan d'hol lakaat er-maez.
37 Mas Paulo respondeu-lhes: Açoitaram-nos publicamente sem sermos condenados, sendo cidadãos romanos, e nos lançaram na prisão, e agora encobertamente nos lançam fora? De modo nenhum será assim; mas venham eles mesmos e nos tirem.
38 Ar serjanted a lavaras ar gerioù-se d'ar pennoù, hag ar re-mañ o doe aon o klevout e oant Roman.
38 E os quadrilheiros foram dizer aos magistrados estas palavras, e estes temeram quando ouviram que eles eram romanos;
39 Dont a rejont eta d'o sioulaat. Hag o c'hasjont er-maez hag e pedjont anezho da vont kuit eus kêr.
39 vieram, pediram-lhes desculpas e, tirando-os para fora, rogavam que se retirassem da cidade.
40 Int, goude bezañ aet er-maez eus ar prizon, a yeas da di Lidia hag, o vezañ gwelet ar vreudeur, e kalonekajont anezho hag ez ejont kuit.
40 Então eles saíram da prisão, entraram em casa de Lídia, e, vendo os irmãos, os confortaram, e partiram.
Atalhos do teclado
- Capítulo anterior←
- Próximo capítulo→
- Versículo anteriork
- Próximo versículoj
- Limpar seleçãoEsc
- Esta ajuda?
Estude este capítulo no WhatsApp
Peça à IA da Bíblia Fala para explicar Atos 16, comparar traduções ou montar um estudo — tudo direto pelo WhatsApp.