Atos 15
Gospels (BRETON) vs ARC
1 Hiniennoù deuet eus Judea a gelennas ar vreudeur o lavarout: Ma n'oc'h ket amdroc'het hervez giz Moizez, ne c'hellit ket bezañ salvet.
1 Então, alguns que tinham descido da Judeia ensinavam assim os irmãos: Se vos não circuncidardes, conforme o uso de Moisés, não podeis salvar-vos.
2 Un tabut bras hag ur breud o vezañ eta savet etre Paol ha Barnabaz hag ar re-mañ, e voe divizet e pignje Paol ha Barnabaz hag hiniennoù eus o zouez da Jeruzalem da gavout an ebestel hag an henaourien diwar-benn kement-se.
2 Tendo tido Paulo e Barnabé não pequena discussão e contenda contra eles, resolveu-se que Paulo, Barnabé e alguns dentre eles subissem a Jerusalém aos apóstolos e aos anciãos sobre aquela questão.
3 O vezañ eta kaset gant an Iliz, e treuzjont Fenikia ha Samaria, e kontjont distro ar baganed ouzh Doue hag e rojont ul levenez vras d'an holl vreudeur.
3 E eles, sendo acompanhados pela igreja, passaram pela Fenícia e por Samaria, contando a conversão dos gentios, e davam grande alegria a todos os irmãos.
4 O vezañ erruet e Jeruzalem, e voent degemeret gant an Iliz, gant an ebestel ha gant an henaourien, hag e rojont da anavezout an holl draoù en doa Doue graet ganto.
4 Quando chegaram a Jerusalém, foram recebidos pela igreja e pelos apóstolos e anciãos e lhes anunciaram quão grandes coisas Deus tinha feito com eles.
5 Met hiniennoù eus kostezenn ar farizianed o doa kredet a savas o lavarout e oa ret amdroc'hañ anezho ha gourc'hemenn dezho mirout lezenn Moizez.
5 Alguns, porém, da seita dos fariseus que tinham crido se levantaram, dizendo que era mister circuncidá-los e mandar- lhes que guardassem a lei de Moisés.
6 An ebestel hag an henaourien en em zastumas evit sellout pizh ouzh ar gudenn-se.
6 Congregaram-se, pois, os apóstolos e os anciãos para considerar este assunto.
7 Evel ma oa ur breud bras, Pêr a savas hag a lavaras dezho: Tud breudeur, anavezout a rit penaos pell amzer' zo en deus Doue va dibabet en hon touez, evit ma klevje ar baganed dre va genoù ger an Aviel ha ma kredjent.
7 E, havendo grande contenda, levantou-se Pedro e disse-lhes: Varões irmãos, bem sabeis que já há muito tempo Deus me elegeu dentre vós, para que os gentios ouvissem da minha boca a palavra do evangelho e cressem.
8 Doue, hag a anavez ar c'halonoù, en deus roet testeni dezho en ur reiñ dezho ar Spered-Santel kenkoulz ha deomp-ni,
8 E Deus, que conhece os corações, lhes deu testemunho, dando-lhes o Espírito Santo, assim como também a nós;
9 n'en deus graet diforc'h ebet etre ni hag int, o vezañ glanaet o c'halonoù dre ar feiz.
9 e não fez diferença alguma entre eles e nós, purificando o seu coração pela fé.
10 Bremañ eta, perak e temptit Doue en ur lakaat war an diskibien ur yev n'hon eus ket bet an nerzh da zougen, nag hon tadoù na ni hon-unan?
10 Agora, pois, por que tentais a Deus, pondo sobre a cerviz dos discípulos um jugo que nem nossos pais nem nós podemos suportar?
11 Met krediñ a reomp ez omp salvet dre c'hras an Aotrou Jezuz-Krist, kenkoulz hag int.
11 Mas cremos que seremos salvos pela graça do Senhor Jesus Cristo, como eles também.
12 An holl vodadenn a davas hag e selaouent Barnabaz ha Paol o kontañ pebezh mirakloù ha pebezh burzhudoù en doa Doue graet drezo e-touez ar baganed.
12 Então, toda a multidão se calou e escutava a Barnabé e a Paulo, que contavam quão grandes sinais e prodígios Deus havia feito por meio deles entre os gentios.
13 Goude m'o doe paouezet da gomz, Jakez a gemeras ar gomz hag a lavaras: Tud breudeur, selaouit ac'hanon.
13 E, havendo-se eles calado, tomou Tiago a palavra, dizendo: Varões irmãos, ouvi-me.
14 Simon en deus disklêriet penaos en deus Doue sellet ouzh ar baganed, evit dibab en o zouez ur bobl d'e anv.
14 Simão relatou como, primeiramente, Deus visitou os gentios, para tomar deles um povo para o seu nome.
15 Ha gant kement-se emañ o klotañ gerioù ar brofeded, hervez ma'z eo skrivet:
15 E com isto concordam as palavras dos profetas, como está escrito:
16 Goude-se e tistroin hag ec'h adsavin teltenn David a oa kouezhet, sevel a rin a-nevez he dismantroù hag e lakain anezhi en he sav,
16 Depois disto, voltarei e reedificarei o tabernáculo de Davi, que está caído; levantá-lo-ei das suas ruínas e tornarei a edificá-lo.
17 evit ma vo klasket an Aotrou gant an nemorant eus an dud ha gant an holl vroadoù ma'z eo galvet va anv warno, eme an Aotrou en deus graet an holl draoù-mañ.
17 Para que o resto dos homens busque ao Senhor, e também todos os gentios sobre os quais o meu nome é invocado, diz o Senhor, que faz todas estas coisas
18 E holl oberoù a zo anavezet gant Doue a bep amzer.
18 que são conhecidas desde toda a eternidade.
19 Dre-se e soñj din ne dleer ket tregasiñ ar re eus ar baganed a zistro ouzh Doue,
19 Pelo que julgo que não se deve perturbar aqueles, dentre os gentios, que se convertem a Deus,
20 met skrivañ dezho en em virout diouzh pep saotr an idoloù, diouzh ar c'hadaliezh, diouzh al loened mouget ha diouzh ar gwad.
20 mas escrever-lhes que se abstenham das contaminações dos ídolos, da prostituição, do que é sufocado e do sangue.
21 Rak e pep kêr, abaoe kalz a rummadoù, ez eus tud a brezeg Moizez, pa'z eo lennet pep sabad er sinagogennoù.
21 Porque Moisés, desde os tempos antigos, tem em cada cidade quem o pregue e, cada sábado, é lido nas sinagogas.
22 Neuze e voe kavet mat gant an ebestel hag an henaourien, gant an holl Iliz, dibab tud eus o zouez evit o c'has da Antioch gant Paol ha Barnabaz: Judaz lesanvet Barsabbaz ha Silaz, tud eus ar re gentañ e-touez ar vreudeur.
22 Então, pareceu bem aos apóstolos e aos anciãos, com toda a igreja, eleger varões dentre eles e enviá-los com Paulo e Barnabé a Antioquia, a saber: Judas, chamado Barsabás, e Silas, varões distintos entre os irmãos.
23 Kement-mañ a skrivjont drezo: An ebestel, an henaourien hag ar vreudeur, d'ar vreudeur a-douez ar baganed a zo en Antioch, e Siria hag e Kilisia: Salud!
23 E por intermédio deles escreveram o seguinte: Os apóstolos, e os anciãos, e os irmãos, aos irmãos dentre os gentios que estão em Antioquia, Síria e Cilícia, saúde.
24 Evel ma hon eus anavezet penaos hiniennoù deuet eus hon touez o deus trubuilhet ac'hanoc'h gant o frezegennoù, o vrañsellat hoc'h eneoù en ur lavarout eo ret bezañ amdroc'het ha mirout al lezenn, ar pezh n'hon eus ket gourc'hemennet dezho,
24 Porquanto ouvimos que alguns que saíram dentre nós vos perturbaram com palavras e transtornaram a vossa alma (não lhes tendo nós dado mandamento),
25 ni hon eus kavet mat, holl asambles, dibab tud hag o c'has deoc'h gant hor re garet-mat Barnabaz ha Paol,
25 pareceu-nos bem, reunidos concordemente, eleger alguns varões e enviá-los com os nossos amados Barnabé e Paulo,
26 tud o deus risklet o buhez evit anv hon Aotrou Jezuz-Krist.
26 homens que já expuseram a vida pelo nome de nosso Senhor Jesus Cristo.
27 Kaset hon eus eta Judaz ha Silaz, da zisklêriañ deoc'h a c'henoù an hevelep traoù.
27 Enviamos, portanto, Judas e Silas, os quais de boca vos anunciarão também o mesmo.
28 Rak kavet eo bet mat gant ar Spered-Santel ha ganeomp-ni, na vije ket lakaet warnoc'h bec'hioù all nemet ar re a zo ret,
28 Na verdade, pareceu bem ao Espírito Santo e a nós não vos impor mais encargo algum, senão estas coisas necessárias:
29 da lavarout eo, m'en em virot diouzh ar pezh a zo bet aberzhet d'an idoloù, diouzh ar gwad, diouzh ar pezh a zo bet mouget ha diouzh ar c'hadaliezh. Mat a reot diwall diouzh an traoù-se. Yec'hed deoc'h!
29 Que vos abstenhais das coisas sacrificadas aos ídolos, e do sangue, e da carne sufocada, e da fornicação; destas coisas fareis bem se vos guardardes. Bem vos vá.
30 O vezañ eta bet kaset, e teujont da Antioch ha, p'o doe dastumet ar bobl, e rojont al lizher.
30 Tendo-se eles, então, despedido, partiram para Antioquia e, ajuntando a multidão, entregaram a carta.
31 O vezañ e lennet, en em laouenajont eus an ali mat-se.
31 E, quando a leram, alegraram-se pela exortação.
32 Judaz ha Silaz, o vezañ profeded o-unan, a galonekaas hag a greñvaas ar vreudeur dre veur a brezegenn.
32 Depois, Judas e Silas, que também eram profetas, exortaram e confirmaram os irmãos com muitas palavras.
33 Goude bezañ chomet eno ur pennad amzer, e voent kaset kuit e peoc'h gant ar vreudeur etrezek an ebestel.
33 E, detendo-se ali algum tempo, os irmãos os deixaram voltar em paz para os apóstolos,
34 Koulskoude Silaz a gavas mat chom.
34 mas pareceu bem a Silas ficar ali.
35 Paol ha Barnabaz a chomas en Antioch, o kelenn hag o prezeg an Aviel, ger an Aotrou, gant meur a hini all.
35 E Paulo e Barnabé ficaram em Antioquia, ensinando e pregando, com muitos outros, a palavra do Senhor.
36 Un devezhioù bennak goude, Paol a lavaras da Varnabaz: Distroomp da weladenniñ hor breudeur en holl gêrioù hon eus prezeget enno ger an Aotrou, da welout penaos emaint.
36 Alguns dias depois, disse Paulo a Barnabé: Tornemos a visitar nossos irmãos por todas as cidades em que já anunciamos a palavra do Senhor, para ver como estão.
37 Barnabaz a fellas dezhañ kemer ivez ganto Yann lesanvet Mark.
37 E Barnabé aconselhava que tomassem consigo a João, chamado Marcos.
38 Met Paol ne gavas ket dereat kemer ganto an hini en doa o c'huitaet pa oant e Pamfilia ha n'en doa ket o heuliet en o oberennoù.
38 Mas a Paulo parecia razoável que não tomassem consigo aquele que desde a Panfília se tinha apartado deles e não os acompanhou naquela obra.
39 Bez' e oa eta etrezo un diemglev ken kreñv ma'z ejont an eil digant egile. Barnabaz a gemeras Mark gantañ hag a yeas dre vor da Giprenez.
39 E tal contenda houve entre eles, que se apartaram um do outro. Barnabé, levando consigo a Marcos, navegou para Chipre.
40 Paol a zibabas Silaz hag a yeas kuit, goude bezañ bet lakaet dindan gras Doue gant ar vreudeur,
40 E Paulo, tendo escolhido a Silas, partiu, encomendado pelos irmãos à graça de Deus.
41 hag e treuzas Siria ha Kilisia, o kreñvaat an Ilizoù.
41 E passou pela Síria e Cilícia, confirmando as igrejas.
Atalhos do teclado
- Capítulo anterior←
- Próximo capítulo→
- Versículo anteriork
- Próximo versículoj
- Limpar seleçãoEsc
- Esta ajuda?
Estude este capítulo no WhatsApp
Peça à IA da Bíblia Fala para explicar Atos 15, comparar traduções ou montar um estudo — tudo direto pelo WhatsApp.