Atos 14

Gospels (BRETON) vs ARA

Sair da comparação
ARA Almeida Revista e Atualizada 1993
1 C'hoarvezout a reas en Ikoniom ma'z ejont asambles e sinagogenn ar Yuzevien hag e komzjont en un hevelep doare ma kredas un niver bras eus ar Yuzevien hag eus ar C'hresianed.
1 Em Icônio, Paulo e Barnabé entraram juntos na sinagoga judaica e falaram de tal modo, que veio a crer grande multidão, tanto de judeus como de gregos.
2 Met re ar Yuzevien na gredent ket a lakaas droug da sevel en eneoù ar baganed a-enep ar vreudeur.
2 Mas os judeus incrédulos incitaram e irritaram os ânimos dos gentios contra os irmãos.
3 Chom a rejont koulskoude pell a-walc'h, o komz gant hardizhegezh, harpet war an Aotrou a roe testeni da c'her e c'hras en ur ober mirakloù ha burzhudoù dre o daouarn.
3 Entretanto, demoraram-se ali muito tempo, falando ousadamente no Senhor, o qual confirmava a palavra da sua graça, concedendo que, por mão deles, se fizessem sinais e prodígios.
4 Met poblañs kêr a voe rannet: darn a oa a-du gant ar Yuzevien ha darn all a-du gant an ebestel.
4 Mas dividiu-se o povo da cidade: uns eram pelos judeus; outros, pelos apóstolos.
5 Hag evel ma c'hoarvezas un emsavadenn eus ar Yuzevien hag ar baganed, a-unvan gant o fennoù, da wallgas ha da veinata anezho,
5 E, como surgisse um tumulto dos gentios e judeus, associados com as suas autoridades, para os ultrajar e apedrejar,
6 ar re-mañ, o vezañ gouezet kement-se, a dec'has e kêrioù Likaonia, da Listra, da Zerb ha d'ar vro war-dro,
6 sabendo-o eles, fugiram para Listra e Derbe, cidades da Licaônia e circunvizinhança,
7 hag e prezegjont eno an Aviel.
7 onde anunciaram o evangelho.
8 E Listra e oa un den azezet, mac'hagn eus e zaoudroad, a oa kamm adalek kof e vamm ha n'en doa biskoazh kerzhet.
8 Em Listra, costumava estar assentado certo homem aleijado, paralítico desde o seu nascimento, o qual jamais pudera andar.
9 Selaou a rae Paol o komz. Hemañ, o sellout gant evezh outañ, a welas en doa ar feiz evit bezañ yac'haet
9 Esse homem ouviu falar Paulo, que, fixando nele os olhos e vendo que possuía fé para ser curado,
10 hag a lavaras gant ur vouezh kreñv: Sav eeun war da dreid. Hag e lammas, hag e kerzhas.
10 disse-lhe em alta voz: Apruma-te direito sobre os pés! Ele saltou e andava.
11 Pa welas ar bobl ar pezh en doa graet Paol, e savjont o mouezh hag e lavarjont e yezh likaoniek: Doueed heñvel ouzh tud a zo diskennet etrezek ennomp.
11 Quando as multidões viram o que Paulo fizera, gritaram em língua licaônica, dizendo: Os deuses, em forma de homens, baixaram até nós.
12 Hag e c'halvjont Barnabaz Yaou ha Paol Merc'her, abalamour ma oa hemañ a zouge ar gomz.
12 A Barnabé chamavam Júpiter, e a Paulo, Mercúrio, porque era este o principal portador da palavra.
13 Beleg Yaou, a oa tost d'o c'hêr, a zegasas tirvi gant garlantezioù dirak an dorojoù hag a felle dezhañ kinnig un aberzh a-unvan gant ar bobl.
13 O sacerdote de Júpiter, cujo templo estava em frente da cidade, trazendo para junto das portas touros e grinaldas, queria sacrificar juntamente com as multidões.
14 Met an ebestel Barnabaz ha Paol, o vezañ anavezet kement-se, a rogas o dilhad hag a redas e-kreiz an engroez, o krial:
14 Porém, ouvindo isto, os apóstolos Barnabé e Paulo, rasgando as suas vestes, saltaram para o meio da multidão, clamando:
15 O tud, perak e rit kement-se? N'omp nemet tud dalc'het d'an hevelep poanioù eveldoc'h. Prezeg a reomp deoc'h an Aviel evit ma tistroot eus an traoù didalvez-se ha m'en em droot war-zu an Doue bev, an hini en deus graet an neñv, an douar, ar mor hag an holl draoù a zo enno.
15 Senhores, por que fazeis isto? Nós também somos homens como vós, sujeitos aos mesmos sentimentos, e vos anunciamos o evangelho para que destas coisas vãs vos convertais ao Deus vivo, que fez o céu, a terra, o mar e tudo o que há neles;
16 En amzer dremenet, lezet en deus an holl vroadoù da gerzhout en o hentoù o-unan,
16 o qual, nas gerações passadas, permitiu que todos os povos andassem nos seus próprios caminhos;
17 petra bennak ma n'en deus ket paouezet da reiñ testenioù anezhañ e-unan, oc'h ober vad, en ur zegas deomp eus an neñv ar glaveier hag an amzerioù frouezhus, hag o leuniañ hor c'halonoù a vadoù hag a levenez.
17 contudo, não se deixou ficar sem testemunho de si mesmo, fazendo o bem, dando-vos do céu chuvas e estações frutíferas, enchendo o vosso coração de fartura e de alegria.
18 A-boan ma c'helljont, o lavarout kement-se, mirout ar bobl da ginnig un aberzh dezho.
18 Dizendo isto, foi ainda com dificuldade que impediram as multidões de lhes oferecerem sacrifícios.
19 Neuze Yuzevien a zeuas eus Antioch hag eus Ikoniom hag a c'hounezas ar bobl. O vezañ meinataet Paol, e stlejjont anezhañ er-maez eus kêr, o krediñ e oa marv.
19 Sobrevieram, porém, judeus de Antioquia e Icônio e, instigando as multidões e apedrejando a Paulo, arrastaram-no para fora da cidade, dando-o por morto.
20 Met an diskibien o vezañ en em zastumet en-dro dezhañ, e savas hag e teuas e kêr. An deiz war-lerc'h ez eas gant Barnabaz da Zerb.
20 Rodeando-o, porém, os discípulos, levantou-se e entrou na cidade. No dia seguinte, partiu, com Barnabé, para Derbe.
21 Goude bezañ prezeget an Aviel er gêr-se ha bezañ graet enni meur a ziskibl, e tistrojont da Listra, Ikoniom hag Antioch,
21 E, tendo anunciado o evangelho naquela cidade e feito muitos discípulos, voltaram para Listra, e Icônio, e Antioquia,
22 o kreñvaat eneoù an diskibien, oc'h aliañ anezho da genderc'hel er feiz hag o reiñ da anavezout dezho ez eo dre galz a boanioù eo ret deomp mont e rouantelezh Doue.
22 fortalecendo a alma dos discípulos, exortando-os a permanecer firmes na fé; e mostrando que, através de muitas tribulações, nos importa entrar no reino de Deus.
23 Goude bezañ lakaet henaourien dezho e pep Iliz ha goude bezañ pedet ha yunet, ec'h erbedjont evito an Aotrou o doa kredet ennañ.
23 E, promovendo-lhes, em cada igreja, a eleição de presbíteros, depois de orar com jejuns, os encomendaram ao Senhor em quem haviam crido.
24 O vezañ treuzet Pisidia, e teujont e Pamfilia,
24 Atravessando a Pisídia, dirigiram-se a Panfília.
25 e prezegjont ar ger e Perj hag e tiskennjont en Atalia.
25 E, tendo anunciado a palavra em Perge, desceram a Atália
26 Ac'hane ez ejont dre vor da Antioch, a-belec'h e oant bet kaset gant gras Doue evit an oberenn o doa graet.
26 e dali navegaram para Antioquia, onde tinham sido recomendados à graça de Deus para a obra que haviam já cumprido.
27 Pa voent erruet, e tastumjont an Iliz hag e kontjont an holl draoù en doa Doue graet ganto ha penaos en doa digoret d'ar broadoù dor ar feiz.
27 Ali chegados, reunida a igreja, relataram quantas coisas fizera Deus com eles e como abrira aos gentios a porta da fé.
28 Eno e chomjont pell amzer gant an diskibien.
28 E permaneceram não pouco tempo com os discípulos.

Ler em outra tradução

Comparar com outra

Estude este capítulo no WhatsApp

Peça à IA da Bíblia Fala para explicar Atos 14, comparar traduções ou montar um estudo — tudo direto pelo WhatsApp.