Atos 13
Gospels (BRETON) vs VC
1 Bez' e oa en Iliz Antioch profeded ha doktored: Barnabaz, Simeon anvet Niger, Lusiuz ar Sirenad, Manahen a oa bet savet gant Herodez an tetrark, ha Saol.
1 Havia então na Igreja de Antioquia profetas e doutores, entre eles Barnabé, Simão, apelidado o Negro, Lúcio de Cirene, Manaém, companheiro de infância do tetrarca Herodes, e Saulo.
2 E-pad ma oant o servijañ an Aotrou hag o yunañ, ar Spered-Santel a lavaras: Lakait a-du evidon Barnabaz ha Saol evit al labour am eus o galvet da gas da benn.
2 Enquanto celebravam o culto do Senhor, depois de terem jejuado, disse-lhes o Espírito Santo: Separai-me Barnabé e Saulo para a obra a que os tenho destinado.
3 Neuze, o vezañ yunet ha pedet, e lakajont o daouarn warno hag o c'hasjont kuit.
3 Então, jejuando e orando, impuseram-lhes as mãos e os despediram.
4 Int eta, kaset gant ar Spered-Santel, a ziskennas e Seleusia, hag ac'hane ez ejont dre vor da Giprenez.
4 Enviados assim pelo Espírito Santo, foram a Selêucia e dali navegaram para a ilha de Chipre.
5 O vezañ erruet e Salamin, e prezegjont ger Doue e sinagogennoù ar Yuzevien. Bez' e oa ivez Yann ganto evit o sikour.
5 Chegados a Salamina, pregavam a palavra de Deus nas sinagogas dos judeus. Tinham com eles João para auxiliá-los.
6 Goude m'o doa treuzet an enezenn holl betek Pafoz, e kavjont ur yuzev, hudour ha fals-profed anvet Barjezuz,
6 Percorreram toda a ilha até Pafos e acharam um judeu chamado Barjesus, mago e falso profeta,
7 a oa gant ar prokoñsul Sergiuz-Pauluz, den skiantek. Hemañ a c'halvas Barnabaz ha Saol, hag a c'hoantaas klevout ger Doue.
7 que vivia na companhia do procônsul Sérgio Paulo, homem sensato. Este chamou Barnabé e Saulo, e exprimiu-lhes o desejo de ouvir a palavra de Deus.
8 Met Elimaz an hudour, rak evel-se e vez troet e anv, a enebe outo, o klask distreiñ ar prokoñsul diouzh ar feiz.
8 Mas Élimas, o Mago - pois assim é interpretado o seu nome -, se lhes opunha, procurando desviar da fé o procônsul.
9 Met Saol, a oa ivez galvet Paol, leun eus ar Spered-Santel, a sellas start outañ
9 Então Saulo, chamado também Paulo, cheio do Espírito Santo, cravou nele os olhos e disse-lhe:
10 hag a lavaras: O te, leun a bep tromplerezh hag a bep fallentez, mab an diaoul, enebour da bep reizhder, ha ne baouezi ket da zireizhañ hentoù eeun an Aotrou?
10 Filho do demônio, cheio de todo engano e de toda astúcia, inimigo de toda justiça, não cessas de perverter os caminhos retos do Senhor!
11 Bremañ setu, dorn an Aotrou a zo warnout, hag e vi dall ha ne weli ket an heol e-pad ur pennad. Raktal e kouezhas warnañ ur vrumenn hag un deñvalijenn, hag, o treiñ amañ hag ahont, e klaske ur re bennak da ren anezhañ gant an dorn.
11 Eis que agora está sobre ti a mão do Senhor e ficarás cego. Não verás o sol até nova ordem! Caíram logo sobre ele a escuridão e as trevas, e, andando à roda, buscava quem lhe desse a mão.
12 Neuze ar prokoñsul, o welout ar pezh a oa c'hoarvezet, a gredas, o vezañ souezhet bras eus kelennadurezh an Aotrou.
12 À vista deste prodígio, o procônsul abraçou a fé, admirando vivamente a doutrina do Senhor.
13 Paol hag ar re a oa gantañ a yeas kuit eus Pafoz hag a zeuas dre vor da Berj e Pamfilia. Yann a guitaas anezho hag a zistroas da Jeruzalem.
13 Paulo e os seus companheiros navegaram de Pafos e chegaram a Perge, na Panfília, de onde João, apartando-se deles, voltou para Jerusalém.
14 Mont a rejont kuit eus Perj hag e teujont da Antioch Pisidia. O vezañ aet er sinagogenn d'an deiz sabad, ec'h azezjont.
14 Mas eles, deixando Perge, foram para Antioquia da Pisídia. Ali entraram em dia de sábado na sinagoga, e sentaram-se.
15 Goude ma voe lennet al lezenn hag ar brofeded, pennoù ar sinagogenn a gasas da lavarout dezho: Tud breudeur, ma hoc'h eus un ali bennak da reiñ d'ar bobl, komzit.
15 Depois da leitura da lei e dos profetas, mandaram-lhes dizer os chefes da sinagoga: Irmãos, se tendes alguma palavra de exortação ao povo, falai-a.
16 Paol a savas hag, o vezañ graet sin gant e zorn, e lavaras: Tud a Israel ha c'hwi a zouj Doue, selaouit!
16 Paulo levantou-se, fez um sinal com a mão e falou: Homens de Israel e vós que temeis a Deus, ouvi.
17 Doue ar bobl-mañ a Israel en deus dibabet hon tadoù hag a adsavas ar bobl-mañ e-pad ma chome en Ejipt. O zennet en deus ac'hane gant e vrec'h galloudus.
17 O Deus do povo de Israel escolheu nossos pais e exaltou este povo no tempo em que habitava na terra do Egito, de onde os tirou com o poder de seu braço.
18 E-pad war-dro daou-ugent bloavezh e harpas anezho gant trugarez el lec'h distro
18 Por espaço de quarenta anos alimentou-os no deserto.
19 hag, o vezañ distrujet seizh broad e Bro-Ganaan, e lodennas dezho ar vro da hêrezh.
19 Destruiu sete nações na terra de Canaã e distribuiu-lhes por sorte aquela terra durante quase quatrocentos e cinqüenta anos.
20 Goude-se, e-pad war-dro pevar c'hant hanter-kant vloaz, e roas dezho barnerien betek ar profed Samuel.
20 Em seguida, lhes deu juízes até o profeta Samuel.
21 Goulenn a rejont neuze ur roue. Ha Doue a roas dezho Saül mab Kish, eus meuriad Benjamin, e-pad daou-ugent bloavezh.
21 Pediram então um rei, e Deus lhes deu, por quarenta anos, Saul, filho de Cis, da tribo de Benjamim.
22 O vezañ e gaset kuit, e savas dezho David evit roue, hag e roas an testeni-mañ dezhañ: Kavet em eus David mab Jese, den hervez va c'halon, hag e peurc'hraio va holl volontez.
22 Depois, Deus o rejeitou e mandou-lhes Davi como rei, de quem deu este testemunho: Achei Davi, filho de Jessé, homem segundo o meu coração, que fará todas as minhas vontades.
23 Eus e lignez eo, en deus Doue, hervez e bromesa, savet Jezuz, Salver Israel.
23 De sua descendência, conforme a promessa, Deus fez sair para Israel o Salvador Jesus.
24 A-raok ma teuas, Yann en doa prezeget badeziant ar geuzidigezh da holl bobl Israel.
24 João tinha pregado, desde antes da sua vinda, o batismo do arrependimento a todo o povo de Israel.
25 Pa echuas Yann e redadenn, e lavaras: Piv a soñjit ez on-me? N'on ket, met setu, e teu war va lerc'h an hini n'on ket dellezek da zieren korreenn botoù e zreid.
25 Terminando a sua carreira, dizia: Eu não sou aquele que vós pensais, mas após mim virá aquele de quem não sou digno de desatar o calçado.
26 Tud breudeur, mibien eus gouenn Abraham, ha c'hwi a zouj Doue, deoc'h-c'hwi eo bet kaset ar ger a silvidigezh-mañ.
26 Irmãos, filhos de Abraão, e os que entre vós temem a Deus: a nós é que foi dirigida a mensagem de salvação.
27 Rak holl dud Jeruzalem hag o fennoù, o vezañ e zizanavezet, o deus peurc'hraet en ur gondaoniñ anezhañ komzoù ar brofeded a vez lennet bep deiz sabad.
27 Com efeito, os habitantes de Jerusalém e os seus magistrados não conheceram Jesus, e, sentenciando-o, cumpriram os oráculos dos profetas, que cada sábado são lidos.
28 Hep kavout ennañ abeg ebet d'e lakaat d'ar marv, e c'houlennjont digant Pilat e lakaat da vervel.
28 Embora não achassem nele culpa alguma de morte, pediram a Pilatos que lhe tirasse a vida.
29 Pa voe peurc'hraet kement a zo bet skrivet diwar e benn, e voe dilamet a-ziwar ar c'hoad ha lakaet en ur bez.
29 Depois de realizarem todas as coisas que dele estavam escritas, tirando-o do madeiro, puseram-no num sepulcro.
30 Met Doue en deus e adsavet a-douez ar re varv.
30 Mas Deus o ressuscitou dentre os mortos.
31 Gwelet eo bet e-pad meur a zevezh gant ar re a oa pignet gantañ eus Galilea da Jeruzalem, hag a zo e destoù dirak ar bobl.
31 Durante muitos dias apareceu àqueles que com ele subiram da Galiléia a Jerusalém, os quais até agora são testemunhas dele junto ao povo.
32 Ha ni a ro da anavezout deoc'h an Aviel, ar bromesa a oa bet graet d'hon tadoù.
32 Nós vos anunciamos: a promessa feita a nossos pais,
33 Doue en deus peurc'hraet anezhi evidomp-ni o bugale, pa en deus adsavet Jezuz a varv, hervez ma'z eo skrivet en eil Salm: Te eo va Mab, hiziv em eus da c'hanet.
33 Deus a tem cumprido diante de nós, seus filhos, suscitando Jesus, como também está escrito no Salmo segundo: Tu és meu Filho, eu hoje te gerei {Sl 2,7}.
34 E adsavet en deus a-douez ar re varv, en hevelep doare ma ne zistroio ken d'ar vreinadurezh, ha disklêriet en deus kement-se o lavarout: Reiñ a rin deoc'h ar promesaoù santel ha sur graet da Zavid.
34 Que Deus o ressuscitou dentre os mortos, para nunca mais tornar à corrupção, ele o declarou desta maneira: Eu vos darei as coisas sagradas prometidas a Davi {Is 55,3}.
35 Dre-se e lavar ivez en ul lec'h all: Ne lezi ket da Sant da welout ar vreinadurezh.
35 E diz também noutra passagem: Não permitirás que teu Santo experimente a corrupção {Sl 15,10}.
36 Ha David, goude bezañ servijet en e amzer da ziviz Doue, a zo marv, a zo bet lakaet gant e dadoù hag en deus gwelet ar vreinadurezh.
36 Ora, Davi, depois de ter servido em vida aos desígnios de Deus, morreu. Foi reunido a seus pais e experimentou a corrupção.
37 Met an hini en deus Doue adsavet a-varv n'en deus ket gwelet ar vreinadurezh.
37 Mas aquele a quem Deus ressuscitou não experimentou a corrupção.
38 Gouezit eta, tud breudeur, penaos eo drezañ e vez kemennet deoc'h pardon ar pec'hedoù,
38 Sabei, pois, irmãos, que por ele se vos anuncia a remissão dos pecados.
39 ha penaos piv bennak a gred a zo reishaet drezañ eus an holl draoù na c'hellec'h ket bezañ reishaet anezho gant lezenn Moizez.
39 Todo aquele que crê é justificado por ele de tudo aquilo que não pôde ser pela Lei de Moisés.
40 Diwallit eta na c'hoarvezfe ket ganeoc'h ar pezh a zo bet lavaret er brofeded:
40 Cuidai, pois, que não venha sobre vós o que foi dito pelos profetas:
41 Setu, c'hwi a zispriz ac'hanon, bezit souezhet ha kit diwar wel, rak emaon o vont d'ober un oberenn en ho tevezhioù, un oberenn ha ne gredfec'h ket ma vefe kontet deoc'h.
41 Vede, ó desprezadores, pasmai e morrei de espanto. Pois eu vou realizar uma obra em vossos dias, obra a que não creríeis, se alguém vo-la contasse {Hab 1,5}.
42 Evel ma'z ae kuit ar Yuzevien eus ar sinagogenn, e voent pedet gant ar baganed da brezeg diwar-benn an hevelep traoù ar sabad war-lerc'h.
42 Ao saírem, rogavam que lhes repetissem essas palavras no sábado seguinte.
43 Pa voe stlabezet ar vodadenn e-maez ar sinagogenn, meur a hini eus ar Yuzevien hag eus ar brozelited a zouje Doue a yeas war-lerc'h Paol ha Barnabaz. Int a gomzas ganto hag a alias anezho da genderc'hel e gras Doue.
43 Depois que a assembléia terminou, muitos judeus e prosélitos devotos seguiram Paulo e Barnabé, os quais com muitas palavras os exortavam a perseverar na graça de Deus.
44 Ar sabad war-lerc'h, holl gêr hogos en em zastumas evit klevout ger Doue.
44 No sábado seguinte, afluiu quase toda a cidade para ouvir a palavra de Deus.
45 Ar Yuzevien, o welout ar vandenn dud-se, a voe leuniet a warizi hag a enebas ouzh komzoù Paol, o tislavarout hag o tismegañsiñ anezhañ.
45 Os judeus, vendo a multidão, encheram-se de inveja e puseram-se a protestar com injúrias contra o que Paulo falava.
46 Met Paol ha Barnabaz a lavaras dezho gant hardizhegezh: Deoc'h-c'hwi e oa ret da gentañ reiñ da anavezout ger Doue, met, pa daolit anezhañ kuit hag en em varnit hoc'h-unan dizellezek eus ar vuhez peurbadus, setu, ni en em dro war-zu ar baganed.
46 Então Paulo e Barnabé disseram-lhes resolutamente: Era a vós que em primeiro lugar se devia anunciar a palavra de Deus. Mas, porque a rejeitais e vos julgais indignos da vida eterna, eis que nos voltamos para os pagãos.
47 Rak evel-se en deus an Aotrou gourc'hemennet deomp: Da lakaet em eus evel sklêrijenn evit ar broadoù, evit degas ar silvidigezh betek pennoù pellañ an douar.
47 Porque o Senhor assim no-lo mandou: Eu te estabeleci para seres luz das nações, e levares a salvação até os confins da terra {Is 49,6}.
48 Ar baganed, o klevout kement-se, o doe levenez hag a roas gloar da c'her an Aotrou. Ar re holl a oa tonket d'ar vuhez peurbadus a gredas.
48 Estas palavras encheram de alegria os pagãos que glorificavam a palavra do Senhor. Todos os que estavam predispostos para a vida eterna fizeram ato de fé.
49 Ger an Aotrou en em skuilhas er vro holl.
49 Divulgava-se, assim, a palavra do Senhor por toda a região.
50 Met ar Yuzevien a atizas ar gwragez devot a renk uhel hag ar pennoù eus kêr. Sevel a rejont un heskinadeg a-enep Paol ha Barnabaz hag o c'hasjont kuit eus o bro.
50 Mas os judeus instigaram certas mulheres religiosas da aristocracia e os principais da cidade, que excitaram uma perseguição contra Paulo e Barnabé e os expulsaram do seu território.
51 Goude bezañ hejet ar poultr eus ho treid a-enep dezho ez ejont da Ikoniom.
51 Estes sacudiram contra eles o pó dos seus pés, e foram a Icônio.
52 An diskibien a oa leuniet gant levenez ha gant ar Spered-Santel.
52 Os discípulos, por sua vez, estavam cheios de alegria e do Espírito Santo.
Atalhos do teclado
- Capítulo anterior←
- Próximo capítulo→
- Versículo anteriork
- Próximo versículoj
- Limpar seleçãoEsc
- Esta ajuda?
Estude este capítulo no WhatsApp
Peça à IA da Bíblia Fala para explicar Atos 13, comparar traduções ou montar um estudo — tudo direto pelo WhatsApp.