Apocalipse 8

Gospels (BRETON) vs NVT

Sair da comparação
NVT Nova Versão Transformadora
1 Pa zigoras ar seizhvet siell, e voe graet ur sioulded vras en neñv e-pad war-dro un hanter-eur.
1 Quando o Cordeiro abriu o sétimo selo, houve silêncio no céu por cerca de meia hora.
2 Hag e welis ar seizh ael en em zalc'h dirak Doue, hag e voe roet dezho seizh trompilh.
2 Vi os sete anjos que estão em pé diante de Deus, e a eles foram dadas sete trombetas.
3 Un ael all a zeuas hag en em zalc'has tost d'an aoter, gant un ezañsouer aour. Roet e voe dezhañ kalz a c'hwezh-vat da ginnig gant pedennoù an holl sent war an aoter aour a zo dirak an tron.
3 Então veio outro anjo com um incensário de ouro e ficou em pé junto ao altar. Recebeu muito incenso para misturar às orações do povo santo como oferta sobre o altar de ouro diante do trono.
4 Moged ar c'hwezh-vat gant pedennoù ar sent a bignas eus dorn an ael dirak Doue.
4 A fumaça do incenso, misturada às orações do povo santo, subiu do altar onde o anjo havia derramado o incenso até a presença de Deus.
5 An ael a gemeras an ezañsouer, a leunias anezhañ gant tan eus an aoter hag a daolas anezhañ war an douar. Hag e voe mouezhioù, kurunoù, luc'hed hag ur c'hren-douar.
5 Então o anjo encheu o incensário com fogo do altar e o lançou sobre a terra, e houve trovões, estrondos, relâmpagos e um grande terremoto.
6 Ar seizh ael a oa ar seizh trompilh ganto en em brientas da seniñ.
6 Em seguida, os sete anjos com as sete trombetas se prepararam para tocá-las.
7 An hini kentañ a sonas, hag e voe ur grizilh hag un tan mesket gant gwad o kouezhañ war an douar. An deirvet lodenn eus ar gwez a voe devet hag an holl c'heot glas a voe devet.
7 O primeiro anjo tocou sua trombeta, e foram lançados sobre a terra granizo e fogo misturados com sangue. Um terço da terra pegou fogo, e foi queimado um terço das árvores, além de toda relva verde.
8 An eilvet ael a sonas, hag e voe stlapet er mor evel ur menez bras tanet holl. An deirvet lodenn eus ar mor a voe troet e gwad,
8 O segundo anjo tocou sua trombeta, e foi lançado sobre o mar algo parecido com uma grande montanha em chamas. Um terço da água do mar se transformou em sangue,
9 an deirvet lodenn eus ar grouadurien a oa er mor hag o doa buhez a varvas, hag an deirvet lodenn eus al listri a voe kollet.
9 morreu um terço de todos os seres vivos do mar, e foi destruído um terço de todos os navios.
10 An trede ael a sonas, hag e kouezhas eus an neñv ur steredenn vras leskidik evel ur c'houlaouenn-dan, hag e kouezhas war an deirvet lodenn eus ar stêrioù ha war ar mammennoù-dour.
10 O terceiro anjo tocou sua trombeta, e caiu do céu uma grande estrela, queimando como uma tocha, sobre um terço dos rios e sobre as fontes de água.
11 Anv ar steredenn-se a zo Huelenn-c'hwerv. An deirvet lodenn eus an doureier a voe troet en huelenn-c'hwerv hag un niver bras a dud a varvas dre an doureier abalamour ma oant deuet da vezañ c'hwerv.
11 O nome da estrela era Amargor, pois tornou amargo um terço das águas, e muita gente morreu ao beber dessas águas amargas.
12 Ar pevare ael a sonas, hag an deirvet lodenn eus an heol a voe skoet, an deirvet lodenn eus al loar hag an deirvet lodenn eus ar stered, en hevelep doare ma voe an deirvet lodenn teñvalaet, ma kollas an deiz an deirvet lodenn eus e sklêrijenn kenkoulz hag an noz.
12 O quarto anjo tocou sua trombeta, e foi ferido um terço do sol, da lua e das estrelas, que escureceram. Um terço do dia ficou sem luz, e também um terço da noite.
13 Me a welas hag a glevas un ael a nije dre greiz an neñv, o lavarout gant ur vouezh kreñv: Gwalleur, gwalleur, gwalleur d'an dud a chom war an douar, abalamour da son trompilhoù an tri ael a dle c'hoazh seniñ!
13 Então vi e ouvi uma águia que voava no ponto mais alto do céu e gritava em alta voz: “Terror, terror, terror sobre todos os habitantes da terra, pelo que acontecerá quando os três últimos anjos tocarem suas trombetas!”.

Ler em outra tradução

Comparar com outra

Estude este capítulo no WhatsApp

Peça à IA da Bíblia Fala para explicar Apocalipse 8, comparar traduções ou montar um estudo — tudo direto pelo WhatsApp.