Apocalipse 7

Gospels (BRETON) vs NVT

Sair da comparação
NVT Nova Versão Transformadora
1 Goude-se, e welis pevar ael en em zalc'he e pevar c'horn an douar, o terc'hel ar pevar avel evit na c'hwezhfe avel ebet na war an douar, na war ar mor, na war wezenn ebet.
1 Então vi quatro anjos em pé nos quatro cantos da terra, impedindo os quatro ventos de soprarem na terra, no mar e em qualquer árvore.
2 Hag e welis un ael all a bigne eus kostez ar sav-heol, o terc'hel siell an Doue bev. Gant ur vouezh kreñv e krias d'ar pevar ael o doa resevet ar galloud da noazout d'an douar ha d'ar mor
2 E vi outro anjo que subia do leste e trazia o selo do Deus vivo. Ele gritou aos quatro anjos que haviam recebido poder para danificar a terra e o mar:
3 o lavarout: Na noazit ket d'an douar, na d'ar mor, na d'ar gwez, betek m'hor bo merket gant ur siell tal servijerien hon Doue.
3 “Esperem! Não façam mal à terra, nem ao mar, nem às árvores, até que tenhamos colocado o selo de Deus na testa de seus servos”.
4 Hag e klevis an niver eus ar re a oa bet merket, kant pevar mil ha daou-ugent a zo bet merket gant ar siell a-douez holl veuriadoù mibien Israel:
4 E ouvi o número dos que foram marcados com o selo de Deus. Eram 144 mil, de todas as tribos de Israel:
5 A veuriad Juda, daouzek mil merket gant ar siell; a veuriad Ruben, daouzek mil merket gant ar siell; a veuriad Gad, daouzek mil merket gant ar siell;
5 da tribo de Judá, foram selados doze mil, da tribo de Rúben, doze mil, da tribo de Gade, doze mil,
6 a veuriad Aser, daouzek mil merket gant ar siell; a veuriad Neftali, daouzek mil merket gant ar siell; a veuriad Manase, daouzek mil merket gant ar siell;
6 da tribo de Aser, doze mil, da tribo de Naftali, doze mil, da tribo de Manassés, doze mil,
7 a veuriad Simeon, daouzek mil merket gant ar siell; a veuriad Levi, daouzek mil merket gant ar siell; a veuriad Isakar, daouzek mil merket gant ar siell;
7 da tribo de Simeão, doze mil, da tribo de Levi, doze mil, da tribo de Issacar, doze mil,
8 a veuriad Zabulon, daouzek mil merket gant ar siell; a veuriad Jozef, daouzek mil merket gant ar siell; a veuriad Benjamin, daouzek mil merket gant ar siell.
8 da tribo de Zebulom, doze mil, da tribo de José, doze mil, da tribo de Benjamim, foram selados doze mil.
9 Goude -se e sellis ha setu, un engroez ken bras ken na c'helle den kontañ, a bep broad, a bep meuriad, a bep pobl, a bep yezh, en em zalc'he dirak an tron ha dirak an Oan; gwisket e oant gant saeoù gwenn, gant palmez en o daouarn.
9 Depois disso, vi uma imensa multidão, grande demais para ser contada, de todas as nações, tribos, povos e línguas, em pé diante do trono e diante do Cordeiro. Usavam vestes brancas e seguravam ramos de palmeiras.
10 Gant ur vouezh kreñv e krient o lavarout: Ar silvidigezh a zo d'hon Doue a zo azezet war an tron ha d'an Oan.
10 E gritavam com grande estrondo: “A salvação vem de nosso Deus, que está sentado no trono, e do Cordeiro!”.
11 An holl aeled en em zalc'he en-dro d'an tron, d'an henaourien ha d'ar pevar bev, hag en em stoujont war o dremm dirak an tron hag ec'h azeuljont Doue
11 E todos os anjos estavam em pé ao redor do trono, dos anciãos e dos quatro seres vivos. Prostraram-se com o rosto em terra diante do trono e adoraram a Deus,
12 o lavarout: Amen! Ar veuleudi, ar gloar, ar furnez, ar c'hras, an enor, ar galloud, an nerzh, ra vint d'hon Doue e kantvedoù ar c'hantvedoù! Amen.
12 cantando: “Amém! Louvor e glória e sabedoria, gratidão e honra, força e poder pertencem a nosso Deus, para todo o sempre. Amém!”.
13 Unan eus an henaourien a gemeras ar gomz hag a lavaras din: Ar re a zo gwisket gant saeoù gwenn, piv int hag a-belec'h ez int deuet?
13 Então um dos anciãos me perguntou: “Quem são estes vestidos de branco? De onde vieram?”.
14 Me a lavaras dezhañ: Aotrou, te a oar. Hag e lavaras din: Bez' int ar re a zo deuet eus an trubuilh bras, gwalc'het o deus o saeoù ha gwennet anezho e gwad an Oan.
14 Eu lhe respondi: “Senhor, tu sabes”. E ele disse: “São aqueles que vieram da grande tribulação.
15 Dre-se emaint dirak tron Doue hag e servijont anezhañ deiz ha noz en e dempl. An hini a zo azezet war an tron a chomo en o-zouez,
15 “Por isso estão diante do trono de Deus e dia e noite o servem em seu templo. E aquele que se senta no trono lhes dará abrigo.
16 n'o devo ken naon, n'o devo ken sec'hed, an heol ne skoio ken warno na tommder ebet,
16 Nunca mais terão fome, nem sede, e o calor do sol nunca mais os queimará.
17 rak an Oan a zo e-kreiz an tron o mesaio hag o degaso da vammennoù dour ar vuhez, ha Doue a sec'ho pep daeraouenn eus o daoulagad.
17 Pois o Cordeiro que está no centro do trono será seu Pastor. Ele os guiará às fontes de água viva, e Deus enxugará de seus olhos toda lágrima”.

Ler em outra tradução

Comparar com outra

Estude este capítulo no WhatsApp

Peça à IA da Bíblia Fala para explicar Apocalipse 7, comparar traduções ou montar um estudo — tudo direto pelo WhatsApp.