Apocalipse 3

Gospels (BRETON) vs BKJ

Sair da comparação
1 Skriv da ael Iliz Sardiz: Setu ar pezh a lavar an hini en deus seizh spered Doue hag ar seizh steredenn: Anavezout a ran da oberoù, ar vrud ac'h eus da vezañ bev met marv out.
1 E ao anjo da igreja de Sardes escreve: Estas coisas diz aquele que tem os sete Espíritos de Deus, e as sete estrelas: Eu conheço as tuas obras, que tens um nome, de que vives, e estás morto.
2 Bez evezhiek ha kreñva ar pezh a chom hag a ya da vervel, rak ne'm eus ket kavet da oberoù peurvat dirak Doue.
2 Sê vigilante e fortalece as coisas que permanecem, que estão prontas para morrer; porque eu não achei as tuas obras perfeitas diante de Deus.
3 Az pez soñj eta eus ar pezh ac'h eus resevet ha klevet, mir anezhañ hag az pez keuz. Ma ne veilhez ket, dont a rin da'z kavout evel ul laer, ha ne ouezi ket da bet eur e teuin da'z kavout.
3 Lembra-te, portanto, do que tu tens recebido e ouvido, e guarda-o, e arrepende-te. Pois se tu não vigiares, eu virei a ti como um ladrão, e tu não saberás a que hora eu virei sobre ti.
4 Bez' ec'h eus koulskoude e Sardiz un nebeud tud n'o deus ket saotret o dilhad. Int a gerzho ganin e gwiskamantoù gwenn o vezañ ma'z int dellezek.
4 Tens uns poucos nomes em Sardes que não contaminaram as suas vestes, e eles andarão comigo de branco, pois eles são dignos.
5 An hini a drec'ho a vo gwisket gant dilhad gwenn, ne lamin ket e anv eus al levr a vuhez, hag ec'h anzavin e anv dirak va Zad ha dirak e aeled.
5 Aquele que vencer será vestido de vestes brancas, e não apagarei o seu nome do livro da vida, mas eu confessarei o seu nome diante do meu Pai, e diante de seus anjos.
6 An neb en deus divskouarn, ra glevo ar pezh a lavar ar Spered d'an Ilizoù.
6 Aquele que tem ouvidos, ouça o que o Espírito diz às igrejas.
7 Skriv da ael Iliz Filadelfia: Setu ar pezh a lavar ar Sant, ar Gwirion, an hini en deus alc'houez David, an hini a zigor ha den ne serr, hag an hini a serr ha den ne zigor:
7 E ao anjo da igreja em Filadélfia, escreve: Estas coisas diz aquele que é santo, que é verdadeiro; aquele que tem a chave de Davi; que abre e nenhum homem fecha, e que fecha e nenhum homem abre:
8 Anavezout a ran da oberoù. Setu, digoret em eus un nor dirazout ha den ne c'hell he serriñ, dre ma ec'h eus bet nebeut a nerzh, ma ec'h eus miret va ger ha ma ne'c'h eus ket nac'het va anv.
8 Eu conheço as tuas obras; eis que tenho posto diante de ti uma porta aberta, e nenhum homem pode fechá-la; porque tens uma pequena força, e tens guardado a minha palavra, e não negaste o meu nome.
9 Setu, e roin dit reoù eus sinagogenn Satan, en em lavar Yuzevien ha n'int ket met a lavar gevier. Setu, me a lakaio anezho da zont evit ma taoulinint da'z treid ha ma ouezint penaos em eus da garet.
9 Eis que eu farei aos da sinagoga de Satanás, aos que dizem ser Judeus e não o são, mas mentem; eis que eu farei com que venham e adorem diante de teus pés e saibam que te amo.
10 Abalamour ma ec'h eus miret ger va dalc'husted, me va-unan a viro ac'hanout en eur an temptadur a dle dont war ar bed holl evit amprouiñ ar re a chom war an douar.
10 Porque tu guardaste a palavra da minha paciência, eu também te guardarei da hora da tentação que virá sobre todo o mundo, para provar os que habitam sobre a terra.
11 Setu, dont a ran prest. Dalc'h start ar pezh ac'h eus evit na gemero den da gurunenn.
11 Eis que em breve eu venho; retém o que tu tens, para que nenhum homem tome tua coroa.
12 Gant an hini a drec'ho e rin ur peul e templ va Doue ha ne yelo ken er-maez. Skrivañ a rin warnañ anv va Doue, hag anv kêr va Doue, ar Jeruzalem nevez a ziskenn eus an neñv eus kichen va Doue, ha va anv nevez.
12 Aquele que vencer eu o farei uma coluna no templo do meu Deus, e ele não sairá mais de lá, e eu escreverei sobre ele o nome do meu Deus, e o nome da cidade do meu Deus, que é a nova Jerusalém, que desce do céu do meu Deus; e eu escreverei sobre ele o meu novo nome.
13 An neb en deus divskouarn, ra glevo ar pezh a lavar ar Spered d'an Ilizoù.
13 Aquele que tem ouvidos, ouça o que o Espírito diz às igrejas.
14 Skriv da ael Iliz Laodikea: Setu ar pezh a lavar an Amen, an test feal ha gwirion, ar penn-kentañ eus krouidigezh Doue:
14 E ao anjo da igreja dos Laodicenses escreve: Estas coisas diz o Amém, a fiel e verdadeira testemunha, o princípio da criação de Deus:
15 Anavezout a ran da oberoù. Gouzout a ran n'out na yen na tomm. O, Ma vijes bet yen pe tomm!
15 Eu conheço as tuas obras, que não és nem frio nem quente. Eu gostaria que fosses frio ou quente.
16 Evel-se, dre ma'z out klouar na yen na tomm, e c'hwedin ac'hanout eus va genoù.
16 Então, como tu és morno; e nem frio, nem quente, vomitar-te-ei da minha boca.
17 Rak e lavarez: Me a zo pinvidik, en em binvidikaet on ha ne'm eus ezhomm a netra, ha n'anavezez ket out gwalleürus, truezus, paour, dall hag en noazh,
17 Porque tu dizes: Eu sou rico, e cheio de bens, não tenho necessidade de nada; e não sabes que és um desgraçado, e miserável, e pobre, e cego e nu.
18 aliañ a ran ac'hanout da brenañ diganin aour amprouet dre an tan evit dont da vezañ pinvidik, ha dilhad gwenn evit bezañ gwisket ha chom hep diskouez ar vezh eus da noazhder, ha louzoù da oleviñ da zaoulagad evit ma weli.
18 Aconselho-te comprar de mim ouro refinado no fogo, para que tu sejas rico; e vestes brancas, para que te vistas, e que a vergonha da tua nudez não apareça; e que unjas teus olhos com colírio, para que possas ver.
19 Tamall ha kastizañ a ran ar re holl a garan. Az pez gred eta ha keuz.
19 A todos que eu amo, eu repreendo e castigo; sê zeloso, portanto, e arrepende-te.
20 Setu, en em zalc'han ouzh an nor hag e skoan. Mar klev unan bennak va mouezh ha mar digor an nor, ez in en e di, hag e koagnin gantañ hag eñ ganin.
20 Eis que eu estou à porta e bato; se alguém ouvir a minha voz e abrir a porta, virei a ele, e cearei com ele e ele comigo.
21 An hini a drec'ho, me a lakaio anezhañ da azezañ ganin war va zron, evel ma em eus trec'het ha ma'z on azezet gant va Zad war e dron.
21 Ao que vencer, permitirei que assente comigo em meu trono, assim como eu também venci e estou assentado com meu Pai em seu trono.
22 An neb en deus divskouarn, ra glevo ar pezh a lavar ar Spered d'an Ilizoù.
22 Aquele que tem ouvidos, ouça o que o Espírito diz às igrejas.

Ler em outra tradução

Comparar com outra

Estude este capítulo no WhatsApp

Peça à IA da Bíblia Fala para explicar Apocalipse 3, comparar traduções ou montar um estudo — tudo direto pelo WhatsApp.