Apocalipse 1
Gospels (BRETON) vs VC
1 Diskuliadur Jezuz-Krist, roet dezhañ gant Doue evit diskouez d'e servijerien an traoù a dle c'hoarvezout prest, hag en deus kaset ha roet da anavezout dre e ael d'e servijer Yann,
1 Revelação de Jesus Cristo, que lhe foi confiada por Deus para manifestar aos seus servos o que deve acontecer em breve. Ele, por sua vez, por intermédio de seu anjo, comunicou ao seu servo João,
2 en deus disklêriet ger Doue ha testeni Jezuz-Krist, ha kement en deus gwelet.
2 o qual atesta, como palavra de Deus, o testemunho de Jesus Cristo e tudo o que viu.
3 Eürus an hini a lenn hag ar re a selaou gerioù an diougan-mañ, hag a vir an traoù a zo bet skrivet ennañ, rak an amzer a zo tost.
3 Feliz o leitor e os ouvintes se observarem as coisas nela escritas, porque o tempo está próximo.
4 Yann, d'ar seizh Iliz a zo en Azia: Ar c'hras hag ar peoc'h ra vo roet deoc'h a-berzh an hini a zo hag a oa hag a zeu, hag a-berzh ar seizh spered a zo dirak e dron,
4 João às sete igrejas que estão na Ásia: a vós, graça e paz da parte daquele que é, que era e que vem da parte dos sete Espíritos que estão diante do seu trono
5 hag a-berzh Jezuz-Krist, an test feal, ar c'hentañ-ganet a-douez ar re varv ha Priñs rouaned an douar. D'an hini en deus hor c'haret, en deus hor gwalc'het eus hor pec'hedoù dre e wad
5 e da parte de Jesus Cristo, testemunha fiel, primogênito dentre os mortos e soberano dos reis da terra. Àquele que nos ama, que nos lavou de nossos pecados no seu sangue
6 hag en deus graet ac'hanomp rouaned hag aberzhourien da Zoue e Dad, ra vo dezhañ ar gloar hag ar galloud e kantvedoù ar c'hantvedoù! Amen.
6 e que fez de nós um reino de sacerdotes para Deus e seu Pai, glória e poder pelos séculos dos séculos! Amém.
7 Setu, emañ o tont war ar c'hoabr, ha pep lagad a welo anezhañ, zoken ar re o deus e doullet. Holl veuriadoù an douar a hirvoudo abalamour dezhañ. Ya. Amen.
7 Ei-lo que vem com as nuvens. Todos os olhos o verão, mesmo aqueles que o traspassaram. Por sua causa, hão de lamentar-se todas as raças da terra. Sim. Amém.
8 Me eo an Alfa hag an Omega, ar penn-kentañ hag an diwezh, eme an Aotrou Doue, an hini a zo hag a oa hag a zeu, an Holl-C'halloudeg.
8 Eu sou o Alfa e o Ômega, diz o Senhor Deus, aquele que é, que era e que vem, o Dominador.
9 Me, ho preur Yann, unanet deoc'h en anken, er rouantelezh hag er c'hendalc'husted e Jezuz-Krist, edon en enezenn anvet Patmoz abalamour da c'her Doue hag abalamour da desteni Jezuz-Krist.
9 Eu, João, vosso irmão e companheiro nas tribulações, na realeza e na paciência em união com Jesus, estava na ilha de Patmos por causa da palavra de Deus e do testemunho de Jesus.
10 Bez' e voen estlammet er spered da zeiz an Aotrou, hag e klevis a-dreñv din ur vouezh kreñv evel hini un drompilh,
10 Num domingo, fui arrebatado em êxtase, e ouvi, por trás de mim, voz forte como de trombeta,
11 a lavare: Me eo an Alfa hag an Omega, ar c'hentañ hag an diwezhañ, ar pezh a welez, skriv eñ en ul levr ha kas anezhañ d'ar seizh Iliz a zo en Azia, da Efez, da Smirna, da Bergam, da Diatira, da Sardiz, da Filadelfia ha da Laodikea.
11 que dizia: O que vês, escreve-o num livro e manda-o às sete igrejas: a Éfeso, a Esmirna, a Pérgamo, a Tiatira, a Sardes, a Filadélfia e a Laodicéia.
12 Me a zistroas evit gwelout a-belec'h e teue ar vouezh a gomze ouzhin. Pa voen troet, e welis seizh kantolor aour,
12 Voltei-me para saber que voz falava comigo. Tendo-me voltado, vi sete candelabros de ouro
13 hag e-kreiz ar seizh kantolor, unan bennak heñvel ouzh mab an den, gwisket gant ur sae hir ha gourizet war boull e galon gant ur gouriz aour.
13 e, no meio dos candelabros, alguém semelhante ao Filho do Homem, vestindo longa túnica até os pés, cingido o peito por um cinto de ouro.
14 E benn hag e vlev a oa gwenn evel gloan gwenn, evel an erc'h, e zaoulagad a oa evel ur flamm-tan,
14 Tinha ele cabeça e cabelos brancos como lã cor de neve. Seus olhos eram como chamas de fogo.
15 e dreid a oa heñvel ouzh kouevr fin-meurbet, evel ma oa tanet sklaer gant ur forn, e vouezh a oa evel ar vouezh eus kalz a zoureier.
15 Seus pés se pareciam ao bronze fino incandescido na fornalha. Sua voz era como o ruído de muitas águas.
16 En e zorn dehou en doa seizh steredenn. Eus e c'henoù e teue ur c'hleze lemm a zaou droc'h hag e zremm a lugerne evel an heol en e nerzh.
16 Segurava na mão direita sete estrelas. De sua boca saía uma espada afiada, de dois gumes. O seu rosto se assemelhava ao sol, quando brilha com toda a força.
17 Pa welis anezhañ, e kouezhis d'e dreid evel marv. Lakaat a reas e zorn dehou warnon o lavarout din: Na'z pez ket aon! Me eo ar c'hentañ hag an diwezhañ,
17 Ao vê-lo, caí como morto aos seus pés. Ele, porém, pôs sobre mim sua mão direita e disse: Não temas! Eu sou o Primeiro e o Último, e o que vive.
18 an hini a zo bev. Bet on marv, ha setu, ez on bev e kantvedoù ar c'hantvedoù. Amen. Me am eus alc'houezioù lec'h ar marv hag ar marv.
18 Pois estive morto, e eis-me de novo vivo pelos séculos dos séculos; tenho as chaves da morte e da região dos mortos.
19 Skriv an traoù ac'h eus gwelet, hag ar re a zo, hag ar re a dle en em gavout goude ar re-mañ,
19 Escreve, pois, o que viste, tanto as coisas atuais como as futuras.
20 mister ar seizh steredenn ac'h eus gwelet em dorn dehou hag ar seizh kantolor aour. Ar seizh steredenn a zo aeled ar seizh Iliz, ar seizh kantolor ac'h eus gwelet a zo ar seizh Iliz.
20 Eis o simbolismo das sete estrelas que viste na minha mão direita e dos sete candelabros de ouro: as sete estrelas são os anjos das sete igrejas, e os sete candelabros, as sete igrejas.
Atalhos do teclado
- Capítulo anterior←
- Próximo capítulo→
- Versículo anteriork
- Próximo versículoj
- Limpar seleçãoEsc
- Esta ajuda?
Estude este capítulo no WhatsApp
Peça à IA da Bíblia Fala para explicar Apocalipse 1, comparar traduções ou montar um estudo — tudo direto pelo WhatsApp.