Apocalipse 18
Gospels (BRETON) vs VC
1 Goude-se, e welis o tiskenn eus an neñv un ael all en doa ur galloud bras. An douar a voe sklêrijennet gant e c'hloar.
1 Depois disso, vi descer do céu outro anjo que tinha grande poder, e a terra foi iluminada por sua glória.
2 Gant ur vouezh kreñv hag uhel e krias o lavarout: Kouezhet eo, kouezhet eo Babilon vras, deuet eo da vezañ ur chomlec'h d'an diaouled, un toull-kuzh da bep spered hudur ha da bep labous dic'hlan hag euzhus.
2 Clamou em alta voz, dizendo: Caiu, caiu Babilônia, a Grande. Tornou-se morada dos demônios, prisão dos espíritos imundos e das aves impuras e abomináveis,
3 Rak an holl vroadoù o deus evet gwin eus fulor he gastaouerezh, rouaned an douar a zo en em c'hastaouet ganti ha marc'hadourien an douar a zo en em binvidikaet eus fonnder he diroll.
3 porque todas as nações beberam do vinho da ira de sua luxúria, pecaram com ela os reis da terra e os mercadores da terra se enriqueceram com o excesso do seu luxo.
4 Klevout a ris ur vouezh all o tont eus an neñv a lavare: It kuit eus he c'hreiz, va fobl, gant aon n'ho pefe lod en he fec'hedoù ha n'ho pefe ivez lod en he goulioù,
4 Ouvi outra voz do céu que dizia: Meu povo, sai de seu meio para que não participes de seus pecados e não tenhas parte nas suas pragas,
5 rak he fec'hedoù a zo pignet betek an neñv ha Doue en deus bet soñj eus he direizhderioù.
5 porque seus pecados se acumularam até o céu, e Deus se lembrou das suas injustiças.
6 Grit dezhi evel ma he deus graet deoc'h ha roit dezhi an daougement eus ar pezh he deus graet. En hanaf m'he deus mesket, meskit dezhi an daougement.
6 Faze com ela o que fez {contigo}, e retribui-lhe o dobro de seus malefícios; na taça que ela deu de beber, dá-lhe o dobro.
7 Kement ha ma'z eo en em roet el lorc'h ha ma'z eo en em veuzet er plijadurioù, roit dezhi kement all da c'houzañv a estrenvan hag a c'hlac'har. Pa lavar en he c'halon: Azezet on da rouanez, n'on ket intañvez ha ne welin ket ar c'hañv,
7 Na mesma proporção em que fez ostentação de luxo, dá-lhe em tormentos e prantos. Pois ela disse no seu coração: Estou no trono como rainha, e não viúva, e nunca conhecerei o luto.
8 dre-se, en un hevelep deiz, e teuio he goulioù: ar marv, ar c'hañv hag an naonegezh, hag e vo devet gant an tan. Rak galloudek eo an Aotrou Doue a varn anezhi.
8 Por isso, num só dia virão sobre ela as pragas: morte, pranto, fome. Ela será consumida pelo fogo, porque forte é o Senhor Deus que a condenou.
9 Rouaned an douar, goude bezañ graet gadaliezh ha bevet er plijadurioù ganti, a ouelo warni hag a skoio war boull o c'halonoù abalamour dezhi pa welint mogedenn hec'h entanadur.
9 Hão de chorar e lamentar-se por sua causa os reis da terra que com ela se contaminaram e pecaram, quando avistarem a fumaça do seu incêndio.
10 En em zerc'hel a raint pell gant aon rak hec'h estrenvan, hag e lavarint: Gwalleur! Gwalleur! Kêr vras Babilon, ar gêr c'halloudek-mañ! Rak da varnedigezh a zo deuet en un eur.
10 Parados ao longe, de medo de seus tormentos, eles dirão: Ai, ai da grande cidade, Babilônia, cidade poderosa! Bastou um momento para tua execução!
11 Marc'hadourien an douar a ouelo hag a c'harmo diwar he fenn, rak den na bren ken eus o marc'hadourezhioù,
11 Também os negociantes da terra choram e se lamentam a seu respeito, porque já não há ninguém que lhes compre os carregamentos:
12 marc'hadourezhioù aour, arc'hant, mein prizius, perlez, lin fin, limestra, seiz, tane, pep seurt koad a c'hwezh-vat, pep seurt traoù en olifant, pep seurt traoù e koad gwall brizius, en arem, en houarn hag e marmor,
12 carregamento de ouro e prata, pedras preciosas e pérolas, linho e púrpura, seda e escarlate, bem como de toda espécie de madeira odorífera, objetos de marfim e madeira preciosa; de bronze, ferro e mármore;
13 kinamom, louzoù-frondus, c'hwezhioù-mat, ezañs, gwin, eoul, flour bleud, ed, chatal, deñved, kezeg, kirri, korfoù hag eneoù tud.
13 de cinamomo e essência; de aromas, mirra e incenso; de vinho e óleo, de farinha e trigo, de animais de carga, ovelhas, cavalos e carros, escravos e outros homens.
14 Ar frouezh a c'hoantae da galon a zo pellaet diouzhit hag an holl draoù flour ha kaer a zo kollet evidout, a-vremañ n'o c'havi ken.
14 Eis que o bom tempo de tuas paixões animalescas se escoou. Toda a magnificência e todo o brilho se apagaram, e jamais serão reencontrados.
15 Marc'hadourien an traoù-se, a oa en em binvidikaet ganti, en em zalc'ho pell gant aon rak hec'h estrenvan, o ouelañ, o c'harmiñ
15 Os mercadores destas coisas, que delas se enriqueceram, pararão ao longe, de medo de seus tormentos, e hão de chorar e lamentar-se, dizendo:
16 hag o lavarout: Gwalleur! Gwalleur! A gêr vras, gwisket gant lin fin, gant limestra ha gant tane, kinklet gant aour, mein prizius ha perlez!
16 Ai, ai da grande cidade, que se revestia de linho, púrpura e escarlate, toda ornada de ouro, pedras preciosas e pérolas.
17 Rak en un eur kement all a binvidigezhioù a zo bet distrujet. Hag an holl sturierien, ar re holl a zo war al listri, ar vartoloded hag ar re holl a genwerzh war ar mor, en em zalc'he pell;
17 Num só momento toda essa riqueza foi devastada! Todos os pilotos e todos os navegantes, os marinheiros e todos os que trabalham no mar paravam ao longe
18 o welout mogedenn hec'h entanadur, e krient o lavarout: Peseurt kêr a oa heñvel ouzh ar gêr vras?
18 e exclamavam, ao ver a fumaça do incêndio: Que havia de comparável a essa grande cidade?
19 Teurel a raent poultr war o fenn hag, o ouelañ hag o c'harmiñ, e krient o lavarout: Gwalleur! Gwalleur! Ar gêr vras, enni ar re holl o doa listri war ar mor a oa en em binvidikaet dre he fuilhentez! Rak en un eur eo aet da netra.
19 E lançavam pó sobre as cabeças, chorando e lamentando-se com estas palavras: Ai, ai da grande cidade, de cuja opulência se enriqueceram todos os que tinham navios no mar. Bastou um momento para ser arrasada!
20 Neñv, en em laouena abalamour dezhi, kenkoulz ha c'hwi ebestel ha profeded santel. Rak Doue en deus graet warni barnedigezh hoc'h abeg.
20 Exulta sobre ela, ó céu; e também vós, santos, apóstolos e profetas, porque Deus julgou contra ela a vossa causa.
21 Un ael galloudek a gemeras ur maen evel ur maen-milin hag a daolas anezhañ er mor, o lavarout: Evel-se e vo taolet d'an traoñ gant buander Babilon, ar gêr vras, ha ne vo kavet ken.
21 Então um anjo poderoso tomou uma pedra do tamanho de uma grande mó de moinho e lançou-a no mar, dizendo: Com tal ímpeto será precipitada Babilônia, a grande cidade, e jamais será encontrada.
22 Sonioù an delennerien, ar vuzikerien, ar fleüterien hag an drompilherien ne vint ken klevet e-barzh da greiz. Micherour ebet a bep seurt micher bennak a c'hell bezañ ne vo kavet ennout. Trouz ar maen-milin ne vo ken klevet ennout.
22 Já não se ouvirá mais em ti o som dos citaristas, dos cantores, dos tocadores de flauta, de trombetas. Nem se encontrará em ti artífice algum de qualquer espécie. Não se ouvirá mais em ti o ruído do moinho,
23 Sklêrijenn al lamp ne lugerno ken ennout, ne vo klevet ken ennout na mouezh an ozhac'h na mouezh ar wreg yaouank, rak da varc'hadourien a oa re vras an douar hag an holl vroadoù a zo bet touellet gant da strobinelloù.
23 não brilhará mais em ti a luz de lâmpada, não se ouvirá mais em ti a voz do esposo e da esposa; porque teus mercadores eram senhores do mundo, e todas as nações foram seduzidas por teus malefícios.
24 Enni eo bet kavet gwad ar brofeded, ar sent hag ar re holl a zo bet lakaet d'ar marv war an douar.
24 Foi em ti que se encontrou o sangue dos profetas e dos santos, como também de todos aqueles que foram imolados na terra.
Atalhos do teclado
- Capítulo anterior←
- Próximo capítulo→
- Versículo anteriork
- Próximo versículoj
- Limpar seleçãoEsc
- Esta ajuda?
Estude este capítulo no WhatsApp
Peça à IA da Bíblia Fala para explicar Apocalipse 18, comparar traduções ou montar um estudo — tudo direto pelo WhatsApp.