Apocalipse 17

Gospels (BRETON) vs VC

Sair da comparação
VC Versão Católica
1 Unan eus ar seizh ael o doa ar seizh hanaf a zeuas hag a gomzas ouzhin, o lavarout: Deus, hag e tiskouezin dit barnedigezh ar c'hast vras a zo azezet war galz a zoureier.
1 Veio, então, um dos sete Anjos que tinham as sete taças e falou comigo: Vem, e eu te mostrarei a condenação da grande meretriz, que se assenta à beira das muitas águas,
2 Rouaned an douar o deus graet gastaouerezh ganti, ha mezvet he deus ar re a chom war an douar gant gwin he gastaouerezh.
2 com a qual se contaminaram os reis da terra. Ela inebriou os habitantes da terra com o vinho da sua luxúria.
3 Eñ a gasas ac'hanon er spered en ul lec'h distro. Hag e welis ur wreg azezet war ul loen a liv tane, leun a anvioù a vallozh, o kaout seizh penn ha dek korn.
3 Transportou-me, então, em espírito ao deserto. Eu vi uma mulher assentada em cima de uma fera escarlate, cheia de nomes blasfematórios, com sete cabeças e dez chifres.
4 Ar wreg a oa gwisket gant limestra ha tane, kinklet gant aour, gant mein prizius ha gant perlez. Derc'hel a rae en he dorn un hanaf aour, leun a draoù euzhus hag a hudurniezh he gastaouerezh.
4 A mulher estava vestida de púrpura e escarlate, adornada de ouro, pedras preciosas e pérolas. Tinha na mão uma taça de ouro, cheia de abominação e de imundície de sua prostituição.
5 War he zal e oa skrivet un anv: Mister, Babilon vras, mamm ar gadalezed ha traoù euzhus an douar.
5 Na sua fronte estava escrito um nome simbólico: Babilônia, a Grande, a mãe da prostituição e das abominações da terra.
6 Gwelout a ris ar wreg mezvet gant gwad ar sent ha gant gwad merzherien Jezuz, hag e krogas ur souezh vras ennon o welout anezhi.
6 Vi que a mulher estava ébria do sangue dos santos e do sangue dos mártires de Jesus; e esta visão encheu-me de espanto.
7 Neuze an ael a lavaras din: Perak ez out souezhet? Me a lavaro dit mister ar wreg hag al loen a zoug anezhi, en deus seizh penn ha dek korn.
7 Mas o anjo me disse: Por que te admiras? Eu mesmo te vou dizer o simbolismo da mulher e da Fera de sete cabeças e dez chifres que a carrega.
8 Al loen ac'h eus gwelet a zo bet ha n'emañ ken. Dleout a ra sevel eus an donder ha mont er gollidigezh. Ar re a chom war an douar ha n'eo ket bet skrivet o anvioù el levr a vuhez adalek krouidigezh ar bed a vo souezhet o welout al loen, rak bet e oa ha n'emañ ken, petra bennak ma'z emañ c'hoazh.
8 A Fera que tu viste era, mas já não é; ela deve subir do abismo, mas irá à perdição. Admirar-se-ão os habitantes da terra, cujos nomes não estão escritos no livro da vida, desde o começo do mundo, vendo reaparecer a Fera que era e já não é mais.
9 Amañ emañ ar skiant he deus furnez. Ar seizh penn a zo seizh menez ma'z eo azezet ar wreg warno.
9 Aqui se requer uma inteligência penetrante. As sete cabeças são sete montanhas sobre as quais se assenta a mulher.
10 Bez' int ivez seizh roue. Pemp a zo kouezhet, unan a zo bev, hag egile n'eo ket c'hoazh deuet ha, pa vo deuet, ne dle ket padout pell.
10 São também sete reis: cinco já caíram, um subsiste, o outro ainda não veio; e quando vier, deve permanecer pouco tempo.
11 Al loen a oa ha n'emañ ken, a zo e-unan un eizhvet roue, emañ eus ar seizh ha mont a ra da goll.
11 Quanto à Fera que era e já não é, ela mesma é um oitavo {rei}. Todavia, é um dos sete e caminha para a perdição.
12 An dek korn ac'h eus gwelet a zo dek roue n'o deus ket resevet c'hoazh ar rouantelezh, met o devo ar galloud evel rouaned evit un eur gant al loen.
12 Os dez chifres que viste são dez reis que ainda não receberam o reino, mas que receberão por um momento poder real com a Fera.
13 An hevelep menoz o deus hag e roint o nerzh hag o galloud d'al loen.
13 Eles têm o mesmo pensamento: transmitir à Fera a sua força e o seu poder.
14 Stourm a raint a-enep an Oan hag an Oan o zrec'ho, abalamour ma'z eo Aotrou an aotrounez ha Roue ar rouaned, hag ar re a zo gantañ eo ar re c'halvet ar re zibabet hag ar re feal.
14 Combaterão contra o Cordeiro, mas o Cordeiro os vencerá, porque é Senhor dos senhores e Rei dos reis. Aqueles que estão com ele são os chamados, os escolhidos, os fiéis.
15 Lavarout a reas din: An doureier ac'h eus gwelet, ma'z eo azezet ar c'hast warno, a zo pobloù, engroezioù, broadoù ha yezhoù.
15 O anjo me disse: As águas que viste, à beira das quais a Prostituta se assenta, são povos e multidões, nações e línguas.
16 An dek korn ac'h eus gwelet d'al loen a gasaio ar c'hast, he glac'haro, he diwisko, a zebro he c'hig hag he c'haso da netra gant an tan.
16 Os dez chifres que viste, assim como a Fera, odiarão a Prostituta. Hão de despojá-la e desnudá-la. Hão de comer-lhe as carnes e a queimarão ao fogo.
17 Rak Doue en deus lakaet en o c'halonoù da gas da benn e venoz ha da gaout an hevelep menoz, da reiñ o rouantelezh d'al loen betek ma teuio gerioù Doue da vezañ peurc'hraet.
17 Porque Deus lhes incutiu o desejo de executarem os seus desígnios, de concordarem em ceder sua soberania à Fera, até que se cumpram as palavras de Deus.
18 Ar wreg ac'h eus gwelet eo ar gêr vras a ren war rouaned an douar.
18 A mulher que viste é a grande cidade, aquela que reina sobre os reis da terra.

Ler em outra tradução

Comparar com outra

Estude este capítulo no WhatsApp

Peça à IA da Bíblia Fala para explicar Apocalipse 17, comparar traduções ou montar um estudo — tudo direto pelo WhatsApp.