Apocalipse 13

Gospels (BRETON) vs NAA

Sair da comparação
NAA Nova Almeida Atualizada 2017
1 En em zalc'his em sav war draezh ar mor, hag e welis o sevel eus ar mor ul loen en doa seizh penn ha dek korn, war e gerniel dek talgen ha war e bennoù un anv a vallozh.
1 Vi emergir do mar uma besta que tinha dez chifres e sete cabeças, e, sobre os chifres, dez diademas, e, sobre as cabeças, nomes de blasfêmia.
2 Al loen a welis a oa heñvel ouzh ul loupard, e dreid a oa evel re un arzh, e c'henoù evel genoù ul leon. An aerouant a roas dezhañ e nerzh, e dron hag ur galloud bras.
2 A besta que vi era semelhante a leopardo, com pés como de urso e boca como de leão. E o dragão deu à besta o seu poder, o seu trono e grande autoridade.
3 Gwelout a ris unan eus e bennoù evel gouliet d'ar marv, met ar gouli marvus-se a oa yac'haet hag an holl douar a oa en estlamm oc'h heuliañ al loen.
3 Uma das cabeças da besta parecia ter sido golpeada de morte, mas essa ferida mortal foi curada. E toda a terra se maravilhou, seguindo a besta;
4 Azeuliñ a rejont an aerouant en doa roet galloud d'al loen, hag ec'h azeuljont al loen o lavarout: Piv a zo heñvel ouzh al loen ha piv a c'hello en em gannañ outañ?
4 e adoraram o dragão porque deu a sua autoridade à besta. Também adoraram a besta, dizendo: — Quem é semelhante à besta? Quem pode lutar contra ela?
5 Roet e voe dezhañ ur genoù a lavare traoù bras ha mallozhioù, ha roet e voe dezhañ ar galloud d'oberiañ e-pad daou viz ha daou-ugent.
5 Foi-lhe dada uma boca que proferia arrogâncias e blasfêmias e foi-lhe dada autoridade para agir durante quarenta e dois meses.
6 Digor a reas e c'henoù evit mallozhiñ a-enep Doue, evit mallozhiñ a-enep e anv hag e dabernakl, hag a-enep ar re a chom en neñv.
6 A besta abriu a boca em blasfêmias contra Deus, para lhe difamar o nome e difamar o tabernáculo, a saber, os que habitam no céu.
7 Roet e voe dezhañ ar galloud d'ober brezel ouzh ar sent ha d'o zrec'hiñ. Hag e voe roet dezhañ ar galloud war bep meuriad, bep yezh ha bep broad.
7 Foi-lhe permitido, também, que lutasse contra os santos e os vencesse. Foi-lhe dada, ainda, autoridade sobre cada tribo, povo, língua e nação.
8 Ar re holl a chom war an douar a azeulo anezhañ, ar re n'eo ket skrivet o anvioù adalek krouidigezh ar bed el levr a vuhez eus an Oan a zo bet lakaet d'ar marv.
8 E ela será adorada por todos os que habitam sobre a terra, aqueles que, desde a fundação do mundo, não tiveram os seus nomes escritos no Livro da Vida do Cordeiro que foi morto.
9 Mar en deus unan bennak divskouarn, ra selaouo.
9 Se alguém tem ouvidos, ouça.
10 Mar kas unan bennak e sklaverezh, e yelo e sklaverezh. Mar lazh unan bennak gant ar c'hleze, eo ret e vo lazhet gant ar c'hleze. Amañ emañ pasianted ha feiz ar sent.
10 “Se alguém tiver de ir para o cativeiro, para o cativeiro irá. Se alguém tiver de ser morto pela espada, pela espada morto será.” Aqui está a perseverança e a fidelidade dos santos.
11 Gwelout a ris o sevel eus an douar ul loen all, a oa dezhañ daou gorn heñvel ouzh re un oan hag a gomze evel un aerouant.
11 Vi ainda outra besta emergir da terra. Tinha dois chifres, parecendo cordeiro, mas falava como dragão.
12 Diskouez a reas holl c'halloud al loen kentañ dirazañ, hag e lakaas an douar hag ar re a chome warnañ da azeuliñ al loen kentañ a zo bet yac'haet dezhañ e c'houli marvus.
12 Ela exerce toda a autoridade da primeira besta na sua presença e faz com que a terra e os seus habitantes adorem a primeira besta, cuja ferida mortal havia sido curada.
13 Ober a reas burzhudoù bras, zoken betek lakaat an tan da ziskenn eus an neñv war an douar dirak an dud.
13 Também opera grandes sinais, de maneira que até faz descer fogo do céu sobre a terra, diante de todas as pessoas.
14 Touellañ a reas ar re a chome war an douar dre ar burzhudoù a oa bet roet dezhañ d'ober dirak al loen, o lavarout da dud an douar ober ur skeudenn d'al loen, an hini a oa c'hoazh bev goude bezañ resevet an taol digant ar c'hleze.
14 Seduz aqueles que habitam sobre a terra por causa dos sinais que lhe foi permitido realizar diante da besta, dizendo aos que habitam sobre a terra que façam uma imagem à besta, àquela que foi ferida à espada e sobreviveu.
15 Roet e voe dezhañ ar galloud da reiñ ur spered da skeudenn al loen, evit ma vije gouest skeudenn al loen da gomz ha da lakaat d'ar marv ar re holl n'azeuljent ket skeudenn al loen.
15 E lhe foi concedido poder para dar vida à imagem da besta, para que também a imagem da besta falasse e fizesse morrer todos os que não adorassem a imagem da besta.
16 Lakaat a ra an holl, bihan ha bras, pinvidik ha paour, frank ha sklav, da gemer ur merk en o dorn dehou pe war o zal.
16 A todos, os pequenos e os grandes, os ricos e os pobres, os livres e os escravos, faz com que lhes seja dada certa marca na mão direita ou na testa,
17 Ha den ne c'hello na prenañ na gwerzhañ nemet an hini en devo ar merk, pe an anv eus al loen, pe an niver eus e anv.
17 para que ninguém possa comprar ou vender, senão aquele que tem a marca, o nome da besta ou o número do seu nome.
18 Amañ emañ ar furnez. An hini en deus skiant, ra gonto niver al loen, rak un niver a zen eo. E niver a zo c'hwec'h kant c'hwec'h ha tri-ugent.
18 Aqui está a sabedoria. Aquele que tem entendimento calcule o número da besta, pois é número de ser humano. E esse número é seiscentos e sessenta e seis.

Ler em outra tradução

Comparar com outra

Estude este capítulo no WhatsApp

Peça à IA da Bíblia Fala para explicar Apocalipse 13, comparar traduções ou montar um estudo — tudo direto pelo WhatsApp.