Apocalipse 12

Gospels (BRETON) vs ARC

Sair da comparação
ARC Almeida Revista e Corrigida 2009
1 Ur sin bras a voe gwelet en neñv: ur wreg gwisket gant an heol, hag al loar dindan he zreid, ha war he fenn ur gurunenn a zaouzek steredenn.
1 E viu-se um grande sinal no céu: uma mulher vestida do sol, tendo a lua debaixo dos pés e uma coroa de doze estrelas sobre a cabeça.
2 Brazez e oa hag e krie, o vezañ er poanioù hag o c'houzañv gwentloù ar gwilioud.
2 E estava grávida e com dores de parto e gritava com ânsias de dar à luz.
3 Ur sin all a voe gwelet c'hoazh en neñv. Setu, un aerouant bras a liv tan o kaout seizh penn ha dek korn, ha war e bennoù seizh talgen.
3 E viu-se outro sinal no céu, e eis que era um grande dragão vermelho, que tinha sete cabeças e dez chifres e, sobre as cabeças, sete diademas.
4 E lost a stleje an deirvet lodenn eus stered an neñv hag a daolas anezho war an douar. An aerouant a chomas en e sav dirak ar wreg a oa prest da wilioudiñ evit lonkañ he bugel pa vije ganet ganti.
4 E a sua cauda levou após si a terça parte das estrelas do céu e lançou-as sobre a terra; e o dragão parou diante da mulher que havia de dar à luz, para que, dando ela à luz, lhe tragasse o filho.
5 Hi a c'hanas ur mab, ur paotr a dlee gouarn an holl vroadoù gant ur wialenn houarn, hag he bugel a oa savet etrezek Doue hag etrezek e dron.
5 E deu à luz um filho, um varão que há de reger todas as nações com vara de ferro; e o seu filho foi arrebatado para Deus e para o seu trono.
6 Ar wreg a dec'has el lec'h distro en ul lec'h kempennet dezhi gant Doue, evit bezañ maget eno e-pad mil daou c'hant tri-ugent devezh.
6 E a mulher fugiu para o deserto, onde já tinha lugar preparado por Deus para que ali fosse alimentada durante mil duzentos e sessenta dias.
7 Un emgann a c'hoarvezas en neñv. Mikael hag e aeled a stourmas a-enep an aerouant. Hag an aerouant a stourmas gant e aeled,
7 E houve batalha no céu: Miguel e os seus anjos batalhavam contra o dragão; e batalhavam o dragão e os seus anjos,
8 met ne voent ket ar c'hreñvañ hag ne voe mui kavet a lec'h evito en neñv.
8 mas não prevaleceram; nem mais o seu lugar se achou nos céus.
9 An aerouant bras a voe taolet kuit, an naer gozh anvet an diaoul ha Satan, an hini a douell ar bed holl, taolet e voe war an douar hag e aeled a voe taolet gantañ.
9 E foi precipitado o grande dragão, a antiga serpente, chamada o diabo e Satanás, que engana todo o mundo; ele foi precipitado na terra, e os seus anjos foram lançados com ele.
10 Hag e klevis ur vouezh kreñv a lavare en neñv: Bremañ eo deuet silvidigezh, nerzh ha rouantelezh hon Doue, ha galloud e Grist, rak tamaller hor breudeur a zo bet taolet kuit, an hini o zamalle noz ha deiz dirak dremm hon Doue.
10 E ouvi uma grande voz no céu, que dizia: Agora chegada está a salvação, e a força, e o reino do nosso Deus, e o poder do seu Cristo; porque já o acusador de nossos irmãos é derribado, o qual diante do nosso Deus os acusava de dia e de noite.
11 Trec'het o deus anezhañ dre wad an Oan ha dre ar ger o deus rentet testeni drezañ, ha n'o deus ket karet o buhez en tu all d'ar marv.
11 E eles o venceram pelo sangue do Cordeiro e pela palavra do seu testemunho; e não amaram a sua vida até à morte.
12 Dre-se en em laouenait, neñvoù, ha c'hwi a chom enno. Gwalleur d'an dud a chom war an douar ha war ar mor, rak an diaoul a zo diskennet war-zu ennoc'h gant ur fulor vras hag o c'houzout n'en deus nemet nebeud amzer.
12 Pelo que alegrai-vos, ó céus, e vós que neles habitais. Ai dos que habitam na terra e no mar! Porque o diabo desceu a vós e tem grande ira, sabendo que já tem pouco tempo.
13 Pa welas an aerouant e oa bet taolet war an douar, e redas war-lerc'h ar wreg he doa ganet ar mab.
13 E, quando o dragão viu que fora lançado na terra, perseguiu a mulher que dera à luz o varão.
14 Divaskell an erer bras a voe roet d'ar wreg evit ma c'hellfe nijal d'al lec'h distro, en he lec'h hec'h-unan ma tle bezañ maget un amzer hag amzerioù hag un hanter-amzer, pell a-zirak an naer.
14 E foram dadas à mulher duas asas de grande águia, para que voasse para o deserto, ao seu lugar, onde é sustentada por um tempo, e tempos, e metade de um tempo, fora da vista da serpente.
15 An naer a daolas eus he genoù dour evel ur stêr war-lerc'h ar wreg, evit stlejañ anezhi gant ar stêr.
15 E a serpente lançou da sua boca, atrás da mulher, água como um rio, para que pela corrente a fizesse arrebatar.
16 An douar a sikouras ar wreg, hag an douar a zigoras e c'henoù hag a lonkas ar stêr en doa an aerouant taolet eus e c'henoù.
16 E a terra ajudou a mulher; e a terra abriu a boca e tragou o rio que o dragão lançara da sua boca.
17 An aerouant en em fuloras a-enep ar wreg. Mont a reas d'ober brezel d'ar peurrest eus he lignez, d'ar re a vir gourc'hemennoù Doue hag o deus testeni Jezuz-Krist.
17 E o dragão irou-se contra a mulher e foi fazer guerra ao resto da sua semente, os que guardam os mandamentos de Deus e têm o testemunho de Jesus Cristo.

Ler em outra tradução

Comparar com outra

Estude este capítulo no WhatsApp

Peça à IA da Bíblia Fala para explicar Apocalipse 12, comparar traduções ou montar um estudo — tudo direto pelo WhatsApp.