Apocalipse 11

Gospels (BRETON) vs NVI

Sair da comparação
NVI Nova Versão Internacional
1 Roet e voe din ur walenn (~ 3 m) heñvel ouzh ur wialenn, hag an ael en em ziskouezas hag a lavaras: Sav ha muzul templ Doue, an aoter hag ar re a azeul eno.
1 Deram-me um caniço semelhante a uma vara de medir, e me foi dito: "Vá e meça o templo de Deus e o altar, e conte os adoradores que lá estiverem.
2 Lez ar porzh a zo a-ziavaez an templ ha na vuzul ket anezhañ, rak roet eo bet d'ar broadoù. Int a vac'ho gant o zreid ar gêr santel e-pad daou viz ha daou-ugent.
2 Exclua, porém, o pátio exterior; não o meça, pois ele foi dado aos gentios. Eles pisarão a cidade santa durante quarenta e dois meses.
3 Me a roio galloud da'm daou dest hag e tiouganint, gwisket gant seier, e-pad mil daou c'hant ha tri-ugent devezh.
3 Darei poder às minhas duas testemunhas, e elas profetizarão durante mil duzentos e sessenta dias, vestidas de pano de saco".
4 Ar re-se eo an div olivezenn hag an daou gantolor en em zalc'h dirak Doue an douar.
4 Estas são as duas oliveiras e os dois candelabros que permanecem diante do Senhor da terra.
5 Mar fell da unan bennak ober droug dezho, e teuio eus o genoù un tan a lonko o enebourien, rak mar fell da unan bennak ober droug dezho, e ranko bezañ lazhet en doare-se.
5 Se alguém quiser lhes causar dano, da boca deles sairá fogo que devorará os seus inimigos. É assim que deve morrer qualquer pessoa que quiser causar-lhes dano.
6 Ar galloud o deus da serriñ an neñv evit na raio ket a c'hlav e-pad ma tiouganint, hag ar galloud o deus da dreiñ an doureier e gwad ha da skeiñ an douar a bep seurt goulioù bep gwech ma fello dezho.
6 Estes homens têm poder para fechar o céu, de modo que não chova durante o tempo em que estiverem profetizando, e têm poder para transformar a água em sangue e ferir a terra com toda sorte de pragas, quantas vezes desejarem.
7 Ha p'o devo peurc'hraet o zesteni, al loen hag a sav eus an donder a raio ar brezel dezho, o zrec'ho hag o lazho.
7 Quando eles tiverem terminado o seu testemunho, a besta que vem do Abismo os atacará. E irá vencê-los e matá-los.
8 O c'horfoù marv a vo war blasenn ar gêr vras, a vez anvet en ur ster speredel Sodom hag Ejipt, e-lec'h ma'z eo bet hon Aotrou staget ouzh ar groaz.
8 Os seus cadáveres ficarão expostos na rua principal da grande cidade, que figuradamente é chamada Sodoma e Egito, onde também foi crucificado o seu Senhor.
9 Tud a-douez pep pobl, pep meuriad, pep yezh ha pep broad, a welo o c'horfoù e-pad tri devezh hanter, ha ne lezint ket o lakaat er bez.
9 Durante três dias e meio, homens de todos povos, tribos, línguas e nações contemplarão os seus cadáveres e não permitirão que sejam sepultados.
10 Tud an douar en em laouenaio diwar o fenn hag en em roio d'al levenez, hag e kasint profoù an eil d'egile abalamour m'o devo an daou brofed-se trubuilhet tud an douar.
10 Os habitantes da terra se alegrarão por causa deles e festejarão, enviando presentes uns aos outros, pois esses dois profetas haviam atormentado os que habitam na terra.
11 Goude an tri devezh hanter-se, ar Spered a vuhez kaset gant Doue a yeas enno hag ec'h adsavjont war o zreid; un aon bras a grogas er re a welas anezho.
11 Mas, depois dos três dias e meio, entrou neles um sopro de vida da parte de Deus, e eles ficaram de pé, e um grande terror tomou conta daqueles que os viram.
12 Ur vouezh kreñv a glevjont eus an neñv, a lavare dezho: Pignit amañ. Hag e pignjont en neñv en ur goabrenn hag o enebourien a welas anezho.
12 Então eles ouviram uma forte voz do céu que lhes disse: "Subam para cá". E eles subiram para o céu numa nuvem, enquanto os seus inimigos olhavam.
13 D'an eur-se e c'hoarvezas ur c'hren-douar bras hag an dekvet lodenn eus ar gêr a gouezhas. Seizh mil den a voe lazhet gant ar c'hren-douar, ar re all a voe spouronet hag a roas gloar da Zoue an neñv.
13 Naquela mesma hora houve um forte terremoto, e um décimo da cidade ruiu. Sete mil pessoas foram mortas no terremoto; os sobreviventes ficaram aterrorizados e deram glória ao Deus do céu.
14 An eil gwalleur a zo tremenet. Setu, an trede gwalleur a zeuio prest.
14 O segundo ai passou; o terceiro ai virá em breve.
15 Ar seizhvet ael a sonas, ha mouezhioù kreñv a voe klevet en neñv o lavarout: Rouantelezhioù ar bed a zo lakaet dindan galloud hon Aotrou hag e Grist. Eñ a reno e kantvedoù ar c'hantvedoù.
15 O sétimo anjo tocou a sua trombeta, e houve altas vozes no céu que diziam: "O reino do mundo se tornou de nosso Senhor e do seu Cristo, e ele reinará para todo o sempre".
16 Ar pevar henaour warn-ugent azezet war o zronioù dirak Doue a gouezhas war o dremm hag a azeulas Doue,
16 Os vinte e quatro anciãos que estavam assentados em seus tronos diante de Deus prostraram-se sobre seus rostos e adoraram a Deus,
17 o lavarout: Ni a drugareka ac'hanout, Aotrou Doue holl-c'halloudek, an hini a zo hag a oa hag a zeu, dre ma ec'h eus kemeret da c'halloud bras en da zorn ha dre ma'z out aet en da ren.
17 dizendo: "Graças te damos, Senhor Deus todo-poderoso, que és e que eras, porque assumiste o teu grande poder e começaste a reinar.
18 Ar broadoù a zo taeret ha da gounnar a zo deuet, kenkoulz hag an amzer da varn ar re varv, da c'hopraat da servijerien ar brofeded, ar sent hag ar re a zouj da anv, bihan ha bras, ha da zistrujañ ar re a zistruj an douar.
18 As nações se iraram; e chegou a tua ira. Chegou o tempo de julgares os mortos e de recompensares os teus servos, os profetas, os teus santos e os que temem o teu nome, tanto pequenos como grandes, e de destruir os que destroem a terra".
19 Templ Doue a zigoras en neñv hag arc'h e emglev en em ziskouezas en e dempl. Bez' e voe luc'hed, mouezhioù, kurunoù, ur c'hren-douar hag ur grizilh bras.
19 Então foi aberto o santuário de Deus no céu, e ali foi vista a arca da sua aliança. Houve relâmpagos, vozes, trovões, um terremoto e um grande temporal de granizo.

Ler em outra tradução

Comparar com outra

Estude este capítulo no WhatsApp

Peça à IA da Bíblia Fala para explicar Apocalipse 11, comparar traduções ou montar um estudo — tudo direto pelo WhatsApp.