2 Pedro 2
Gospels (BRETON) vs ARA
1 Bez' ez eus bet fals-profeded e-touez ar bobl, bez' e vo ivez en ho touez fals-doktored a zegaso e kuzh sektennoù fall hag, o nac'hañ ar Mestr en deus o frenet, e tennint a-daol ar gollidigezh warno o-unan.
1 Assim como, no meio do povo, surgiram falsos profetas, assim também haverá entre vós falsos mestres, os quais introduzirão, dissimuladamente, heresias destruidoras, até ao ponto de renegarem o Soberano Senhor que os resgatou, trazendo sobre si mesmos repentina destruição.
2 Kalz a heulio anezho en o hentoù fall, hag e vo droukkomzet diwar-benn hent ar wirionez abalamour dezho.
2 E muitos seguirão as suas práticas libertinas, e, por causa deles, será infamado o caminho da verdade;
3 Dre zroukc'hoant e korvoint ac'hanoc'h gant gerioù touellus, met abaoe pell amzer ne ehan o c'hondaonidigezh da dostaat hag o c'hollidigezh ne chom ket morgousket.
3 também, movidos por avareza, farão comércio de vós, com palavras fictícias; para eles o juízo lavrado há longo tempo não tarda, e a sua destruição não dorme.
4 Rak ma n'en deus ket Doue espernet an aeled o doa pec'het met mar en deus o zaolet en donderioù staget gant chadennoù a deñvalijenn evit bezañ dalc'het a-benn ar varn,
4 Ora, se Deus não poupou anjos quando pecaram, antes, precipitando-os no inferno, os entregou a abismos de trevas, reservando-os para juízo;
5 ma n'en deus ket espernet ar bed kozh met mar en deus diwallet eizh den a oa Noe ganto, ar prezeger eus ar reizhder, pa zegasas al liñvadenn-veur war ved an dud dizoue,
5 e não poupou o mundo antigo, mas preservou a Noé, pregador da justiça, e mais sete pessoas, quando fez vir o dilúvio sobre o mundo de ímpios;
6 mar en deus kondaonet Sodom ha Gomora da vezañ distrujet o rentañ ar c'hêrioù-se e ludu evit o reiñ da skouer d'ar re a vevfe e dizoujañs-Doue,
6 e, reduzindo a cinzas as cidades de Sodoma e Gomorra, ordenou-as à ruína completa, tendo-as posto como exemplo a quantos venham a viver impiamente;
7 ha mar en deus diwallet Lot an den reizh, an hini a oa poaniet gant kundu euzhus an dud fall-se,
7 e livrou o justo Ló, afligido pelo procedimento libertino daqueles insubordinados
8 rak an den reizh-se a oa o chom en o zouez, hag a c'hlac'hare bemdez e ene reizh abalamour d'ar pezh a wele hag a gleve diwar-benn o oberoù fallakr,
8 (porque este justo, pelo que via e ouvia quando habitava entre eles, atormentava a sua alma justa, cada dia, por causa das obras iníquas daqueles),
9 an Aotrou a oar mirout eus an amprouenn ar re a zouj anezhañ ha derc'hel ar re zireizh da vezañ kastizet da zeiz ar varn,
9 é porque o Senhor sabe livrar da provação os piedosos e reservar, sob castigo, os injustos para o Dia de Juízo,
10 dreist-holl ar re a gerzh hervez ar c'hig e c'hoantidigezh an hudurniezh hag e dispriz ar galloud. Rok hag hardizh, e tismegañsont hep aon ar gloarioù,
10 especialmente aqueles que, seguindo a carne, andam em imundas paixões e menosprezam qualquer governo. Atrevidos, arrogantes, não temem difamar autoridades superiores,
11 e-lec'h an aeled, petra bennak ma'z int brasoc'h e nerzh hag e galloud, ne zougont ket ur varnedigezh a zismegañs en o enep dirak an Aotrou.
11 ao passo que anjos, embora maiores em força e poder, não proferem contra elas juízo infamante na presença do Senhor.
12 Met ar re-mañ, evel loened diskiant dre natur, ganet evit bezañ paket ha distrujet, e troukkomzont eus ar pezh ne gomprenont ket, hag e vint distrujet en o breinadurezh o-unan,
12 Esses, todavia, como brutos irracionais, naturalmente feitos para presa e destruição, falando mal daquilo em que são ignorantes, na sua destruição também hão de ser destruídos,
13 o resev ar gopr eus o direizhder. Karout a reont bezañ bemdez er plijadurioù, bez' ez int saotr hag hudurniezh o kemer plijadur en o zromplerezh o-unan pa zebront asambles ganeoc'h.
13 recebendo injustiça por salário da injustiça que praticam. Considerando como prazer a sua luxúria carnal em pleno dia, quais nódoas e deformidades, eles se regalam nas suas próprias mistificações, enquanto banqueteiam junto convosco;
14 O daoulagad a zo leun a avoultriezh, ne baouezont ket da bec'hiñ, o klask da eren an eneoù n'int ket diazezet mat, o c'halon a zo roet d'an droukc'hoant, bez' ez int bugale a vallozh.
14 tendo os olhos cheios de adultério e insaciáveis no pecado, engodando almas inconstantes, tendo coração exercitado na avareza, filhos malditos;
15 O vezañ kuitaet an hent eeun, en em gollet int o heuliañ hent Balaam mab Beor, a garas gopr an direizhder,
15 abandonando o reto caminho, se extraviaram, seguindo pelo caminho de Balaão, filho de Beor, que amou o prêmio da injustiça
16 met a voe tamallet evit e zisentidigezh. Un azenez vut, o komz gant mouezh un den, a enebas ouzh follentez ar profed.
16 (recebeu, porém, castigo da sua transgressão, a saber, um mudo animal de carga, falando com voz humana, refreou a insensatez do profeta).
17 Ar re-se a zo feunteunioù hep dour, koumoul kaset kuit gant un avel-dro, dic'houloù an deñvalijenn a zo lakaet a-du evito da viken.
17 Esses tais são como fonte sem água, como névoas impelidas por temporal. Para eles está reservada a negridão das trevas;
18 O terc'hel lavarioù c'hwezhet gant fouge, e tennont dre zroukc'hoantoù ar c'hig hag gant an hudurniezh tud hag o doa nebeud a-raok tec'het diouzh ar re a vev en diroll,
18 porquanto, proferindo palavras jactanciosas de vaidade, engodam com paixões carnais, por suas libertinagens, aqueles que estavam prestes a fugir dos que andam no erro,
19 o prometiñ dezho al librentez, petra bennak ma'z int o-unan sklavourien eus ar vreinadurezh, rak dont a ra pep hini da vezañ sklavour eus ar pezh a zo trec'h warnañ.
19 prometendo-lhes liberdade, quando eles mesmos são escravos da corrupção, pois aquele que é vencido fica escravo do vencedor.
20 Goude bezañ tec'het diouzh hudurniezh ar bed dre anaoudegezh an Aotrou ha Salver Jezuz-Krist, mar deuont d'en em reiñ a-nevez e-barzh ha da vezañt trec'het, o stad diwezhañ a vo gwashoc'h eget an hini kentañ.
20 Portanto, se, depois de terem escapado das contaminações do mundo mediante o conhecimento do Senhor e Salvador Jesus Cristo, se deixam enredar de novo e são vencidos, tornou-se o seu último estado pior que o primeiro.
21 Rak gwelloc'h e vefe bet dezho na anavezjent ket hent ar reizhder, eget goude bezañ e anavezet distreiñ diouzh ar gourc'hemenn santel a oa bet roet dezho.
21 Pois melhor lhes fora nunca tivessem conhecido o caminho da justiça do que, após conhecê-lo, volverem para trás, apartando-se do santo mandamento que lhes fora dado.
22 Met c'hoarvezet eo ganto hervez ur c'hrennlavar gwir: Ar c'hi a zo distroet d'ar pezh en doa distaolet, hag ar wiz a zo en em ruilhet er fank goude bezañ bet gwalc'het.
22 Com eles aconteceu o que diz certo adágio verdadeiro: O cão voltou ao seu próprio vômito; e: A porca lavada voltou a revolver-se no lamaçal.
Atalhos do teclado
- Capítulo anterior←
- Próximo capítulo→
- Versículo anteriork
- Próximo versículoj
- Limpar seleçãoEsc
- Esta ajuda?
Estude este capítulo no WhatsApp
Peça à IA da Bíblia Fala para explicar 2 Pedro 2, comparar traduções ou montar um estudo — tudo direto pelo WhatsApp.