2 Coríntios 2
Gospels (BRETON) vs ARC
1 Divizet em boa eta ennon va-unan na zistrojen ket d'ho kavout en dristidigezh.
1 Mas deliberei isto comigo mesmo: não ir mais ter convosco em tristeza.
2 Rak mar glac'haran ac'hanoc'h, piv a laouenaio ac'hanon, nemet an hini a vo bet glac'haret ganin?
2 Porque, se eu vos entristeço, quem é que me alegrará, senão aquele que por mim foi contristado?
3 Kement-se am eus skrivet deoc'h evit na'm bo ket a dristidigezh pa vin erruet digant ar re a dlefe reiñ levenez din, rak ar fiziañs-mañ am eus ennoc'h holl penaos e rit holl ho levenez eus va hini.
3 E escrevi-vos isso mesmo para que, quando lá for, não tenha tristeza da parte dos que deveriam alegrar-me, confiando em vós todos de que a minha alegria é a de todos vós.
4 Rak skrivet em eus deoc'h en ur glac'har bras, va c'halon leun a enkrez ha gant kalz a zaeroù, ha ne oa ket evit ho klac'hariñ met evit reiñ da anavezout deoc'h ar garantez vras am eus evidoc'h.
4 Porque, em muita tribulação e angústia do coração, vos escrevi, com muitas lágrimas, não para que vos entristecêsseis, mas para que conhecêsseis o amor que abundantemente vos tenho.
5 Mar en deus graet unan bennak lec'h d'an dristidigezh, n'eo ket me hepken en deus glac'haret met c'hwi holl, da vihanañ evit lod, evit na lavarfen ket re.
5 Porque, se alguém me contristou, não me contristou a mim senão em parte, para vos não sobrecarregar a vós todos;
6 A-walc'h eo d'un hevelep den bezañ bet kastizet gant an niver brasañ,
6 basta ao tal esta repreensão feita por muitos.
7 en hevelep doare ma tleit pardoniñ dezhañ hag e frealziñ, gant aon na vefe bec'hiet gant un dristidigezh re vras.
7 De maneira que, pelo contrário, deveis, antes, perdoar-lhe e consolá-lo, para que o tal não seja, de modo algum, devorado de demasiada tristeza.
8 Dre-se ho pedan da ziskouez dezhañ ho karantez.
8 Pelo que vos rogo que confirmeis para com ele o vosso amor.
9 Rak abalamour da gement-se eo ivez em eus skrivet deoc'h, evit anavezout, en ur amprouiñ ac'hanoc'h, hag oc'h sentus en holl draoù.
9 E para isso vos escrevi também, para por essa prova saber se sois obedientes em tudo.
10 D'an hini eta a bardonit, e pardonan ivez dezhañ, hag evidon ar pezh am eus pardonet, mar em eus pardonet un dra bennak, eo abalamour deoc'h dirak Krist,
10 E a quem perdoardes alguma coisa também eu; porque o que eu também perdoei, se é que tenho perdoado, por amor de vós o fiz na presença de Cristo; para que não sejamos vencidos por Satanás,
11 evit ma n'en devo ket Satan ar gounid warnomp, rak n'omp ket hep anavezout e soñjoù.
11 porque não ignoramos os seus ardis.
12 Pa'z on deuet da Droaz evit Aviel Krist, petra bennak m'en doa an Aotrou digoret un nor din,
12 Ora, quando cheguei a Trôade para pregar o evangelho de Cristo e abrindo-se-me uma porta no Senhor,
13 ne'm eus ket bet va spered en diskuizh, abalamour ne'm boa ket kavet va breur Tit. O vezañ kimiadet diouto, on aet e Makedonia.
13 não tive descanso no meu espírito, porque não achei ali meu irmão Tito; mas, despedindo-me deles, parti para a Macedônia.
14 Grasoù ra vo roet da Zoue, dre ma laka ac'hanomp atav da drec'hiñ e Krist hag e skuilh drezomp c'hwezh-vat e anaoudegezh e pep lec'h.
14 E graças a Deus, que sempre nos faz triunfar em Cristo e, por meio de nós, manifesta em todo lugar o cheiro do seu conhecimento.
15 Rak ni a zo c'hwezh-vat Krist dirak Doue, evit ar re a zo salvet hag evit ar re a zo kollet,
15 Porque para Deus somos o bom cheiro de Cristo, nos que se salvam e nos que se perdem.
16 d'ar re-mañ ur c'hwezh a varv o reiñ ar marv, ha d'ar re-se all ur c'hwezh a vuhez o reiñ ar vuhez. Ha piv a zo barrek evit an traoù-se?
16 Para estes, certamente, cheiro de morte para morte; mas, para aqueles, cheiro de vida para vida. E, para essas coisas, quem é idôneo?
17 Rak ne falsomp ket ger Doue evel ma henn gra kalz, met e komzomp evel gant gwirionded, evel a-berzh Doue, e Krist, dirak Doue.
17 Porque nós não somos, como muitos, falsificadores da palavra de Deus; antes, falamos de Cristo com sinceridade, como de Deus na presença de Deus.
Atalhos do teclado
- Capítulo anterior←
- Próximo capítulo→
- Versículo anteriork
- Próximo versículoj
- Limpar seleçãoEsc
- Esta ajuda?
Estude este capítulo no WhatsApp
Peça à IA da Bíblia Fala para explicar 2 Coríntios 2, comparar traduções ou montar um estudo — tudo direto pelo WhatsApp.