2 Coríntios 12

Gospels (BRETON) vs ARIB

Sair da comparação
ARIB Almeida Revisada Imprensa Bíblica
1 A dra-sur ne zere ket ouzhin en em reiñ gloar, rak e teuin da gomz eus gweledigezhioù ha diskuliadurioù a-berzh an Aotrou.
1 É necessário gloriar-me, embora não convenha; mas passarei a visões e revelações do Senhor.
2 Anavezout a ran un den e Krist a voe estlammet betek an trede neñv ouzhpenn pevarzek vloaz 'zo; pe e voe en e gorf, n'ouzon ket, pe e voe er-maez eus e gorf, n'ouzon ket, Doue a oar.
2 Conheço um homem em Cristo que há catorze anos {se no corpo não sei, se fora do corpo não sei; Deus o sabe} foi arrebatado até o terceiro céu.
3 Gouzout a ran penaos an den-se, pe e voe en e gorf, n'ouzon ket, pe e voe er-maez eus e gorf, n'ouzon ket, Doue a oar,
3 Sim, conheço o tal homem {se no corpo, se fora do corpo, não sei: Deus o sabe},
4 a voe savet er baradoz, hag e klevas komzoù dilavarus ha ne c'hell ket an den o distagañ.
4 que foi arrebatado ao paraíso, e ouviu palavras inefáveis, as quais não é lícito ao homem referir.
5 Tennañ a rin gloar eus an den-se, met ne dennin ket gloar ac'hanon va-unan, nemet eus va dinerzhded.
5 Desse tal me gloriarei, mas de mim mesmo não me gloriarei, senão nas minhas fraquezas.
6 Ma fellfe din en em reiñ gloar, ne vefen ket diskiant rak ne lavarfen nemet ar wirionez, met en em virout a ran evit na veulo den ac'hanon en tu all d'ar pezh a wel ennon pe d'ar pezh a glev diganin.
6 Pois, se quiser gloriar-me, não serei insensato, porque direi a verdade;
7 Ha gant aon n'en em c'hwezhfen re abalamour da vrasted dispar an diskuliadurioù-se, eo bet lakaet din em c'hig ur broud, un ael eus Satan, evit va c'hrabanata, evit n'en em uhelafen ket.
7 E, para que me não exaltasse demais pela excelência das revelações, foi-me dado um espinho na carne, a saber, um mensageiro de Satanás para me esbofetear, a fim de que eu não me exalte demais;
8 Teir gwech em eus pedet an Aotrou d'e bellaat diouzhin,
8 acerca do qual três vezes roguei ao Senhor que o afastasse de mim;
9 ha lavaret en deus din: Va gras a zo a-walc'h evidout, rak va galloud en em ziskouez en dinerzded. Tennañ a rin gloar eta kentoc'h eus va dinerzhded, evit ma chomo galloud Krist ennon.
9 e ele me disse: A minha graça te basta, porque o meu poder se aperfeiçoa na fraqueza. Por isso, de boa vontade antes me gloriarei nas minhas fraquezas, a fim de que repouse sobre mim o poder de Cristo.
10 Dre-se, en em blijout a ran en dinerzhded, er dismegañsoù, en ezhommoù, en heskinoù, en ankenioù, evit anv Krist. Rak pa'z on dinerzh, neuze ez on kreñv.
10 Pelo que sinto prazer nas fraquezas, nas injúrias, nas necessidades, nas perseguições, nas angústias por amor de Cristo. Porque quando estou fraco, então é que sou forte.
11 Foll on bet oc'h en em reiñ gloar, c'hwi eo hoc'h eus va rediet da vezañ. Rak ganeoc'h eo e tleen bezañ meulet, dre ma n'on ket bet izeloc'h e netra eget ar re wellañ eus an ebestel, petra bennak ma n'on netra.
11 Tornei-me insensato; vós a isso me obrigastes; porque eu devia ser louvado por vós, visto que em nada fui inferior aos demais excelentes apóstolos, ainda que nada sou.
12 Ar prouennoù eus va abostolerezh o deus lugernet en ho touez dre ur basianted leun, dre virakloù, burzhudoù hag oberoù a c'halloud.
12 Os sinais do meu apostolado foram, de fato, operados entre vós com toda a paciência, por sinais, prodígios e milagres.
13 Rak e petra oc'h bet disteroc'h eget an Ilizoù all, nemet en dra ma ne'm eus ket bec'hiet ac'hanoc'h? Pardonit din ar gwall-se.
13 Pois, em que fostes feitos inferiores às outras igrejas, a não ser nisto, que eu mesmo vos não fui pesado? Perdoai-me esta injustiça.
14 Setu, evit an trede gwech on prest da vont d'ho kavout ha ne viot ket bec'hiet ganin, rak n'eo ket ho madoù a glaskan, c'hwi hoc'h-unan eo. Evit gwir, n'eo ket ar vugale a dle dastum evit an tadoù, met an tadoù evit ar vugale.
14 Eis que pela terceira vez estou pronto a ir ter convosco, e não vos serei pesado, porque não busco o que é vosso, mas sim a vós; pois não são os filhos que devem entesourar para os pais, mas os pais para os filhos.
15 Me a zispigno a galon-vat hag en em zispigno c'hoazh va-unan evit hoc'h eneoù, petra bennak ma vin karet nebeutoc'h, o karout ac'hanoc'h gant kement a garantez.
15 Eu de muito boa vontade gastarei, e me deixarei gastar pelas vossas almas. Se mais abundantemente vos amo, serei menos amado?
16 Mat! Ne'm eus ket bec'hiet ac'hanoc'h, met o vezañ un den troidellus, em eus ho kemeret dre ijin.
16 Mas seja assim; eu não vos fui pesado; mas, sendo astuto, vos tomei com dolo.
17 Ha tennet em eus un dra bennak diganeoc'h dre unan bennak eus ar re am eus kaset deoc'h?
17 Porventura vos explorei por algum daqueles que vos enviei?
18 Dibabet em eus Tit ha kaset em eus ur breur gantañ. Hag en deus tennet Tit ur gounid bennak diganeoc'h? Ha n'hon eus ket kerzhet en hevelep spered, war an hevelep roudoù?
18 Exortei a Tito, e enviei com ele o irmão. Porventura Tito vos explorou? Não andamos porventura no mesmo espírito? Não seguimos as mesmas pegadas?
19 Ha krediñ a rit e fell deomp adarre en em zidamall dirazoc'h? Komz a reomp dirak Doue e Krist, ha kement-se holl, re garet mat, evit ho kenteliañ.
19 Há muito, de certo, pensais que nos estamos desculpando convosco. Perante Deus, falamos em Cristo, e tudo isto, amados, é para vossa edificação.
20 Rak aon am eus, pa'z in d'ho kavout, na gavin ket ac'hanoc'h evel ma fell din, ha na gavot ket ac'hanon evel ma fell deoc'h, na vo tabutoù, gwarizi, kasonioù, dirollerezh, droukkomzoù, falstamalloù, ourgouilh, trubuilhoù,
20 Porque temo que, quando chegar, não vos ache quais eu vos quero, e que eu seja achado por vós qual não me quereis; que de algum modo haja contendas, invejas, iras, porfias, detrações, mexericos, orgulhos, tumultos;
21 hag o tistreiñ d'ho kavout, na rofe Doue din mezh en ho touez, na'm befe da ouelañ war meur a hini eus ar re o deus pec'het diagent ha n'o deus ket bet keuz eus an dic'hlanded, eus an hudurniezh hag eus ar c'hadaliezh o deus graet.
21 e que, quando for outra vez, o meu Deus me humilhe perante vós, e chore eu sobre muitos daqueles que dantes pecaram, e ainda não se arrependeram da impureza, prostituição e lascívia que cometeram.

Ler em outra tradução

Comparar com outra

Estude este capítulo no WhatsApp

Peça à IA da Bíblia Fala para explicar 2 Coríntios 12, comparar traduções ou montar um estudo — tudo direto pelo WhatsApp.