1 Timóteo 6

Gospels (BRETON) vs ARC

Sair da comparação
ARC Almeida Revista e Corrigida 2009
1 Ra sello ar re holl a zo dindan yev ar sklaverezh o mistri evel dellezek a bep enor, evit na vo ket anv ha kelennadurezh Doue mallozhet.
1 Todos os servos que estão debaixo do jugo estimem a seus senhores por dignos de toda a honra, para que o nome de Deus e a doutrina não sejam blasfemados.
2 Ar re o deus kredourien da vistri ra ne zisprizint ket anezho war digarez ez int breudeur, met ra servijint anezho gwelloc'h abalamour ma'z int kredourien ha re garet-mat, ha m'en em lakaont d'ober vat dezho. Desk an traoù-se hag ali anezho.
2 E os que têm senhores crentes não os desprezem, por serem irmãos; antes, os sirvam melhor, porque eles, que participam do benefício, são crentes e amados. Isto ensina e exorta.
3 Mar kelenn unan bennak en un doare all ha ma n'en em stag ket ouzh gerioù a silvidigezh hon Aotrou Jezuz-Krist hag ouzh ar gelennadurezh a zo hervez an doujañs-Doue,
3 Se alguém ensina alguma outra doutrina e se não conforma com as sãs palavras de nosso Senhor Jesus Cristo e com a doutrina que é segundo a piedade,
4 c'hwezet eo gant an ourgouilh, ne oar netra, met bez' en deus ar c'hleñved eus kudennoù ha tabutoù ar gerioù, ac'hane e teu ar c'hoant, an diroll, an diskred drouk, an diskredoù,
4 é soberbo e nada sabe, mas delira acerca de questões e contendas de palavras, das quais nascem invejas, porfias, blasfêmias, ruins suspeitas,
5 an tabutoù aner etre tud o deus o skiant breinet, dibourvez eus ar wirionez hag a gred ez eo an doujañs-Doue un andon a c'hounid. Pella diouzh an dud-se.
5 contendas de homens corruptos de entendimento e privados da verdade, cuidando que a piedade seja causa de ganho. Aparta-te dos tais.
6 Ur gounid mat eo an doujañs-Doue gant ar gwalc'h,
6 Mas é grande ganho a piedade com contentamento.
7 rak n'hon eus degaset netra er bed hag eo sklaer na c'hellimp kas netra anezhañ.
7 Porque nada trouxemos para este mundo e manifesto é que nada podemos levar dele.
8 Gant ma c'hellimp kaout ar boued hag an dilhad, e vo a-walc'h deomp.
8 Tendo, porém, sustento e com que nos cobrirmos, estejamos com isso contentes.
9 Met ar re a fell dezho bezañ pinvidik a gouezh en temptadur, er pech hag e kalz a c'hoantoù diskiant ha fall a stlap an dud er revin hag er gollidigezh.
9 Mas os que querem ser ricos caem em tentação, e em laço, e em muitas concupiscências loucas e nocivas, que submergem os homens na perdição e ruína.
10 Rak karantez an arc'hant eo gwrizienn an holl drougoù. Hiniennoù o vezañ dalc'het ganti, a zo en em zistroet diouzh ar feiz hag en em daolet o-unan er brasañ poanioù.
10 Porque o amor do dinheiro é a raiz de toda espécie de males; e nessa cobiça alguns se desviaram da fé e se traspassaram a si mesmos com muitas dores.
11 Met te, den Doue, tec'h diouzh an traoù-se ha klask ar reizhder, an doujañs-Doue, ar feiz, ar garantez, ar basianted, an douster.
11 Mas tu, ó homem de Deus, foge destas coisas e segue a justiça, a piedade, a fé, o amor, a paciência, a mansidão.
12 Stourm ar stourm mat eus ar feiz, krog er vuhez peurbadus ez out bet galvet dezhi, hag ec'h eus graet eviti un anzavadenn gaer dirak kalz a destoù.
12 Milita a boa milícia da fé, toma posse da vida eterna, para a qual também foste chamado, tendo já feito boa confissão diante de muitas testemunhas.
13 Aliañ a ran dit dirak Doue a ro buhez d'an holl draoù ha dirak Jezuz-Krist a reas un anzavadenn gaer dirak Poñs-Pilat,
13 Mando-te diante de Deus, que todas as coisas vivifica, e de Cristo Jesus, que diante de Pôncio Pilatos deu o testemunho de boa confissão,
14 da virout ar gourc'hemenn disaotr ha divlam, betek donedigezh hon Aotrou Jezuz-Krist,
14 que guardes este mandamento sem mácula e repreensão, até à aparição de nosso Senhor Jesus Cristo;
15 a dle diskouez en e amzer ar Mestr benniget nemetañ, Roue ar rouaned hag Aotrou an aotrounez,
15 a qual, a seu tempo, mostrará o bem-aventurado e único poderoso Senhor, Rei dos reis e Senhor dos senhores;
16 an hini a zo dezhañ hepken an divarvelezh, a chom en ur sklêrijenn dreistdiraez, ne wel ket den ha ne c'hell ket den gwelout, a zo dezhañ an enor hag ar galloud peurbadus! Amen.
16 aquele que tem, ele só, a imortalidade e habita na luz inacessível; a quem nenhum dos homens viu nem pode ver; ao qual seja honra e poder sempiterno. Amém!
17 Kemenn da re binvidik ar c'hantved-mañ ma chomint hep bezañ ourgouilhus hag hep lakaat o esperañs en argred ar pinvidigezhioù, met en Doue bev a ro deomp an holl draoù gant fonnusted evit ma laouenafemp ganto,
17 Manda aos ricos deste mundo que não sejam altivos, nem ponham a esperança na incerteza das riquezas, mas em Deus, que abundantemente nos dá todas as coisas para delas gozarmos;
18 ma raint ar mad, ma vint pinvidik en oberoù mat, prest da reiñ, da lodennañ,
18 que façam o bem, enriqueçam em boas obras, repartam de boa mente e sejam comunicáveis;
19 ha ma tastumint evel-se evit an amzer da zont un teñzor lec'hiet war un diazez start evit kaout ar vuhez peurbadus.
19 que entesourem para si mesmos um bom fundamento para o futuro, para que possam alcançar a vida eterna.
20 O Timote, mir ar pezh a zo bet fiziet ennout, oc'h en em virout diouzh ar c'homzoù aner ha disakr ha diouzh ar c'houiziegezh a zo galvet e gaou evel-se,
20 Ó Timóteo, guarda o depósito que te foi confiado, tendo horror aos clamores vãos e profanos e às oposições da falsamente chamada ciência;
21 hiniennoù o vezañ hec'h anzavet a zo en em zistroet diouzh ar feiz. Ar c'hras ra vo ganit! Amen.
21 a qual professando-a alguns, se desviaram da fé. A graça seja contigo. Amém!

Ler em outra tradução

Comparar com outra

Estude este capítulo no WhatsApp

Peça à IA da Bíblia Fala para explicar 1 Timóteo 6, comparar traduções ou montar um estudo — tudo direto pelo WhatsApp.