1 Timóteo 1
Gospels (BRETON) vs ARA
1 Paol, abostol Jezuz-Krist dre c'hourc'hemenn Doue hor Salver hag hon Aotrou Jezuz-Krist hon esperañs,
1 Paulo, apóstolo de Cristo Jesus, pelo mandato de Deus, nosso Salvador, e de Cristo Jesus, nossa esperança,
2 da Dimote, va gwir vab er feiz: Ar c'hras, an drugarez hag ar peoc'h ra vo roet dit a-berzh Doue hon Tad ha Jezuz-Krist hon Aotrou!
2 a Timóteo, verdadeiro filho na fé, graça, misericórdia e paz, da parte de Deus Pai e de Cristo Jesus, nosso Senhor.
3 Pedet em eus ac'hanout, en ur vont da Vakedonia, da chom en Efez evit gourc'hemenn da hiniennoù na brezegjent ket ur gelennadurezh estren
3 Quando eu estava de viagem, rumo da Macedônia, te roguei permanecesses ainda em Éfeso para admoestares a certas pessoas, a fim de que não ensinem outra doutrina,
4 ha n'en em stagjent ket ouzh mojennoù hag ouzh lignezoù diziwezh, a c'han tabutoù kentoc'h eget oberenn Doue er feiz.
4 nem se ocupem com fábulas e genealogias sem fim, que, antes, promovem discussões do que o serviço de Deus, na fé.
5 Pal ar gourc'hemenn eo ar garantez a zeu eus ur galon c'hlan, eus ur goustiañs vat hag eus ur feiz wirion.
5 Ora, o intuito da presente admoestação visa ao amor que procede de coração puro, e de consciência boa, e de fé sem hipocrisia.
6 Hiniennoù o vezañ distroet a gement-se, a zo en em gollet e prezegoù didalvez;
6 Desviando-se algumas pessoas destas coisas, perderam-se em loquacidade frívola,
7 fellout a ra dezho bezañ doktored eus al lezenn, petra bennak ma n'intentont ket ar pezh a lavaront nag ar pezh a roont evel gwir.
7 pretendendo passar por mestres da lei, não compreendendo, todavia, nem o que dizem, nem os assuntos sobre os quais fazem ousadas asseverações.
8 Gouzout a reomp penaos al lezenn a zo mat evit an neb a ra un implij dereat anezhi,
8 Sabemos, porém, que a lei é boa, se alguém dela se utiliza de modo legítimo,
9 evit an hini a oar n'eo ket bet graet al lezenn evit an den reizh, met evit ar re fall hag ar re zisent, ar re zifeiz hag ar bec'herien, an dud digredenn hag ar re zisantel, al lazherien o zad hag o mamm, ar vuntrerien,
9 tendo em vista que não se promulga lei para quem é justo, mas para transgressores e rebeldes, irreverentes e pecadores, ímpios e profanos, parricidas e matricidas, homicidas,
10 ar c'hadaled, ar skilbaotred, ar varc'hadourien-sklaved, ar c'haouiaded, ar falstouerien, hag evit kement a zo kontrol d'ar gelennadurezh yac'h,
10 impuros, sodomitas, raptores de homens, mentirosos, perjuros e para tudo quanto se opõe à sã doutrina,
11 hervez Aviel glorius an Doue benniget, Aviel a zo bet fiziet ennon.
11 segundo o evangelho da glória do Deus bendito, do qual fui encarregado.
12 Trugarekaat a ran an hini en deus va nerzhet, Jezuz-Krist hon Aotrou, dre ma en deus va c'havet feal o lakaat ac'hanon er servij,
12 Sou grato para com aquele que me fortaleceu, Cristo Jesus, nosso Senhor, que me considerou fiel, designando-me para o ministério,
13 me hag a oa diagent ur mallozher, un heskiner, un den taer. Met kavet em eus trugarez dre ma raen kement-se dre ziouiziegezh, o vezañ en diskredoni,
13 a mim, que, noutro tempo, era blasfemo, e perseguidor, e insolente. Mas obtive misericórdia, pois o fiz na ignorância, na incredulidade.
14 ha gras hon Aotrou he deus dreistfonnet, gant ar feiz hag ar garantez a zo e Jezuz-Krist.
14 Transbordou, porém, a graça de nosso Senhor com a fé e o amor que há em Cristo Jesus.
15 Ar ger-mañ a zo asur ha dellezek a bep fiziañs: Jezuz-Krist a zo deuet er bed evit salviñ ar bec'herien, ez on-me ar c'hentañ anezho.
15 Fiel é a palavra e digna de toda aceitação: que Cristo Jesus veio ao mundo para salvar os pecadores, dos quais eu sou o principal.
16 Hag abalamour da gement-mañ eo em eus kavet trugarez: evit ma tiskouezfe Jezuz-Krist da gentañ ennon e hirbasianted, hag evit servijout da skouer d'ar re a gredo ennañ evit ar vuhez peurbadus.
16 Mas, por esta mesma razão, me foi concedida misericórdia, para que, em mim, o principal, evidenciasse Jesus Cristo a sua completa longanimidade, e servisse eu de modelo a quantos hão de crer nele para a vida eterna.
17 Da Roue ar c'hantvedoù, divarvel, diwelus, da Zoue fur hepken, ra vo enor ha gloar e kantvedoù ar c'hantvedoù! Amen.
17 Assim, ao Rei eterno, imortal, invisível, Deus único, honra e glória pelos séculos dos séculos. Amém!
18 Ar gourc'hemenn-mañ a roan dit, va mab Timote, hervez ar profediezhoù a zo bet graet diaraok diwar da benn, ma stourmi hervez ar profediezhoù-se ar stourm mat,
18 Este é o dever de que te encarrego, ó filho Timóteo, segundo as profecias de que antecipadamente foste objeto: combate, firmado nelas, o bom combate,
19 o virout ar feiz hag ur goustiañs vat; hiniennoù o vezañ kollet anezhi, o deus graet peñse e-keñver ar feiz.
19 mantendo fé e boa consciência, porquanto alguns, tendo rejeitado a boa consciência, vieram a naufragar na fé.
20 En o zouez emañ Himene hag Aleksandr, am eus roet da Satan evit ma teskint tremen hep mallozhiñ.
20 E dentre esses se contam Himeneu e Alexandre, os quais entreguei a Satanás, para serem castigados, a fim de não mais blasfemarem.
Atalhos do teclado
- Capítulo anterior←
- Próximo capítulo→
- Versículo anteriork
- Próximo versículoj
- Limpar seleçãoEsc
- Esta ajuda?
Estude este capítulo no WhatsApp
Peça à IA da Bíblia Fala para explicar 1 Timóteo 1, comparar traduções ou montar um estudo — tudo direto pelo WhatsApp.