1 Pedro 4

Gospels (BRETON) vs ARA

Sair da comparação
ARA Almeida Revista e Atualizada 1993
1 Evel-se, Krist o vezañ gouzañvet evidomp er c'hig, c'hwi ivez en em armit gant an hevelep soñj; rak an hini en deus gouzañvet er c'hig en deus paouezet da bec'hiñ,
1 Ora, tendo Cristo sofrido na carne, armai-vos também vós do mesmo pensamento; pois aquele que sofreu na carne deixou o pecado,
2 evit na vevo mui hervez droukc'hoantoù an dud, met hervez bolontez Doue, e-pad an amzer a chom gantañ da vevañ er c'hig.
2 para que, no tempo que vos resta na carne, já não vivais de acordo com as paixões dos homens, mas segundo a vontade de Deus.
3 Rak a-walc'h eo deomp bezañ graet en amzer hor buhez tremenet bolontez ar baganed, en ur gerzhout en hudurniezh, en droukc'hoantoù, er vezventi, er c'horfadoù hag en idolerezh argarzhus.
3 Porque basta o tempo decorrido para terdes executado a vontade dos gentios, tendo andado em dissoluções, concupiscências, borracheiras, orgias, bebedices e em detestáveis idolatrias.
4 Hag e kavont souezhus na redfec'h ket ganto en un hevelep diroll a vuhez fall, hag e troukkomzont ac'hanoc'h.
4 Por isso, difamando-vos, estranham que não concorrais com eles ao mesmo excesso de devassidão,
5 Rentañ a raint kont d'an hini a zo prest da varn ar re vev hag ar re varv.
5 os quais hão de prestar contas àquele que é competente para julgar vivos e mortos;
6 Rak an Aviel a zo bet ivez prezeget d'ar re varv, evit ma teujent, goude bezañ bet barnet er c'hig hervez an den, da vevañ er spered hervez Doue.
6 pois, para este fim, foi o evangelho pregado também a mortos, para que, mesmo julgados na carne segundo os homens, vivam no espírito segundo Deus.
7 Diwezh an holl draoù a dosta. Bezit eta fur hag aketus er pedennoù.
7 Ora, o fim de todas as coisas está próximo; sede, portanto, criteriosos e sóbrios a bem das vossas orações.
8 Dreist-holl, ho pet an eil evit egile ur garantez birvidik, rak ar garantez a c’holoio un niver bras a bec'hedoù.
8 Acima de tudo, porém, tende amor intenso uns para com os outros, porque o amor cobre multidão de pecados.
9 En em zegemerit an eil egile en ho tiez hep grozmolat.
9 Sede, mutuamente, hospitaleiros, sem murmuração.
10 Ra implijo pep hini an donezon en deus resevet e servij ar re all, evel merourien vat a bep gras Doue.
10 Servi uns aos outros, cada um conforme o dom que recebeu, como bons despenseiros da multiforme graça de Deus.
11 Mar komz unan bennak, ra gomzo hervez gerioù Doue. Mar gra unan bennak ur servij, ra raio anezhañ hervez an nerzh en deus Doue roet dezhañ, evit ma vo en holl draoù roet gloar da Zoue dre Jezuz-Krist, a zo dezhañ ar gloar hag ar galloud e kantvedoù ar c'hantvedoù! Amen.
11 Se alguém fala, fale de acordo com os oráculos de Deus; se alguém serve, faça-o na força que Deus supre, para que, em todas as coisas, seja Deus glorificado, por meio de Jesus Cristo, a quem pertence a glória e o domínio pelos séculos dos séculos. Amém!
12 Re garet-mat, ne vezit ket souezhet ma ez eus ur fornez en ho touez evit hoc'h amprouiñ, evel ma c'hoarvezfe ganeoc'h un dra iskis bennak.
12 Amados, não estranheis o fogo ardente que surge no meio de vós, destinado a provar-vos, como se alguma coisa extraordinária vos estivesse acontecendo;
13 Met en em laouenait o vezañ ma hoc'h eus lod e poanioù Krist, evit ma viot ivez leuniet eus ul levenez vras-meurbet pa vo diskuliet e c'hloar.
13 pelo contrário, alegrai-vos na medida em que sois coparticipantes dos sofrimentos de Cristo, para que também, na revelação de sua glória, vos alegreis exultando.
14 Mar bez lavaret dismegañsoù deoc'h abalamour da anv Krist, eürus oc'h, rak ar Spered a c'hloar, Spered Doue, a zo warnoc'h. Mallozhet eo ganto, met resev a ra gloar diganeoc'h.
14 Se, pelo nome de Cristo, sois injuriados, bem-aventurados sois, porque sobre vós repousa o Espírito da glória e de Deus.
15 Ra ne c'houzañvo hini ac'hanoc'h evel ur muntrer, pe ul laer, pe un torfedour, pe un den a emell e traoù ar re all.
15 Não sofra, porém, nenhum de vós como assassino, ou ladrão, ou malfeitor, ou como quem se intromete em negócios de outrem;
16 Met mar gouzañv unan bennak evel kristen, ra n'en devo ket mezh ha ra roio gloar da Zoue e kement-se.
16 mas, se sofrer como cristão, não se envergonhe disso; antes, glorifique a Deus com esse nome.
17 Rak an amzer a zeu ma tle ar varn kregiñ gant ti Doue. Ha mar krog ganeomp-ni, petra a vo diwezh ar re na sentont ket ouzh Aviel Doue?
17 Porque a ocasião de começar o juízo pela casa de Deus é chegada; ora, se primeiro vem por nós, qual será o fim daqueles que não obedecem ao evangelho de Deus?
18 Mar bez a-boan salvet an den reizh, petra e teuio da vezañ an den dizoue hag ar pec'her?
18 E, se é com dificuldade que o justo é salvo, onde vai comparecer o ímpio, sim, o pecador?
19 Evel-se eta, ra zeuio ar re a c'houzañv hervez bolontez Doue, da erbediñ o eneoù evel da ur C'hrouer feal en ur ober ar mad.
19 Por isso, também os que sofrem segundo a vontade de Deus encomendem a sua alma ao fiel Criador, na prática do bem.

Ler em outra tradução

Comparar com outra

Estude este capítulo no WhatsApp

Peça à IA da Bíblia Fala para explicar 1 Pedro 4, comparar traduções ou montar um estudo — tudo direto pelo WhatsApp.