1 Pedro 3
Gospels (BRETON) vs ARA
1 En hevelep doare, gwragez, sentit ouzh hoc'h ezhec'h hoc'h-unan, evel-se mar d-eus hiniennoù na sentont ket ouzh ar ger, e vint gounezet hep ar ger dre gundu o gwragez,
1 Mulheres, sede vós, igualmente, submissas a vosso próprio marido, para que, se ele ainda não obedece à palavra, seja ganho, sem palavra alguma, por meio do procedimento de sua esposa,
2 pa welint ho kundu glan ha doujañsus.
2 ao observar o vosso honesto comportamento cheio de temor.
3 Ra ne vo ket ho kempennadurezh hini an diavaez, blev rodellaouet, bragerizoù aour pe dilhad peurgempenn,
3 Não seja o adorno da esposa o que é exterior, como frisado de cabelos, adereços de ouro, aparato de vestuário;
4 met an hini a zo kuzhet e diabarzh ar galon, purentez divreinus ur spered dous ha peoc'hus, a zo prizius kenañ dirak Doue.
4 seja, porém, o homem interior do coração, unido ao incorruptível trajo de um espírito manso e tranquilo, que é de grande valor diante de Deus.
5 Rak evel-se en em gempennas gwechall ar gwragez santel a espere e Doue hag a sente ouzh o ezhec'h,
5 Pois foi assim também que a si mesmas se ataviaram, outrora, as santas mulheres que esperavam em Deus, estando submissas a seu próprio marido,
6 evel ma sente Sara ouzh Abraham o c'hervel anezhañ hec'h aotrou. Anezhi eo oc'h deuet da vezañ merc'hed, oc'h ober ar mad hep lezel ac'hanoc'h da vezañ trubuilhet gant aon ebet.
6 como fazia Sara, que obedeceu a Abraão, chamando-lhe senhor, da qual vós vos tornastes filhas, praticando o bem e não temendo perturbação alguma.
7 En hevelep doare, ezhec'h, en em renit gant furnez e-keñver ho kwragez evel e-keñver krouadurioù gwanoc'h, roit enor dezho peogwir en devo ivez ganeoc'h gras ar vuhez da hêrezh, hag evit na vo ennoc'h harz ebet ouzh ho pedennoù.
7 Maridos, vós, igualmente, vivei a vida comum do lar, com discernimento; e, tendo consideração para com a vossa mulher como parte mais frágil, tratai-a com dignidade, porque sois, juntamente, herdeiros da mesma graça de vida, para que não se interrompam as vossas orações.
8 A-hend-all, bezit holl eus un hevelep santad, truezus, oc'h en em garout evel breudeur, leun a drugarez, a volontez vat,
8 Finalmente, sede todos de igual ânimo, compadecidos, fraternalmente amigos, misericordiosos, humildes,
9 hep rentañ droug evit droug na dismegañs evit dismegañs, o vennigañ er c'hontrol, o c'houzout ez oc'h galvet da gement-se evit m'ho po ar vennozh da hêrezh.
9 não pagando mal por mal ou injúria por injúria; antes, pelo contrário, bendizendo, pois para isto mesmo fostes chamados, a fim de receberdes bênção por herança.
10 Rak an hini a fell dezhañ karout ar vuhez ha gwelout devezhioù eürus, ra viro e deod diouzh an droug hag e vuzelloù diouzh ar c'homzoù tromplus,
10 Pois quem quer amar a vida e ver dias felizes refreie a língua do mal e evite que os seus lábios falem dolosamente;
11 ra droio e gein d'an droug evit ober ar mad, ra glasko ar peoc'h ha ra heulio anezhi,
11 aparte-se do mal, pratique o que é bom, busque a paz e empenhe-se por alcançá-la.
12 rak daoulagad an Aotrou a zo war ar re reizh hag e zivskouarn a zo evezhius d'o fedennoù, met dremm an Aotrou a zo a-enep ar re a ra an droug.
12 Porque os olhos do Senhor repousam sobre os justos, e os seus ouvidos estão abertos às suas súplicas, mas o rosto do Senhor está contra aqueles que praticam males.
13 Ha piv a wallgaso ac'hanoc'h ma heuilhit ar mad?
13 Ora, quem é que vos há de maltratar, se fordes zelosos do que é bom?
14 Ha zoken pa c'houzañvfec'h evit ar reizhder, e vefec'h eürus. N'ho pet ket a aon rak ar spont o deus c'hoant da ober deoc'h ha na vezit ket nec'het,
14 Mas, ainda que venhais a sofrer por causa da justiça, bem-aventurados sois. Não vos amedronteis, portanto, com as suas ameaças, nem fiqueis alarmados;
15 met santelait en ho kalonoù an Aotrou Doue. Bezit atav prest d'en em zifenn gant douster ha doujañs e-keñver ar re a c'houlenn kont diouzhoc'h diwar-benn an esperañs a zo ennoc'h,
15 antes, santificai a Cristo, como Senhor, em vosso coração, estando sempre preparados para responder a todo aquele que vos pedir razão da esperança que há em vós,
16 o kaout ur goustiañs vat, evit ma vo mezhekaet er pezh a lavar a-enep deoc'h ar re a zeu da damall ho kundu vat e Krist, evel pa vijec'h torfedourien.
16 fazendo-o, todavia, com mansidão e temor, com boa consciência, de modo que, naquilo em que falam contra vós outros, fiquem envergonhados os que difamam o vosso bom procedimento em Cristo,
17 Rak gwelloc'h eo gouzañv, mar d-eo bolontez Doue, oc'h ober ar mad eget oc'h ober an droug.
17 porque, se for da vontade de Deus, é melhor que sofrais por praticardes o que é bom do que praticando o mal.
18 Rak Krist ivez en deus gouzañvet ur wech evit ar pec'hedoù, eñ reizh evit ar re zireizh, evit hon degas da Zoue. Lakaet eo bet d'ar marv er c'hig, met bevaet hervez ar Spered,
18 Pois também Cristo morreu, uma única vez, pelos pecados, o justo pelos injustos, para conduzir-vos a Deus; morto, sim, na carne, mas vivificado no espírito,
19 hag ennañ ivez eo aet da brezeg d'ar speredoù dalc'het er prizon,
19 no qual também foi e pregou aos espíritos em prisão,
20 ar re a oa bet gwechall diskredik, pa c'hortoze pasianted Doue en amzer Noe, e-pad ma en em c'hrae an arc'h; enni un niver bihan a eneoù, da lavarout eo eizh, a voe saveteet a-dreuz an dour.
20 os quais, noutro tempo, foram desobedientes quando a longanimidade de Deus aguardava nos dias de Noé, enquanto se preparava a arca, na qual poucos, a saber, oito pessoas, foram salvos, através da água,
21 Hag ar skeudenn a gement-se, ar vadeziant, nann an hini a lam kuit saotroù ar c'horf met ar c'hoant start eus ur goustiañs vat dirak Doue, a zeu d'hor saveteiñ bremañ dre adsavidigezh Jezuz-Krist a varv.
21 a qual, figurando o batismo, agora também vos salva, não sendo a remoção da imundícia da carne, mas a indagação de uma boa consciência para com Deus, por meio da ressurreição de Jesus Cristo;
22 Eñ, o vezañ aet en neñv, a zo a-zehou da Zoue, ha dindanañ emañ an aeled, an nerzhioù hag ar galloudoù.
22 o qual, depois de ir para o céu, está à destra de Deus, ficando-lhe subordinados anjos, e potestades, e poderes.
Atalhos do teclado
- Capítulo anterior←
- Próximo capítulo→
- Versículo anteriork
- Próximo versículoj
- Limpar seleçãoEsc
- Esta ajuda?
Estude este capítulo no WhatsApp
Peça à IA da Bíblia Fala para explicar 1 Pedro 3, comparar traduções ou montar um estudo — tudo direto pelo WhatsApp.