1 Coríntios 7
Gospels (BRETON) vs ARIB
1 Diwar-benn an traoù hoc'h eus skrivet din, mat eo d'an den chom hep stekiñ ouzh gwreg ebet.
1 Ora, quanto às coisas de que me escrevestes, bom seria que o homem não tocasse em mulher;
2 Met abalamour d'an hudurniezh, ra en devo pep den e wreg ha pep gwreg hec'h ozhac'h.
2 mas, por causa da prostituição, tenha cada homem sua própria mulher e cada mulher seu próprio marido.
3 Ra roio an ozhac'h d'e wreg ar pezh a dle dezhi ha ra roio an hevelep tra ar wreg d'hec'h ozhac'h.
3 O marido pague à mulher o que lhe é devido, e do mesmo modo a mulher ao marido.
4 Ar wreg n'eo ket mestr war he c'horf hec'h-unan, met an ozhac'h eo. En hevelep doare ivez an ozhac'h n'eo ket mestr war e gorf e-unan, met ar wreg eo.
4 A mulher não tem autoridade sobre o seu próprio corpo, mas sim o marido; e também da mesma sorte o marido não tem autoridade sobre o seu próprio corpo, mas sim a mulher.
5 N'en em dremenit ket an eil eus egile, nemet dre un asant graet etrezoc'h evit ur pennad, evit en em reiñ d'ar yun ha d'ar bedenn. Ha goude distroit asambles, gant aon na zeufe Satan d'ho temptañ dre ho tiouer a vestroni.
5 Não vos negueis um ao outro, senão de comum acordo por algum tempo, a fim de vos aplicardes à oração e depois vos ajuntardes outra vez, para que Satanás não vos tente pela vossa incontinência.
6 Lavarout a ran kement-se evel un ali ha n'eo ket ur gourc'hemenn.
6 Digo isto, porém, como que por concessão e não por mandamento.
7 Rak me a garfe e vefe an holl eveldon me-unan, met pep hini en deus resevet eus Doue e zonezon e-unan, unan en un doare hag egile en un doare all.
7 Contudo queria que todos os homens fossem como eu mesmo; mas cada um tem de Deus o seu próprio dom, um deste modo, e outro daquele.
8 Met e lavaran d'ar re n'int ket dimezet ha d'an intañvezed ez eo mat dezho chom evel ma'z on.
8 Digo, porém, aos solteiros e às viúvas, que lhes é bom se ficarem como eu.
9 Koulskoude, ma n'o deus ket mestroni warno o-unan, ra zimezint, rak gwelloc'h eo dimeziñ eget deviñ.
9 Mas, se não podem conter-se, casem-se. Porque é melhor casar do que abrasar-se.
10 D'ar re a zo dimezet e c'hourc'hemennan, n'eo ket me met an Aotrou, ra ne vo ket dispartiet ar wreg diouzh hec'h ozhac'h,
10 Todavia, aos casados, mando, não eu mas o Senhor, que a mulher não se aparte do marido;
11 ha mar d-eo dispartiet, ra chomo hep addimeziñ pe ra zistroio gant hec'h ozhac'h, hag an ozhac'h ra ne zilezo ket e wreg.
11 se, porém, se apartar, que fique sem casar, ou se reconcilie com o marido; e que o marido não deixe a mulher.
12 D'ar re all e lavaran, me ha nann an Aotrou, mar en deus ur breur bennak ur wreg difeiz hag a c'hoantafe chom gantañ, ra ne guitaio ket anezhi,
12 Mas aos outros digo eu, não o Senhor: Se algum irmão tem mulher incrédula, e ela consente em habitar com ele, não se separe dela.
13 ha mar he deus ur wreg bennak un ozhac'h difeiz hag a c'hoantafe chom ganti, ra ne guitaio ket anezhañ.
13 E se alguma mulher tem marido incrédulo, e ele consente em habitar com ela, não se separe dele.
14 Rak an ozhac'h difeiz a zo santelaet gant ar wreg hag ar wreg difeiz a zo santelaet gant an ozhac'h, anez da-se ho pugale a vije dic'hlan, e-lec'h bremañ ez int santel.
14 Porque o marido incrédulo é santificado pela mulher, e a mulher incrédula é santificada pelo marido crente; de outro modo, os vossos filhos seriam imundos; mas agora são santos.
15 Mar en em zisparti an hini difeiz, ra vo dispartiet, ar breur pe ar c'hoar n'int ket dalc'het neuze. Met Doue en deus hor galvet d'ar peoc'h.
15 Mas, se o incrédulo se apartar, aparte-se; porque neste caso o irmão, ou a irmã, não está sujeito à servidão; pois Deus nos chamou em paz.
16 Rak ha gouzout a rez, gwreg, hag e salvi da ozhac'h? Pe ha gouzout a rez, ozhac'h, hag e salvi da wreg?
16 Pois, como sabes tu, ó mulher, se salvarás teu marido? ou, como sabes tu, ó marido, se salvarás tua mulher?
17 A-hend-all, ra gerzho pep hini hervez ar pezh en deus an Aotrou roet dezhañ hag hervez ar galv en deus resevet digant Doue. Setu ar pezh a c'hourc'hemennan en holl Ilizoù.
17 Somente ande cada um como o Senhor lhe repartiu, cada um como Deus o chamou. E é isso o que ordeno em todas as igrejas.
18 Unan bennak ha galvet eo bet amdroc'het? Ra chomo amdroc'het. Unan bennak ha galvet eo bet diamdroc'h? Ra ne zeuio ket da vezañ amdroc'het.
18 Foi chamado alguém, estando circuncidado? permaneça assim. Foi alguém chamado na incircuncisão? não se circuncide.
19 An amdroc'h n'eo netra hag an diamdroc'h n'eo netra, met miridigezh gourc'hemennoù Doue eo an holl draoù.
19 A circuncisão nada é, e também a incircuncisão nada é, mas sim a observância dos mandamentos de Deus.
20 Ra chomo pep hini er stad ma oa pa'z eo bet galvet.
20 Cada um fique no estado em que foi chamado.
21 Ha galvet out bet pa oas sklav? N'en em nec'h ket a gement-se, met mar gellez dont da vezañ frank, tenn kentoc'h da vad.
21 Foste chamado sendo escravo? não te dê cuidado; mas se ainda podes tornar-te livre, aproveita a oportunidade.
22 Rak an hini a oa bet galvet en Aotrou pa oa sklav a zo frankiziad an Aotrou. En hevelep doare an hini a oa bet galvet pa oa frank a zo sklavour Krist.
22 Pois aquele que foi chamado no Senhor, mesmo sendo escravo, é um liberto do Senhor; e assim também o que foi chamado sendo livre, escravo é de Cristo.
23 Ur priz a zo bet paeet evit ho tasprenadur, na zeuit ket da vezañ sklavourien an dud.
23 Por preço fostes comprados; mas não vos façais escravos de homens.
24 Breudeur, ra chomo pep hini dirak Doue er stad ma oa pa'z eo bet galvet.
24 Irmãos, cada um fique diante de Deus no estado em que foi chamado.
25 Diwar-benn ar gwerc'hezed, n'em eus gourc'hemenn ebet a-berzh an Aotrou, met reiñ a ran un ali evel un den hag en deus bet lod e trugarez an Aotrou evit bezañ feal dezhañ.
25 Ora, quanto às virgens, não tenho mandamento do Senhor; dou, porém, o meu parecer, como quem tem alcançado misericórdia do Senhor para ser fiel.
26 Krediñ a ran eta, abalamour d'ar glac'haroù a-vremañ, ez eo un dra vat d'ar gwaz chom evel ma'z emañ.
26 Acho, pois, que é bom, por causa da instante necessidade, que a pessoa fique como está.
27 Hag ereet out gant ur wreg? Na glask ket en em zizeren. Ha n'out ket ereet gant ur wreg? Na glask gwreg ebet.
27 Estás ligado a mulher? não procures separação. Estás livre de mulher? não procures casamento.
28 Mar dimezez ne bec'hez ket, mar dimez ar werc'hez, ne be'ch ket. Met an dud-se o devo glac'haroù er c'hig ha fellout a rafe din o espern deoc'h.
28 Mas, se te casares, não pecaste; e, se a virgem se casar, não pecou. Todavia estes padecerão tribulação na carne e eu quisera poupar-vos.
29 Setu ar pezh a lavaran, breudeur, an amzer a zo berr a-vremañ. Ar re o deus ur wreg ra vint evel pa n'o defe ket,
29 Isto, porém, vos digo, irmãos, que o tempo se abrevia; pelo que, doravante, os que têm mulher sejam como se não a tivessem;
30 ar re a ouel evel pa ne ouelfent ket, ar re a zo el levenez evel pa ne vefent ket, ar re a bren evel pa n'o defe netra,
30 os que choram, como se não chorassem; os que folgam, como se não folgassem; os que compram, como se não possuíssem;
31 ar re a zo oc'h ober gant ar bed evel pa ne rafent ket, rak skeudenn ar bed-mañ a dremen.
31 e os que usam deste mundo, como se dele não usassem em absoluto, porque a aparência deste mundo passa.
32 Ha me a garfe e vefec'h hep nec'hamant. An hini n'eo ket dimezet en em ro da draoù an Aotrou evit plijout d'an Aotrou,
32 Pois quero que estejais livres de cuidado. Quem não é casado cuida das coisas do Senhor, em como há de agradar ao Senhor,
33 met an hini a zo dimezet en em ro da draoù ar bed evit plijout d'e wreg.
33 mas quem é casado cuida das coisas do mundo, em como há de agradar a sua mulher,
34 Un diforc'h a zo etre ar wreg dimezet hag ar werc'hez, an hini n'eo ket dimezet en em ro da draoù an Aotrou evit bezañ santel a gorf hag a spered, met an hini a zo dimezet en em ro da draoù ar bed evit plijout d'hec'h ozhac'h.
34 e está dividido. A mulher não casada e a virgem cuidam das coisas do Senhor para serem santas, tanto no corpo como no espírito; a casada, porém, cuida das coisas do mundo, em como há de agradar ao marido.
35 Lavarout a ran kement-mañ evit ho mad, n'eo ket evit stegnañ ur pech deoc'h, met evit ho tougen d'ar pezh a zo dereat ha ma c'hellot servijañ an Aotrou hep harz ebet.
35 E digo isto para proveito vosso; não para vos enredar, mas para o que é decente, e a fim de poderdes dedicar-vos ao Senhor sem distração alguma.
36 Met mar kred unan bennak e vefe un dismegañs evit e verc'h tremen fleur hec'h oad hep bezañ dimezet hag e vefe ret he dimeziñ, ra raio evel ma fello dezhañ, ne bec'ho ket. Ra zimezo ar merc'hed.
36 Mas, se alguém julgar que lhe é desairoso conservar solteira a sua filha donzela, se ela estiver passando da idade de se casar, e se for necessário, faça o que quiser; não peca; casem-se.
37 Met an hini a chom start en e galon, an hini n'eo ket rediet met a zo er c'hontrol mestr eus e volontez, an hini en deus soñjet en e galon mirout e verc'h gwerc'h, a ra mat.
37 Todavia aquele que está firme em seu coração, não tendo necessidade, mas tendo domínio sobre a sua própria vontade, se resolver no seu coração guardar virgem sua filha, fará bem.
38 Evel-se, an hini a zimez anezhi a ra mat, hag an hini n'he dimez ket a ra gwelloc'h.
38 De modo que aquele que dá em casamento a sua filha donzela, faz bem; mas o que não a der, fará melhor.
39 Ur wreg a zo ereet dre al lezenn e-pad ma'z emañ hec'h ozhac'h o vevañ. Met ma varv hec'h ozhac'h, frank eo da zimeziñ gant an neb a fell dezhi, nemet ra vo en Aotrou.
39 A mulher está ligada enquanto o marido vive; mas se falecer o marido, fica livre para casar com quem quiser, contanto que seja no Senhor.
40 Eürusoc'h eo koulskoude, hervez ar pezh a gav din, mar chom evel ma'z emañ. Ha krediñ a ran emañ ivez Spered Doue ennon.
40 Será, porém, mais feliz se permanecer como está, segundo o meu parecer, e eu penso que também tenho o Espírito de Deus.
Atalhos do teclado
- Capítulo anterior←
- Próximo capítulo→
- Versículo anteriork
- Próximo versículoj
- Limpar seleçãoEsc
- Esta ajuda?
Estude este capítulo no WhatsApp
Peça à IA da Bíblia Fala para explicar 1 Coríntios 7, comparar traduções ou montar um estudo — tudo direto pelo WhatsApp.