1 Coríntios 4
Gospels (BRETON) vs ARC
1 Ra vimp sellet gant pep hini evel servijerien Krist ha merourien misterioù Doue.
1 Que os homens nos considerem como ministros de Cristo e despenseiros dos mistérios de Deus.
2 A-hend-all, ar pezh a c'houlenner digant ar verourien, eo ma vefe kavet pep hini feal.
2 Além disso, requer-se nos despenseiros que cada um se ache fiel.
3 Evidon-me, e ra nebeut a dra din bezañ barnet ganeoc'h pe gant ul lez-varn den. Ha n'en em varnan ket kennebeut va-unan,
3 Todavia, a mim mui pouco se me dá de ser julgado por vós ou por algum juízo humano; nem eu tampouco a mim mesmo me julgo.
4 rak n'en em gavan kablus a netra. Koulskoude n'on ket reishaet abalamour da-se, met an hini a varn ac'hanon eo an Aotrou.
4 Porque em nada me sinto culpado; mas nem por isso me considero justificado, pois quem me julga é o Senhor.
5 Dre-se na varnit netra a-raok an amzer, betek ma teuio an Aotrou, a lakaio da vezañ sklaer an traoù kuzhet en deñvalijenn hag a ziskulio soñjoù ar c'halonoù. Neuze Doue a roio da bep hini e veuleudi.
5 Portanto, nada julgueis antes de tempo, até que o Senhor venha, o qual também trará à luz as coisas ocultas das trevas e manifestará os desígnios dos corações; e, então, cada um receberá de Deus o louvor.
6 Breudeur, an traoù-se am eus treukaset warnon ha war Apolloz abalamour deoc'h, evit ma teskot ennomp tremen hep soñjal en tu-hont d'ar pezh a zo skrivet, hag evit na zeuio hini ac'hanoc'h d'en em c'hwezhañ gant an ourgouilh evit unan a-enep egile.
6 E eu, irmãos, apliquei essas coisas, por semelhança, a mim e a Apolo, por amor de vós, para que, em nós, aprendais a não ir além do que está escrito, não vos ensoberbecendo a favor de um contra outro.
7 Rak piv a laka ac'hanout evel disheñvel? Petra ac'h eus ha ne'c'h eus ket resevet? Ha ma ec'h eus e resevet, perak e tennez gloar anezhañ evel ma ne'z pije ket e resevet?
7 Porque quem te diferença? E que tens tu que não tenhas recebido? E, se o recebeste, por que te glorias como se não o houveras recebido?
8 Dija hoc'h eus resevet ho kwalc'h, dija ez oc'h pinvidik, emaoc'h o ren hepdomp. Ha ra renot e gwirionez, evit ma renimp ivez ganeoc'h.
8 Já estais fartos! Já estais ricos! Sem nós reinais! E prouvera Deus reinásseis para que também nós reinemos convosco!
9 Rak me a soñj din en deus Doue hon diskouezet, ni an ebestel, evel ar re ziwezhañ eus an dud, evel kondaonet d'ar marv, ouzh hol lakaat da wel d'ar bed, d'an aeled ha d'an dud.
9 Porque tenho para mim que Deus a nós, apóstolos, nos pôs por últimos, como condenados à morte; pois somos feitos espetáculo ao mundo, aos anjos e aos homens.
10 Ni a zo foll abalamour da Grist, met c'hwi a zo fur e Krist. Ni a zo dinerzh, met c'hwi a zo kreñv. C'hwi a zo en enor, met ni a zo disprizet.
10 Nós somos loucos por amor de Cristo, e vós, sábios em Cristo; nós, fracos, e vós, fortes; vós, ilustres, e nós, vis.
11 Betek vremañ hon eus naon ha sec'hed, omp en noazh, skeiñ a reer war hon dremm, emaomp o redek amañ hag ahont.
11 Até esta presente hora, sofremos fome e sede, e estamos nus, e recebemos bofetadas, e não temos pousada certa,
12 En em skuizhañ a reomp o labourat gant hon daouarn hon-unan. Dismegañset, e vennigomp; heskinet, e c'houzañvomp;
12 e nos afadigamos, trabalhando com nossas próprias mãos; somos injuriados e bendizemos; somos perseguidos e sofremos;
13 falstamallet, ec'h aspedomp. Deuet omp betek vremañ evel skubadur ar bed, distaoladur an holl.
13 somos blasfemados e rogamos; até ao presente, temos chegado a ser como o lixo deste mundo e como a escória de todos.
14 Ne skrivan ket an traoù-mañ evit ober mezh deoc'h, met ho kelenn a ran evel va bugale karet-mat.
14 Não escrevo essas coisas para vos envergonhar; mas admoesto- vos como meus filhos amados.
15 Pa ho pefe zoken dek mil mestr e Krist, n'ho pefe ket meur a dad, rak me eo an hini en deus ganet ac'hanoc'h e Jezuz-Krist dre an Aviel.
15 Porque, ainda que tivésseis dez mil aios em Cristo, não teríeis, contudo, muitos pais; porque eu, pelo evangelho, vos gerei em Jesus Cristo.
16 Ho pediñ start a ran eta, bezit va heñvelerien.
16 Admoesto-vos, portanto, a que sejais meus imitadores.
17 Abalamour da gement-se eo em eus kaset deoc'h Timote, va mab karet-mat ha feal en Aotrou. Degas a raio soñj deoc'h eus va hentoù e Krist ha penaos e prezegan dre holl en holl Ilizoù.
17 Por esta causa vos mandei Timóteo, que é meu filho amado e fiel no Senhor, o qual vos lembrará os meus caminhos em Cristo, como por toda parte ensino em cada igreja.
18 Hogen hiniennoù a zo en em c'hwezhet gant an ourgouilh, evel ma ne dlejen ket dont en ho touez.
18 Mas alguns andam inchados, como se eu não houvesse de ir ter convosco.
19 Met mont a rin prest en ho touez, mar fell d'an Aotrou, hag ec'h anavezin nann ar c'homzoù met ar galloud eus ar re a zo en em c'hwezhet.
19 Mas, em breve, irei ter convosco, se o Senhor quiser, e então conhecerei, não as palavras dos que andam inchados, mas a virtude.
20 Rak rouantelezh Doue n'emañ ket er c'homzoù met er galloud.
20 Porque o Reino de Deus não consiste em palavras, mas em virtude.
21 Petra a fell deoc'h? Mont a rin d'ho kavout gant ur wialenn, pe gant karantez hag ur spered a zouster?
21 Que quereis? Irei ter convosco com vara ou com amor e espírito de mansidão?
Atalhos do teclado
- Capítulo anterior←
- Próximo capítulo→
- Versículo anteriork
- Próximo versículoj
- Limpar seleçãoEsc
- Esta ajuda?
Estude este capítulo no WhatsApp
Peça à IA da Bíblia Fala para explicar 1 Coríntios 4, comparar traduções ou montar um estudo — tudo direto pelo WhatsApp.