Mateus 25
Breton Gospels (BRE_BRG) vs NAA
1 Neuze, rouantelezh an neñvoù a vo heñvel ouzh dek gwerc'hez a gemer o lampoù ganto, hag a ya da ziaraogiñ ar pried.
1 — Então o Reino dos Céus será semelhante a dez virgens que, pegando as suas lamparinas, saíram a encontrar-se com o noivo.
2 Pemp anezho a oa diskiant, ha pemp a oa fur.
2 Cinco delas eram imprudentes, e cinco, prudentes.
3 Ar re ziskiant, en ur gemer o lampoù, ne gemerjont ket a eoul ganto.
3 As imprudentes, ao pegar as suas lamparinas, não levaram óleo consigo,
4 Ar re fur a gemeras eoul en o fodoù, gant o lampoù.
4 mas as prudentes, além das lamparinas, levaram óleo nas vasilhas.
5 Evel ma talee ar pried da zont, e voredjont holl hag e kouskjont.
5 E, como o noivo estava demorando, todas ficaram sonolentas e adormeceram.
6 Met, war-dro hanternoz, e voe klevet ur griadenn: Setu ar pried a zeu, it en e raok!
6 Mas, à meia-noite, ouviu-se um grito: “Eis o noivo! Saiam ao encontro dele!”
7 Neuze an holl werc'hezed-se a savas hag a fichas o lampoù.
7 — Então todas aquelas virgens se levantaram e prepararam as suas lamparinas.
8 Ar re ziskiant a lavaras d'ar re fur: Roit deomp eus hoc'h eoul, rak hol lampoù a ya da vougañ.
8 E as imprudentes disseram às prudentes: “Deem a nós um pouco do óleo que vocês trouxeram, porque as nossas lamparinas estão se apagando.”
9 Met ar re fur a respontas: Gant aon n'hor befe ket a-walc'h evidomp hag evidoc'h, it kentoc'h da gavout ar re a werzh, ha prenit evidoc'h.
9 Mas as prudentes responderam: “Não! Porque então vai faltar tanto para nós como para vocês! Vão aos que o vendem e comprem óleo para vocês.”
10 E-pad ma'z aent da brenañ, e teuas ar pried; ar re a oa prest a zeuas gantañ d'an eured, hag e voe serret an nor.
10 E, saindo elas para comprar, chegou o noivo, e as que estavam preparadas entraram com ele para a festa do casamento. E fechou-se a porta.
11 Goude-se e teuas ivez ar gwerc'hezed all, hag e lavarjont: Aotrou, aotrou, digor deomp!
11 Mais tarde, chegaram as virgens imprudentes, dizendo: “Senhor, senhor, abra a porta para nós!”
12 Met eñ a respontas: Me a lavar deoc'h e gwirionez, n'anavezan ket ac'hanoc'h.
12 Mas o noivo respondeu: “Em verdade lhes digo que não as conheço.”
13 Chomit dihun eta, rak n'ouzoc'h nag an deiz nag an eur [ma teuio Mab an den en-dro].
13 Portanto, vigiem, porque vocês não sabem o dia nem a hora.
14 Rak heñvel eo ouzh un den a yeas en ur vro bell, a c'halvas e servijerien, hag a lakaas e vadoù etre o daouarn.
14 — Pois será como um homem que, ausentando-se do país, chamou os seus servos e lhes confiou os seus bens.
15 Reiñ a reas pemp talant da unan, daou da unan all, unan da unan all, da bep hini hervez e c'halloud.
15 A um deu cinco talentos, a outro deu dois e a outro deu um, de acordo com a capacidade de cada um deles; e então partiu.
16 Neuze, an hini en devoa resevet ar pemp talant, a yeas hag o lakaas da dalvezout, hag a c'hounezas pemp talant all.
16 O servo que tinha recebido cinco talentos saiu imediatamente a negociar com eles e ganhou outros cinco.
17 En hevelep doare, an hini en devoa resevet daou dalant, a c'hounezas daou all.
17 Do mesmo modo, o que tinha recebido dois ganhou outros dois.
18 Met an hini en devoa resevet unan, a yeas d'ober un toull en douar hag a guzhas arc'hant e aotrou.
18 Mas o servo que tinha recebido um talento, saindo, fez um buraco na terra e escondeu o dinheiro do seu senhor.
19 Pell amzer goude, mestr ar servijerien-mañ a zistroas, hag e reas o c'hont ganto.
19 — Depois de muito tempo, o senhor daqueles servos voltou e fez um ajuste de contas com eles.
20 An hini en devoa resevet pemp talant, a zeuas hag a zegasas pemp talant all, en ur lavarout: Aotrou, pemp talant ac'h eus roet din, setu pemp talant all am eus gounezet ouzhpenn.
20 Aproximando-se o que tinha recebido cinco talentos, entregou outros cinco, dizendo: “O senhor me confiou cinco talentos; eis aqui outros cinco que ganhei.”
21 E vestr a lavaras dezhañ: Mat eo, servijer mat ha leal; dre ma'z out bet leal war nebeut a dra, da lakaat a rin war galz; kae e-barzh levenez da aotrou.
21 O senhor disse: “Muito bem, servo bom e fiel; você foi fiel no pouco, sobre o muito o colocarei; venha participar da alegria do seu senhor.”
22 An hini en devoa resevet daou dalant a zeuas ivez hag a lavaras: Aotrou, daou dalant ac'h eus roet din, setu daou dalant all am eus gounezet ouzhpenn.
22 — E, aproximando-se também o que tinha recebido dois talentos, disse: “O senhor me confiou dois talentos; eis aqui outros dois que ganhei.”
23 E vestr a lavaras dezhañ: Mat eo, servijer mat ha leal; dre ma'z out bet leal war nebeut a dra, da lakaat a rin war galz; kae e-barzh levenez da aotrou.
23 Então o senhor disse: “Muito bem, servo bom e fiel; você foi fiel no pouco, sobre o muito o colocarei; venha participar da alegria do seu senhor.”
24 An hini n'en devoa resevet nemet un talant, a zeuas ivez hag a lavaras: Aotrou, gouzout a ran penaos out un den didruez, penaos e vedez e-lec'h na'c'h eus ket hadet, hag e tastumez e-lec'h na'c'h eus ket strewet;
24 — Chegando, por fim, o que tinha recebido um talento, disse: “Sabendo que o senhor é um homem severo, que colhe onde não plantou e ajunta onde não espalhou,
25 hag e teuas aon din, hag on aet da guzhat da dalant en douar; setu, e roan dit ar pezh a zo dit.
25 fiquei com medo e escondi o seu talento na terra; aqui está o que é seu.”
26 Met e aotrou a respontas dezhañ: Servijer fall ha diegus, gouzout a ouies penaos e vedan e-lec'h na'm eus ket hadet, hag e tastuman e-lec'h na'm eus ket strewet;
26 Mas o senhor respondeu: “Servo mau e preguiçoso! Você sabia que eu colho onde não plantei e ajunto onde não espalhei?
27 dleout a rajes eta reiñ va arc'hant d'ar vankerien, ha pa vijen deuet en-dro, em bije tennet va arc'hant gant ar c'hampi.
27 Então você devia ter entregado o meu dinheiro aos banqueiros, e eu, ao voltar, receberia com juros o que é meu.”
28 Lamit eta e dalant digantañ, hag roit eñ d'an hini en deus dek talant.
28 — “Portanto, tirem dele o talento e deem ao que tem dez.
29 Rak roet e vo d'an neb en deus, hag en devo a fonn; met an hini n'en deus ket, e vo lamet digantañ memes ar pezh en deus.
29 Porque a todo o que tem, mais será dado, e terá em abundância; mas ao que não tem, até o que tem lhe será tirado.
30 Ha taolit ar servijer didalvoud-se en deñvalijenn a-ziavaez, e-lec'h ma vo goueladegoù ha grigoñsadegoù-dent.
30 Quanto ao servo inútil, lancem-no para fora, nas trevas. Ali haverá choro e ranger de dentes.”
31 Pa zeuio Mab an den en e c'hloar, gant an holl aeled, ec'h azezo war dron e c'hloar.
31 — Quando o Filho do Homem vier na sua majestade e todos os anjos com ele, então se assentará no trono da sua glória.
32 An holl bobloù a vo dastumet dirazañ, hag e tispartio an eil diouzh egile, evel ma tisparti ar mesaer an deñved diouzh ar bouc'hed.
32 Todas as nações serão reunidas em sua presença, e ele separará uns dos outros, como o pastor separa as ovelhas dos cabritos:
33 Lakaat a raio an deñved a-zehou dezhañ, hag ar bouc'hed a-gleiz.
33 porá as ovelhas à sua direita e os cabritos, à sua esquerda.
34 Neuze ar Roue a lavaro d'ar re a vo a-zehou dezhañ: Deuit, c'hwi a zo benniget gant va Zad, bezit perc'henn war ar rouantelezh a zo bet kempennet evidoc'h adalek krouidigezh ar bed;
34 — Então o Rei dirá aos que estiverem à sua direita: “Venham, benditos de meu Pai! Venham herdar o Reino que está preparado para vocês desde a fundação do mundo.
35 rak naon am eus bet, ha roet hoc'h eus din da zebriñ; sec'hed am eus bet, ha roet hoc'h eus din da evañ; diavaeziad on bet, ha va degemeret hoc'h eus;
35 Porque tive fome, e vocês me deram de comer; tive sede, e vocês me deram de beber; eu era forasteiro, e vocês me hospedaram;
36 en noazh e oan, ha va gwisket hoc'h eus; klañv e oan, ha deuet oc'h da'm gwelout; er prizon e oan, ha deuet oc'h da'm c'havout.
36 eu estava nu, e vocês me vestiram; enfermo, e me visitaram; preso, e foram me ver.”
37 Neuze ar re reizh a responto dezhañ, o lavarout: Aotrou, pegoulz hon eus da welet o kaout naon hag hon eus roet dit da zebriñ, pe o kaout sec'hed hag hon eus roet dit da evañ?
37 — Então os justos perguntarão: “Quando foi que vimos o senhor com fome e lhe demos de comer? Ou com sede e lhe demos de beber?
38 Pegoulz hon eus da welet diavaeziad hag hon eus da zegemeret, pe en noazh hag hon eus da wisket?
38 E quando foi que vimos o senhor como forasteiro e o hospedamos? Ou nu e o vestimos?
39 Pegoulz hon eus da welet klañv, pe er prizon, hag hon eus deuet da'z kavout?
39 E quando foi que vimos o senhor enfermo ou preso e fomos visitá-lo?”
40 Hag ar Roue a responto dezho: Me a lavar deoc'h e gwirionez, bep gwech ma hoc'h eus graet kement-se e-keñver unan eus ar re zisterañ eus va breudeur, hoc'h eus graet an dra-se din.
40 — O Rei, respondendo, lhes dirá: “Em verdade lhes digo que, sempre que o fizeram a um destes meus pequeninos irmãos, foi a mim que o fizeram.”
41 Neuze e lavaro d'ar re a vo a-gleiz dezhañ: Tec'hit diouzhin, tud villiget, it en tan peurbadus a zo bet kempennet evit an diaoul hag e aeled;
41 — Então o Rei dirá também aos que estiverem à sua esquerda: “Afastem-se de mim, malditos, para o fogo eterno, preparado para o diabo e seus anjos.
42 rak naon am eus bet, ha n'hoc'h eus ket roet din da zebriñ; sec'hed am eus bet, ha n'hoc'h eus ket roet din da evañ;
42 Porque tive fome, e vocês não me deram de comer; tive sede, e vocês não me deram de beber;
43 diavaeziad on bet, ha n'hoc'h eus ket va degemeret; en noazh e oan, ha n'hoc'h eus ket va gwisket; klañv hag er prizon e oan, ha n'oc'h ket deuet da'm gwelout.
43 sendo forasteiro, vocês não me hospedaram; estando nu, vocês não me vestiram; achando-me enfermo e preso, vocês não foram me ver.”
44 Neuze int a responto dezhañ, o lavarout: Aotrou, pegoulz hon eus da welet o kaout naon, pe sec'hed, diavaeziad, pe en noazh, klañv, pe er prizon, ha n'hon eus ket da sikouret?
44 — E eles lhe perguntarão: “Quando foi que vimos o senhor com fome, com sede, forasteiro, nu, enfermo ou preso e não o socorremos?”
45 Hag e responto dezho: Me a lavar deoc'h e gwirionez, bep gwech ma n'hoc'h eus ket graet kement-se e-keñver unan eus ar re zisterañ-se, n'hoc'h eus ket graet an dra-se em c'heñver.
45 — Então o Rei responderá: “Em verdade lhes digo que, sempre que o deixaram de fazer a um destes mais pequeninos, foi a mim que o deixaram de fazer.”
46 Hag ar re-mañ a yelo er c'hastiz peurbadus, met ar re reizh er vuhez peurbadus.
46 E estes irão para o castigo eterno, porém os justos irão para a vida eterna.
Atalhos do teclado
- Capítulo anterior←
- Próximo capítulo→
- Versículo anteriork
- Próximo versículoj
- Limpar seleçãoEsc
- Esta ajuda?
Estude este capítulo no WhatsApp
Peça à IA da Bíblia Fala para explicar Mateus 25, comparar traduções ou montar um estudo — tudo direto pelo WhatsApp.