Lucas 14
Breton Gospels (BRE_BRG) vs NVT
1 Un deiz sabad, Jezuz a oa aet e ti unan eus pennoù ar farizianed evit debriñ; ar farizianed a selle outañ.
1 Certo sábado, Jesus foi comer na casa de um líder fariseu, onde o observavam atentamente.
2 Un den dourgoeñvet a oa dirazañ.
2 Estava ali um homem com o corpo muito inchado.
3 Jezuz, o kemer ar gomz, a lavaras da zoktored al lezenn ha d'ar farizianed: Hag aotreet eo yac'haat deiz ar sabad?
3 Jesus perguntou aos fariseus e aos especialistas da lei: “A lei permite ou não curar no sábado?”.
4 Int a davas. Neuze, o kemer an hini klañv, en yac'haas hag en kasas kuit.
4 Eles nada responderam, e Jesus tocou no homem enfermo, o curou e o mandou embora.
5 Goude-se, e lavaras dezho: Piv ac'hanoc'h, mar kouezh e vab pe e ejen en ur puñs, na dennfe ket anezhañ er-maez kerkent, deiz ar sabad?
5 Depois, perguntou a eles: “Qual de vocês, se seu filho ou seu boi cair num buraco, não se apressará em tirá-lo de lá, mesmo que seja sábado?”.
6 Ha ne c'helljont ket respont dezhañ war gement-se.
6 Mais uma vez, não puderam responder.
7 Lavarout a reas ivez d'ar re a oa pedet ur barabolenn, o welout penaos e klaskent al lec'hioù kentañ; hag e lavaras dezho:
7 Quando Jesus observou que os convidados para o jantar procuravam ocupar os lugares de honra à mesa, deu-lhes este conselho:
8 Pa vi pedet gant unan bennak d'un eured, n'en em laka ket er c'hentañ plas, gant aon en em gavfe e-touez ar re bedet un den enorusoc'h egedout,
8 “Quando você for convidado para um banquete de casamento, não ocupe o lugar de honra. E se chegar algum convidado mais importante que você?
9 hag e teufe an hini en deus ho pedet, te hag eñ, ha ne lavarfe dit: Ro al lec'h da hemañ, hag ez afes neuze gant mezh er plas diwezhañ.
9 O anfitrião virá e dirá: ‘Dê o seu lugar a esta pessoa’, e você, envergonhado, terá de sentar-se no último lugar da mesa.
10 Met pa vi pedet, kae d'en em lakaat er plas diwezhañ, abalamour pa zeuio an hini en devo da bedet, e lavaro dit: Va mignon, pign uheloc'h. Neuze, kement-se a roio enor dit dirak ar re a vo ouzh taol ganit.
10 “Em vez disso, ocupe o lugar menos importante à mesa. Assim, quando o anfitrião o vir, dirá: ‘Amigo, temos um lugar melhor para você!’. Então você será honrado diante de todos os convidados.
11 Rak piv bennak en em uhela a vo izelaet, ha piv bennak en em izela a vo uhelaet.
11 Pois os que se exaltam serão humilhados, e os que se humilham serão exaltados”.
12 Hag e lavaras d'an hini en devoa e bedet: Pa ri ul lein pe ur goan, na bed ket da vignoned, na da vreudeur, na da gerent, na da amezeien binvidik, gant aon na bedfent ac'hanout d'o zro, ha na rafent dit ar memes tra.
12 Então Jesus se voltou para o anfitrião e disse: “Quando oferecer um banquete ou jantar, não convide amigos, irmãos, parentes e vizinhos ricos. Eles poderão retribuir o convite, e essa será sua única recompensa.
13 Met pa ri ur fest, ped ar beorien, ar re vac'hagnet, ar re gamm, ar re dall.
13 Em vez disso, convide os pobres, os aleijados, os mancos e os cegos.
14 Hag e vi eürus dre ma ne c'hellont ket e rentañ dit, rak te az po ar pae en adsavidigezh ar re reizh.
14 Assim, na ressurreição dos justos, você será recompensado por ter convidado aqueles que não podiam lhe retribuir”.
15 Unan eus ar re a oa ouzh taol, o vezañ klevet kement-se, a lavaras dezhañ: Eürus an hini a zebro bara e rouantelezh Doue!
15 Ao ouvir isso, um homem que estava à mesa com Jesus exclamou: “Feliz será aquele que participar do banquete no reino de Deus!”.
16 Jezuz a lavaras dezhañ: Un den a reas ur goan vras, hag a bedas dezhi kalz a dud;
16 Jesus respondeu com a seguinte parábola: “Certo homem preparou um grande banquete e enviou muitos convites.
17 da goulz goan, e kasas e vevel da lavarout d'ar re a oa bet pedet: Deuit, rak pep tra a zo prest.
17 Quando estava tudo pronto, mandou seu servo dizer aos convidados: ‘Venham, o banquete está pronto’.
18 Hag en em lakajont holl, a-unan, da zigareziñ. An hini kentañ a lavaras dezhañ: Prenet em eus douar, ha ret eo din mont da welout anezhañ; da bediñ a ran da'm digareziñ.
18 Mas todos eles deram desculpas. Um disse: ‘Acabei de comprar um campo e preciso inspecioná-lo. Peço que me desculpe’.
19 Unan all a lavaras: Prenet em eus pemp koublad ejened, hag ez an da welout hag int a zo mat; da bediñ a ran da'm digareziñ.
19 Outro disse: ‘Acabei de comprar cinco juntas de bois e quero experimentá-las. Sinto muito’.
20 Hag unan all a lavaras: Ur wreg am eus kemeret, dre-se ne c'hellan ket mont.
20 Ainda outro disse: ‘Acabei de me casar e não posso ir’.
21 Ar mevel, o vezañ distroet, a zisklêrias kement-mañ d'e vestr. Neuze mestr an ti, droug ennañ, a lavaras d'e vevel: Kae buan dre leurioù ha straedoù kêr, ha degas amañ ar beorien, ar re vac'hagnet, ar re dall hag ar re gamm.
21 “O servo voltou e informou a seu senhor o que tinham dito. Ele ficou furioso e ordenou: ‘Vá depressa pelas ruas e becos da cidade e convide os pobres, os aleijados, os cegos e os mancos’.
22 Goude, ar mevel a lavaras dezhañ: Aotrou, graet eo bet evel ma ec'h eus gourc'hemennet, ha lec'h a zo c'hoazh.
22 Depois de cumprir essa ordem, o servo informou: ‘Ainda há lugar para mais gente’.
23 Ar mestr a lavaras d'ar mevel: Kae dre an hentoù hag a-hed ar girzhier, ha gra d'ar re a zo eno mont e-barzh, evit ma vo leuniet va zi.
23 Então o senhor disse: ‘Vá pelas estradas do campo e junto às cercas entre as videiras e insista com todos que encontrar para que venham, de modo que minha casa fique cheia.
24 Rak lavarout a ran deoc'h, hini ebet eus ar re a zo pedet ne dañvaio eus va c'hoan.
24 Pois nenhum dos que antes foram convidados provará do meu banquete’”.
25 Evel ma yae ul lod bras a dud gant Jezuz, e tistroas etrezek enno, hag e lavaras dezho:
25 Uma grande multidão seguia Jesus, que se voltou para ela e disse:
26 Mar deu unan bennak da'm c'havout, ha ne gasa ket e dad, e vamm, e wreg, e vugale, e vreudeur, e c'hoarezed, ha muioc'h c'hoazh e vuhez hec'h-unan, ne c'hell ket bezañ va diskibl.
26 “Se alguém que me segue amar pai e mãe, esposa e filhos, irmãos e irmãs, e até mesmo a própria vida, mais que a mim, não pode ser meu discípulo.
27 Ha piv bennak ne zougo ket e groaz, ha ne heulio ket ac'hanon, ne c'hell ket bezañ va diskibl.
27 E, se não tomar sua cruz e me seguir, não pode ser meu discípulo.
28 Rak piv ac'hanoc'h, o c'hoantaat sevel un tour, ne azez ket da gentañ, ne ra ket ar gont eus an dispign evit gwelout hag eñ en deus peadra d'e echuiñ,
28 “Quem começa a construir uma torre sem antes calcular o custo e ver se possui dinheiro suficiente para terminá-la?
29 gant aon, goude bezañ lakaet an diazez, na c'hellfe ket e echuiñ, ha na zeufe an holl re en gwelje d'ober goap anezhañ,
29 Pois, se completar apenas os alicerces e ficar sem dinheiro, todos rirão dele,
30 ha da lavarout: An den-mañ a zo en em lakaet da sevel un tour, ha n'en deus ket gallet e echuiñ!
30 dizendo: ‘Esse aí começou a construir, mas não conseguiu terminar!’.
31 Pe, piv eo ar roue, o vont en hent evit ober brezel d'ur roue all, ne azez ket da gentañ, ha n'en em c'houlenn ket e-unan hag eñ a c'hell gant dek mil den mont da ziaraogiñ an hini a zeu a-enep dezhañ gant ugent mil?
31 “Ou que rei iria à guerra sem antes avaliar se seu exército de dez mil poderia derrotar os vinte mil que vêm contra ele?
32 Anez, pa emañ c'hoazh pell hemañ, e kas dezhañ ur c'hannad da c'houlenn ar peoc'h.
32 E, se concluir que não, o rei enviará uma delegação para negociar um acordo de paz enquanto o inimigo está longe.
33 Evel-se, piv bennak ac'hanoc'h ivez na zilez ket kement en deus, ne c'hell ket bezañ diskibl din.
33 Da mesma forma, ninguém pode se tornar meu discípulo sem abrir mão de tudo que possui.
34 Un dra vat eo an holen, met mar koll e vlaz gant petra e vo e roet dezhañ?
34 “O sal é bom para temperar, mas, se perder o sabor, como torná-lo salgado outra vez?
35 N'eo mat, nag evit an douar, nag evit an teil; e deurel a reer er-maez. Ra selaouo an neb en deus divskouarn da glevout.
35 O sal sem sabor não serve nem para o solo nem para adubo; é jogado fora. Quem é capaz de ouvir, ouça com atenção!”.
Atalhos do teclado
- Capítulo anterior←
- Próximo capítulo→
- Versículo anteriork
- Próximo versículoj
- Limpar seleçãoEsc
- Esta ajuda?
Estude este capítulo no WhatsApp
Peça à IA da Bíblia Fala para explicar Lucas 14, comparar traduções ou montar um estudo — tudo direto pelo WhatsApp.