João 5

Breton Gospels (BRE_BRG) vs BKJ

Sair da comparação
1 Goude-se, e teue ur gouel gant ar Yuzevien, ha Jezuz a bignas da Jeruzalem.
1 Depois disso, havia uma festa dos judeus, e Jesus subiu para Jerusalém.
2 Bez' e oa e Jeruzalem, tost ouzh dor an Deñved, ur stank, galvet en hebraeg Betesda, hag en devoa pemp porched.
2 Ora, em Jerusalém, próximo ao mercado das ovelhas, há um tanque, que é chamado na língua hebraica Betesda, o qual tem cinco alpendres.
3 Eno e oa gourvezet un niver bras a dud klañv, dall, kamm ha seizet, [a c'hortoze keflusk an dour.
3 Nestes jazia grande multidão de pessoas enfermas, cegos, mancos e paralíticos, esperando o movimento da água.
4 Rak un ael a ziskenne er stank, a amzer-da-amzer, hag a gemmeske an dour. An hini kentañ a yae e-barzh, goude ma vije bet kemmesket an dour, a veze yac'haet, n'eus forzh peseurt kleñved a vije gantañ].
4 Pois um anjo descia em certo tempo ao tanque, e agitava a água; aquele, pois, que primeiro entrava na água, após ter sido agitada, sarava de qualquer enfermidade que ele tivesse.
5 Bez' e oa eno un den hag a oa klañv abaoe eizh vloaz ha tregont.
5 E ali estava um certo homem, que tinha uma enfermidade há trinta e oito anos.
6 Jezuz, o welout anezhañ gourvezet hag oc'h anavezout e oa dija klañv abaoe pell amzer, a lavaras dezhañ: Fellout a ra dit bezañ yac'haet?
6 E Jesus, vendo este deitado e sabendo que ele estava neste estado havia muito tempo, disse-lhe: Tu queres ficar são?
7 Ar c'hlañvour a respontas dezhañ: Aotrou, ne'm eus den evit va zeurel er stank pa vez kemmesket an dour; hag e-pad m'emaon o vont, unan all a ziskenn a-raok din.
7 O homem enfermo respondeu-lhe: Senhor, eu não tenho homem algum que me coloque no tanque quando a água é agitada; mas, enquanto eu vou, desce outro antes de mim.
8 Jezuz a lavaras dezhañ: Sav, doug da wele, ha bale.
8 Jesus disse-lhe: Levanta-te, toma o teu leito, e anda.
9 Kerkent, an den a oa yac'haet; hag e kemeras e wele, hag e valeas. Met an deiz-mañ a oa un deiz sabad.
9 E, imediatamente o homem ficou são, e tomou o seu leito, e andou; e aquele dia era o shabat.
10 Ar Yuzevien eta a lavaras d'an hini a oa bet yac'haet: Ar sabad eo; n'eo ket aotreet dit dougen da wele.
10 Então, os judeus disseram àquele que tinha sido curado: É dia do shabat, não te é lícito carregar teu leito.
11 Eñ a respontas dezho: An hini en deus va yac'haet, en deus lavaret din: Doug da wele ha bale.
11 Ele respondeu-lhes: Aquele que me curou, ele mesmo disse: Toma o teu leito, e anda.
12 Hag int a c'houlennas outañ: Piv eo an den-se en deus lavaret dit: Doug da wele ha bale?
12 Então eles perguntaram: Quem é o homem que te disse: Toma o teu leito, e anda?
13 Met an hini a oa bet yac'haet ne ouie ket piv e oa; rak Jezuz a oa en em dennet e-kuzh abalamour ma oa kalz a dud eno.
13 E o que fora curado não sabia quem era, porque Jesus havia se afastado, por causa da multidão naquele lugar.
14 Goude-se, Jezuz a gavas anezhañ en templ, hag a lavaras dezhañ: Setu, te a zo bet yac'haet; na bec'h ken, gant aon en em gavfe ganit un dra bennak gwashoc'h.
14 Depois, Jesus encontrou-o no templo e disse-lhe: Eis que tu já estás são; não peques mais, para que te não aconteça coisa pior.
15 An den-mañ a yeas hag a lavaras d'ar Yuzevien e oa Jezuz en devoa e yac'haet.
15 O homem partiu, e contou aos judeus que era Jesus o que o curara.
16 Abalamour da gement-se, ar Yuzevien a heskine Jezuz, [hag a glaske e lakaat d'ar marv,] dre m'en devoa graet-se deiz ar sabad.
16 E por isso os judeus perseguiam a Jesus, e buscavam matá-lo, porque ele fazia essas coisas no dia do shabat.
17 Met Jezuz a lavaras dezho: Va Zad a labour betek vremañ, ha me a labour ivez.
17 Mas Jesus lhes respondeu: Meu Pai trabalha até agora, e eu também trabalho.
18 Abalamour da-se, ar Yuzevien a glaske c'hoazh muioc'h e lakaat d'ar marv, neket hepken dre ma torre ar sabad, met c'hoazh abalamour ma c'halve Doue e Dad, oc'h en em ober e-unan kevatal da Zoue.
18 Portanto, os judeus ainda mais procuravam matá-lo, porque não só violava o shabat, mas também dizia que Deus era seu Pai, fazendo-se igual a Deus.
19 Jezuz, o kemer ar gomz, a lavaras dezho: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h: ar Mab ne c'hell netra anezhañ e-unan, nemet en defe gwelet an Tad ouzh e ober; rak kement a ra an Tad, ar Mab ivez en gra eveltañ.
19 Então, respondeu Jesus e disse-lhes: Na verdade, na verdade eu vos digo: O Filho não pode fazer nada por si mesmo, a não ser o que vê o Pai fazendo; porque todas as coisas que ele faz, o Filho também da mesma forma o faz.
20 Rak an Tad a gar ar Mab, hag a ziskouez dezhañ kement a ra. Ha diskouez a raio dezhañ oberoù brasoc'h eget ar re-mañ, evit ma viot sabatuet.
20 Porque o Pai ama ao Filho, e mostra-lhe todas as coisas que ele mesmo faz; e ele lhe mostrará maiores obras do que estas, para que vos maravilheis.
21 Rak, evel ma ro an Tad ar vuhez d'ar re varv, evel-se ivez ar Mab a ro ar vuhez d'ar re a fell dezhañ.
21 Porque assim como o Pai levanta os mortos e os vivifica, assim também o Filho vivifica aqueles que quer.
22 An Tad ne varn den, met roet en deus pep barn d'ar Mab,
22 Porque o Pai a nenhum homem julga, mas confiou ao Filho todo o julgamento;
23 evit ma'c'h enoro an holl ar Mab, evel ma'c'h enoront an Tad. An hini na enor ket ar Mab, n'enor ket an Tad en deus e gaset.
23 para que todos os homens honrem o Filho, assim como honram o Pai. Quem não honra o Filho, não honra o Pai que o enviou.
24 E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, an hini a selaou va c'homz, hag a gred en hini en deus va c'haset, en deus ar vuhez peurbadus, ha ne zeu ket e barnedigezh, met tremenet eo eus ar marv d'ar vuhez.
24 Na verdade, na verdade eu vos digo: Quem ouve a minha palavra, e crê naquele que me enviou, tem a vida eterna, e não entrará em condenação, mas já passou da morte para a vida.
25 E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, an amzer a zeu, ha deuet eo dija, ma klevo ar re varv mouezh Mab Doue; hag ar re he c'hlevo, a vevo.
25 Na verdade, na verdade eu vos digo: Vem a hora, e agora é, em que os mortos ouvirão a voz do Filho de Deus, e os que a ouvirem viverão.
26 Rak, evel m'en deus an Tad ar vuhez ennañ e-unan, roet en deus ivez d'ar Mab ar galloud da gaout ar vuhez ennañ e-unan,
26 Porque assim como o Pai tem vida em si mesmo, assim deu ao Filho ter vida em si mesmo.
27 hag roet en deus dezhañ ar galloud da varn, abalamour ma'z eo Mab an den.
27 E deu-lhe autoridade para também executar julgamento, porque ele é o Filho do homem.
28 Na vezit ket eta souezhet a gement-se; rak dont a ra an eur ma klevo e vouezh an holl re a zo er bezioù, ha ma'z aint er-maez:
28 Não vos maravilheis disso, porque vem a hora em que todos os que estão nos sepulcros ouvirão a sua voz,
29 ar re o devo graet mat, en adsavidigezh a vuhez; hag ar re o devo graet fall, en adsavidigezh a varn.
29 e sairão os que fizeram o bem para a ressurreição da vida, e os que fizeram o mal para a ressurreição da condenação.
30 Ne c'hellan ober netra ac'hanon va-unan, barn a ran diouzh ma klevan, ha va barn a zo reizh, rak ne glaskan ket va c'hoant, met bolontez va Zad en deus va c'haset.
30 Eu não posso fazer nada por mim mesmo; como eu ouço, eu julgo; e o meu juízo é justo, porque não busco a minha própria vontade, mas a vontade do Pai que me enviou.
31 Mar roan testeni ac'hanon va-unan, va zesteni n'eo ket gwir.
31 Se eu der testemunho de mim mesmo, o meu testemunho não é verdadeiro.
32 Bez' ez eus unan hag a ro testeni ac'hanon, ha gouzout a ran an testeni a ro ac'hanon a zo gwir.
32 Há outro que dá testemunho de mim, e eu sei que o testemunho que ele dá de mim é verdadeiro.
33 Kaset hoc'h eus tud da gavout Yann, hag eñ en deus roet testeni d'ar wirionez.
33 Vós mandastes a João, e ele deu testemunho da verdade.
34 Evidon-me, ne glaskan ket testeni an den, met lavarout a ran kement-mañ evit ma viot salvet.
34 Eu, porém, não recebo testemunho vindo de homem, mas eu digo estas coisas, para que possais ser salvos.
35 Yann a oa ar c'houlaouenn a zev, hag a sklaera, ha fellet eo bet deoc'h, evit ur pennad, en em laouenaat ouzh e sklêrijenn.
35 Ele era a luz que iluminava e resplandecia, e vós quisestes alegrar-vos por um pouco de tempo com a sua luz.
36 Met me am eus un testeni brasoc'h eget hini Yann, rak an oberoù en deus va Zad roet din da beurober, an oberoù-mañ memes a ran, a ro ac'hanon an testeni-mañ, penaos en deus an Tad va c'haset.
36 Mas eu tenho um testemunho maior do que o de João; porque as obras que o Pai me deu para realizar, essas obras que eu faço testemunham de mim, que o Pai me enviou.
37 Hag an Tad en deus va c'haset, en deus e-unan roet testeni ac'hanon. C'hwi n'hoc'h eus biskoazh klevet e vouezh, na gwelet e zremm.
37 E o próprio Pai, que me enviou, tem dado testemunho de mim. Vós nunca ouvistes a sua voz, nem vistes a sua forma.
38 Hag e c'her ne chom ket ennoc'h, pa'z eo gwir ne gredit ket en hini en deus kaset deoc'h.
38 E a sua palavra não permanece em vós, porque vós não credes naquele que ele enviou.
39 Furchal a rit ar Skriturioù, rak enno e kredit kaout ar vuhez peurbadus, hag int eo ar re a ro testeni ac'hanon.
39 Examinai as escrituras; porque nelas pensai que tendes a vida eterna; e são elas que testificam de mim.
40 Koulskoude c'hwi ne fell ket deoc'h dont da'm c'havout, evit kaout ar vuhez.
40 E não quereis vir a mim para terdes vida.
41 Ne dennan ket a c'hloar a-berzh an dud;
41 Eu não recebo honra dos homens.
42 met gouzout a ran n'emañ ket karantez Doue ennoc'h hoc'h-unan.
42 Mas eu vos conheço e sei que não tendes em vós o amor de Deus.
43 Deuet on en anv va Zad, ha ne zegemerit ket ac'hanon; mar deu unan all en e anv e-unan, c'hwi a zegemero anezhañ.
43 Eu vim em nome de meu Pai, e não me recebeis; se outro vier em seu próprio nome, a esse recebereis.
44 Penaos e c'hellit krediñ, pa dennit ho kloar an eil digant egile, ha pa ne glaskit ket ar gloar a zeu eus Doue hepken?
44 Como podeis crer, vós que recebeis honra uns dos outros, e não buscais a honra que vem só de Deus?
45 Na soñjit ket eo me ho tamallo dirak an Tad; Moizez, an hini a esperit ennañ, eo an hini ho tamallo.
45 Não penseis que eu vos hei de acusar para o Pai; há um que vos acusa, Moisés, em quem vós confiais.
46 Rak mar kredjec'h Moizez, e kredjec'h ivez ac'hanon, rak eñ en deus skrivet diwar va fenn.
46 Porque se vós crêsseis em Moisés, teriam crido em mim, porque de mim ele escreveu.
47 Met ma ne gredit ket e skridoù, penaos e kredot va c'homzoù?
47 Mas, se não credes nos seus escritos, como crereis nas minhas palavras?

Ler em outra tradução

Comparar com outra

Estude este capítulo no WhatsApp

Peça à IA da Bíblia Fala para explicar João 5, comparar traduções ou montar um estudo — tudo direto pelo WhatsApp.